[brpm penn araug < penn + araog]
m. Avant, devant, tête, partie antérieure.
●(1732) GReg 282b. Le devant d’une maison, tr. «ar penn araug eus an ty.»
●(1860) BAL 13. er penn araog d'al lestr. ●(1868) KMM 216. Darn eus an Ebestel a oa er penn araog. ●(1869) HTC 85. Ar re a ioa er penn araoc, kercoulz hag ar re a ioa er penn adreñ.
●(1963) LLMM 99/266. Adal ma pignas war vourzh, e furchas Vasili e pep lec’h, dindan an tinelloù war benn a-raok ha war benn a-dreñv al lestr.