m. cf. peskig & peskedenn
(1) Poisson d’avril.
●(1838-1866) PRO.tj 182. Pesk ebrell oud na pa c’heuz va digoret / O pesk awalc’h ! / Inkinet oud gant eur c’hoz linen torret / Heb reun na dalc’h. / Ha koulskoude er ger vraz a Werliskin / E leverer / Ma zeuz er bed eur spered lemm, eur potr fin / Ez eo Prosper.
●(1931) VALL 572b. Poisson d’avril, tr. « pésk-ebrel. » ●(1934) DIHU 274 Ebrel 64. É Langedig, é vezè laret : / Pésk Imbrill / Kaoh kastill / Lost er gazeg a skrebill. ●(1937) DIHU 310 Ebrel 242. Guéharal, deùeh Pisk Imbril e vezè un deùéh a blijadur. (…) Petra, balteg, ne ouiet ket é ma Pisk Imbril hiziù ? ●(1966) LIMO 01/04. Hiniu en dé, pesk ebrel e ia de gol tam ha tam. ●(1974) LIMO 11/05. Chetu-man deu inosant ! Ne ouiant ket e zo bet staget ur pesk imbrilh doh ou hein ! ●(1980) LIMO 29/03. Me gred e responteet dehon : Pesk imbrill ! Nen dé ket en dé, kompér !
(2) Choari pesk-Ebrel : faire un poisson d’avril.
●(1976) LIMO 03/04. krédein e hran en des em gavet hoah ohpenn eid unan dré-sé eid hoari pesk imbrill.
(3) Tapout d'ar pesk-Ebrel : attraper, tromper (qqn).
●(1902) PIGO I 105 (T) E. ar Moal. Eno e fellaz d'ean tapout adarre Per d'ar pesk ebrel, mez Per a oa war evez, ha na droaz na penn na lagad.