Devri

peul

peul

m. –ioù

I. (en plt de qqc.)

(1) Pilier, pieu, poteau.

(1499) Ca 157b. Peul. g. pel de haye.

(1659) SCger 92a. pieu, tr. «peul p. iou.» ●(1732) GReg 722b. Pieu, bois pointu pour ficher en terre, tr. «peul. p. peulyou. Van[netois] pel. p. yëu.» ●(1744) L’Arm 297a. Poteau, tr. «Pæle.. lieu.» ●(1792) CAg 70. Distaguet a-zoh er pæle.

(1839) BESquil 461. plantein seih pél én doar. ●(1866) LZBt Genver 94. staget (...) ho c’horvo ouz peulio iennet enn douar. ●(1894) BUZmornik 56. Da genta, e oue staget var e c’hourvez oc’h eur peul teo hag hirr.

(1902) PIGO I 212. eur pikol peul ru. ●(1907) BSPD I 639. Er juj (...) e hourhemen doh tu hi [Julitta] lakat ar skour doh ur peul hir. ●(1908) FHAB Kerzu 364. peuliou beglemmet. ●(1939) KOLM 29. peulieu koed. ●(1960) EVBF I 332. Le poteau de la barrière (…) peul, région de Morgat, pel-klud, Kerfourn,

(2) (agriculture) Pieu de charrette.

(1904) KZVr 354 - 19/08/04. Azen a vez graet, e Treger ha Goelo, eus eur pez koat a vez lakeat war dreuz war ar peuliou kenta eus daou benn ar c’harr. ●(1910) EGBT 99. da zelc’hen an astel-kar, gant ar reio hag ar peulio.

(3) fam. Patte, pilier.

(1936) CDFi 6 Mars. reun hir ha kagalet war e bevar beul !

II. (en plt de qqn)

(1) Niais.

(1889) ISV 452a-b. Hag ho daou ne dint em c’henver / Nemet daou beul, diou banezen.

(2) Fañch ar peul : personnification des niais.

(1847) MDM 314. Perag e lavar d’in Fainch-ar-peul. ●317. Daousd a ne velit-hu ked eo hennez eur Fainch-ar-Peul ?

(1931) VALL 63b. Benêt, tr. «Fañch ar Peul.» ●(1986) PTGN 39. En eur dremen dirag paotred ar gwiriou e krog ar Roskoad da hoari Fanch ar peul, digor bras e henou gantañ oh ober van da gompren na bu na ba er galleg.

(3) (insulte) Penn peul : imbécile.

(1972) SKVT I 28. Tad ar vosenn, penn-bombard, penn-peul, marc’h-loar, boc’h bidi Botigao, genoù gwelien, torc’h togn hoc’h-gouez Plovan, ampoezon, droch ar pardon, leue geot, mab Kain, muzelloù kig-sall, chug biz, jañ-blev diforlinket !...

III.

(1) (Sonn, reut) evel ur peul : très droit, raide.

(1874) FHB 486/126a (L) Ian ar Gernevez. En he za soun evel eur peul o pedi en hanv a zindan an heol bero. ●(1877) EKG I 184 (L) L. Inisan. Mez hen, digeflusk ha sounn evel eur peul, a grie atao : Idolatriach ! idolatriach ! ●(1878) EKG II 159 (L) L. Inisan. Ober a ra sin ar groaz en eur zevel he zaoulagad varzu an env, hag e chom sounn enn he za, sounn evel eur peul, dinec'h evel eur zant.

(1910) MBJL 160 (T) L. le Clerc. Sonn e benn ha reut evel eur peul. ●(1941) FHAB Du/Kerzu 94 (L) Y.-V. Perrot. Na jomit ket en ho sav, sounn evel eur peul ha mut evel eur pesk. ●(1964) LLMM 103/110 (T) *Jarl Priel. Rak un den brudet a rank menel sonn, ken reut hag ur peul.

(2) Ober e beul : stationner immobile.

(1931) VALL 709. Stationner immobile, tr. F. Vallée «ober e beul fam.»

(3) Mut evel ur peul :

(1931) ANDO 35 (Ki) Y. Drezen. Me, - petra an diaoul a viras ouzin da gomz ? - a oa chomet mut evel ar peul ma oan.

(4) Plantañ peul er prad : voir prad.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...