[brpm penn-da-benn < penn + da .7 + penn]
adv., prép. & adj.
I. Loc. adv.
(1) Entièrement.
●(1894) BUZmornik 117. Ann idol-ma a ioa kaer ha skeduz meurbed : alaouret oa penn-da-benn ha tu ha tu.
(2) D'un bout à l'autre, tout du long.
●(1732) GReg 113a. Depuis un bout jusqu'à l'autre, tr. «penn-da-benn.»
●(1857) CBF 17. kant leo evel-se, ribin diribin penn-da-benn.
●(1907) PERS 224. anez da ze n'helje ket mont penn-da-benn. ●(1912) BUAZpermoal 739. an ôtrou 'n eskob a reas e zougen en ruioù kêr, ha miraklou eleiz a c'hoarvezas pen-da-ben.
II. Loc. prép.
(1) Tout le long de.
●(1912) MMPM 8. en eur skigna penn da benn an hent ar spount hag ar maro.
(2) Penn-da-benn gant : tout le long de.
●(1862) BBR 2. Penn da benn gand ann hent a ia da Remungol, tr. «tout le long de la route qui méne à Remungol.»
●(1908) PIGO II 23. Pen-da-benn gant an hent. ●(1910) MAKE 51. En eur vont penn da benn gant ar ruiou. ●(1955) STBJ 8. int bet eet da Garaez, penn-da-benn gant ar Stêr Aon. ●136. e kerzis war-zu kêr, penn-da-benn gant riblenn zimant ar ru. ●(1957) BRUD 2/43. E leh mond (...) war an hent-karr (...) e kavas furroh kerzed gand ar wenodenn a yee penn-da-benn gantañ. ●(1964) ABRO 17. Petra a oa a-dreñv an tevennoù-se, hedet penn-da-benn gant ur renkennad kerreg lemm. ●(1996) CRYK 171. Na penn-da-benn gant an hent, tr. «Tout le long du chemin.»
(3) Penn-da-benn da : tout le long de.
●(1936) TKAL I 35. Lip-e-bao a redas eun anken vras penn-da-benn da livenn e gein. ●81. hag an avel a c'houez ken c'houek er gwez pupli, penn-da-benn d'ar stêr vras ! ●(1936) TKAL II 55. an dour-c'houez a zevere penn-da-benn d'e gorf. ●(1962) GERV 52. e-keit ha ma rede krenienn ar maro penn-da-benn d'e gorf.
(4) Penn-da-benn ag : tout le long de.
●(1986) GEVU v 112. (Pouldahu) penn-a-benn hag an daol, tr. «le long des tables.»
III. Épith.
(1) Pok penn-da-benn : baiser érotique.
●(1838) CGK 24. Leveret din moëreb Cato, voant quet pocqo pen da ben ?
(2) Gwiskamant penn-da-benn : complet.
●(1926) FHAB Ebrel 144. al lodenn vras eus ar franmasoned n'o doa ket ho gwiskamant penn-da-benn. ●(1933) BLGA 14. 'c'h eus ket soñj em boa bet eur gwiskamant penn-da-benn evit pardon ar Werc'hez.