m. –où (religion)
I.
(1) Péché.
●(1499) Ca 154a. Pechet. g. pechie. ●(1575) M 433. Er dre pechet hep mar, ez gouzeff cals harell, tr. «Car par le péché sans doute il souffre beaucoup de trouble.» ●(1576) H 7. Remission an pechadou dren moyenou erdrenet, tr. « The remission of the sins through the means ordained. » ●(1612) Cnf 14b. confes è pechedou. ●(1621) Mc 38. Gallout a guellot paraillamant ma'n hoz eux memoar, ha couff mat, scriuaff ho pechedaou.
●(1659) SCger 90a. peché, tr. «pec'het.» ●163a. pec'het, tr. «peché.» ●(c.1680) NG 110. er pihet. ●948. Quittait hou pihetdeu, hou buhé amantet. ●1533. de prehec a enep hou pihet. ●(1687) MArtin 1. Maro é hemolier ar pec'het. ●(1732) GReg 705b. Peché, faute contre Dieu, tr. «Pec'hed. p. pec'hedou, pec'hejou. bas Leon : pec'heud. pec'hod. pp. pec'hejou. Van[netois] pehed. p. pehedëu. pihed. p. pihedëu.» ●787b. La rechûte dans le peché, tr. «An affeilh èr pec'hed.»
●(1973) GAME 5. ar maro neus skubet toud he fehijou.
►[empl. sans art.]
●(1792) BD 22. pa gometas pech[et].
(2) Kaout pec'hed : pécher.
●(1894) BUZmornik 495. eur mevell hag a risklfe er c'hoari da zul kement guennek en deuz gounezet var ar zizun, en defe zur pec'hed (...) ; mes an dud pinvidik a c'hoarife outhan o defe c'hoaz brasoc'h pec'hed.
●(1936) BREI 444/1b. mar d eo digouezet d'in rei tu da stouva eun toull chomet goullo, am befe pec'hed o kemer anwaz…
(3) Bezañ pec'hed : être (un) péché.
●(18--) SAQ II 192. Evelato, dreizhi he unan, an dentasion ne d'eo pec'het ebet.
●(1912) BUAZpermoal 694. O lezel da veza breset / Ouspen ar vez, e ve pec'hed. ●(1929) ENLA 10. Aman, 'n harz an haleg, ne vefe ket pec'hed / Ober eun tammik chop, gwech torret ma sec'hed. ●(1929) FHAB Genver 4. Pec'hed eo eta d'eun tad ha d'eur vamm diranna o bugale eus kaera tenzor hor gouenn.
(4) Juron.
●(1990) MARV I 5. (Kommanna) Ar pehedou ken a strake hag an taoliou dorn ken a zute.
(5) Pec'hed lous, mezhus, vil : péché de luxure, d'impureté.
●(1732) GReg 521b. Le péché d'impureté, tr. «ar pec'hed lous.»
●(1867) FHB 152/380a. ar bidao eo ar pec'het mezus. ●(1869) HTC 143. calounou ar baïanet a ioa brein-tuf gant ar pec'het vil. ●(1879) GDI 168. er péhed lous.
●(1926) FHAB Du 430. ar pec'hed hudur n'oa ket anavezet en o zouez.
(6) Pec'hed kentañ : péché originel.
●(1933) MMPA 17. Abaoe penn kentan ar bed, eul lezenn bounner a bouez war an dud, lezenn ar pec'hed kentañ.
(7) Den a bec'hed : pécheur.
●(1857) HTB 48. eun den a bec'het ha na vo mad nemet da daol en tan eternel an ifern !
(8) Pec'hed mammenn : péché capital.
●(1868) FHB 187/243b. Ar seiz pec'het mammen a veler splam livet.
II.
(1) Bezañ (hudur, lous) evel ar seizh pec'hed : être très sale.
●(1857) CBF 85 (L). Houn-nez zo kel louz, ken hudur hag ar seiz pec'hed, tr. «Celle-ci est aussi sale, aussi dégoutante que les sept péchés mortels.» ●(1877) FHB (3e série) 4/27a (L). He varo hag he vleo a oa hir dizoare hag iskiz evel ar seiz pec'hed marvel.
●(1923) FHAB C'hwevrer 49 *Fantik. Eur roched kel louz hag ar seiz pec'hed. ●(1928) FHAB Ebrel 126 (L) Y.-V. Perrot. du gant an naon ha louz o dilhad, evel ar seiz pec'hed. ●(1932) ALMA 109 (L). Mes louz out evel ar seiz pec'hed !
(2) Bezañ du evel ar seizh pec'hed marvel : être très noir.
●(1882) CDFi 124-4 novembre p 3. Ne lakaio den da gredi e zeo guen he groc'hen ha neat he goustianç pa oar an oll e zeo du pod ha lous evel ar seiz pec'het marvel.
●(1914) RNDL 85 (G) Y.-B. Kalloc'h. Du èl er seih péhed marùèl, / En noz, duhont, en um lédé ar en dremùél.
(3) Bezañ vil evel ar seizh pec'hed kapital : être très laid.
●(1978) PBPP 2.2/419 (T-Plougouskant). Vil eo evel ar seizh pec'hed kapital, tr. J. le Du «il est laid comme les sept péché capitaux.»
(4) Du evel ar pec'hed (ur pec'hed marvel) : être très noir. Cf. evel revr ar billig, evel pod-houarn Mari-Job, evel huzil ar siminal, evel mouar, evel an noz, evel pluñv ar vran.
●(18--) PEN 91/310. Petra ganac'h so ariet, / Du ho kavan vel er pec'het.
●(1936) TKAL I 52 (Ki) J. Riou. Diaes e oa d'eoc'h (...) soñjal oa gwenn va c'houstiañs pa o deus lavaret (...) e oa du evel ar pec'hed ha leun a fallentez. ●(1962) TDBP Ia 50 (T-Langoad). Ha hi a vez du he dillad dindani 'vel eur pehed marvel (Langoat), tr. J. Gros «quant à elle, ses vêtements sur elle sont noirs comme un péché mortel.» ●(1970) BHAF 127 (T) E. ar Barzhig. En noz ken du hag ar pehed, e talhen da vond dousig.
(5) Bezañ nec'hetoc'h eget sant Pêr gant e bec'hed : voir sant.
(6) Bezañ nec'het evel an diaoul gant e bec'hed : voir diaoul.