Devri

petra

petra

adv. & conj.

I. Adv. interrog.

(1) Quoi.

(1499) Ca 156b. Petra. g. quelle chose. ●Petra en traman. g. quest cecy.

(1659) SCger 100a. quoy, tr. «petra 

(1913) ARVG Eost 196. Da c'hoût ê, emean, peter e vo grêt gantan. ●(1925) FHAB C'hwevrer 45. Pera ? mil boulc'huik ! a lavar Gaït. ●(1935) BREI 392/stag 4. Ne oaret ket peter am eus klevet ? ●6. peter 'ra d'ezi c'hoarzin. ●8. Me oar peter eo.

(2) Quel.

(1849) GBI I 38. Petra pec'het oc'h euz nac'het, tr. «Quel est le péché que vous avez nié ?» ●(18--) KTB.ms 14 p 246. Petra dén eo hennes éta ?

(1911) FHAB Mezheven 136. Petra bansion vo da douch. ●(1911) ANDI 35. Ne ouien ket, avad, petra devez ha setu perak n'eus den o c'hortoz ac'hanon fenoz.

(3) Petra bennak : que diable.

(1974) SKVT III 38. Petra bennak a rae ar c'hregin melen-se eno, ha penaos e oant eno ?

(4) Petra bennak : de toutes façons.

(1903) MBJJ 175. Petra bennak eo tremen koulz d'imp distrei d'ar gær. ●185. Petra bennag a viskoaz e zo bet intered eno. ●274. Petra bennak e welan ma goalc'h deus 'traou.

(5) Petra bennak : quoique.

(1659) SCger 100a. quoy qu'il en soit, tr. «petra benac ve.» ●quoy qu'il dise, tr. «petra benac a lauar.»

(1866) SEV 93. Neuze petra-bennag a rea, e peleac'h-bennag e veze, e kave d'ezhan klevet atao ann drompill.

(1915) KANNlandunvez 44/333. An ozac’h evel just a ioa oc’h eva eur banne ebarz an ti, petra bennag en doa he c’houalc’h pell zo.

(6) Petra bennak : quoi qu'il en soit.

(1904) BOBL 15 octobre 4/1a. En Franz, petra bennag, ne vo ket re a ed ar blâ-ma. ●(1907) BOBL 20 juillet 147/2f. Petra bennak a vezo, al labourerien a dle beza war evez. ●(1913) PRPR 26. Petra bennag, an dorn-skrid a oe roet da voullërez Guyon en miziou kenta 1838.

(7) Petra bennak da se : malgré cela.

(1905) BOBL 23 décembre 66/1b. Petra bennag da ze koulskoude, an Iliz a c'hall kreski da bleunia kement ha gwechall.

(8) Petra bennak a ve : néanmoins.

(1659) SCger 83a. néantmoins, tr. «petra benac a ve

(9) Petra a ziaes bennak =

(1862) JKS 174. Petra ziez-bennag a zeufe da ober poan d'ezhan.

(10) Petra a =

(1925) BUAZmadeg 34. Ha c'houi, petra a boan a gemerit-hu ?

(11) Petra eo da ub. : pourquoi.

(1915) MMED 246. Va mab, petra eo bet d'eoc'h, ober d'eomp er giz-se ?

(12) N'eus forzh petra : n'importe quoi ; peu importe.

(1936) PRBD 22. pardoni an holl bec'hejou ha bras ha bihan, n'eus forz petra 'vefent.

(13) Na petra ta =

(1870) MBR 78. ha mar larteant er c'hiz-ze ez oa, m'oar-vad, o veza ma'z oant a wenn da lartaat ; na petra 'ta !

(1909) KTLR 160. Hag evel ma oa eur zoudard koz, e zeaz na petra ta, d'an ti kear da c'houlen lojeiz.

(14) Da betra : pourquoi.

(1821) SST 95. De betra e sonner er clehier ?

(1921) FHAB Ebrel 94. Ha da betra termal, termal gant diegi ?

(15) Petra an diaoul =

(1942) DADO 21. Daonet e vo kroc’hen ma c’hazh !... petra an diaoul a c’hoari gant ar bompinell-mañ ?

II. Loc. conj.

(1) Petra bennak ma : bien que.

(1834) SIM 10. Petra benac ne voa quet goal binvidic, e damic commerç en devoa gouscoude procuret dezàn ar voyen (…) da veva én é-unan en e eaz.

(1916) KANNlandunvez 58/412. en eur rei dezho izili fesounet gan ijin, petra benag ne dalvezint james an izili kollet ? ●(1929) MKRN 88. petra bennak ma zo bet a holl viskoaz paotred iac’h e-mesk masonerien Gourin, tr. «et cependant la corporation a toujours compté de forts gaillards à Gourin.» ●(1933) MMPA 149. Petra bennak ma rae an Ebestel kalz a stad outi. ●(1944) EURW I 19. petra bennak ma oant amzisk-pok. ●(1954) LLMM 42/13. an aezenn-noz, ar stêrig, evned munut, netraigoù na weler ha na glever ket, petra bennak m’ouzer emaint aze ez kichen : en ur ger, ar vuhez !

(2) Petra eo ma : quelle est la cause que.

(1872) ROU 98a. Quelles est la cause que ? tr. «Petra eo, ma ?»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...