Devri

pezh .2

pezh .2

m. & adv. –ioù

I. M.

A.

(1) Ar, ur pezh kaer ! : la belle affaire !

(1910) FHAB C'hwevrer 44. Eur pez kaër ! guelloc'h eo uza hon ners o labourat, o kemer poan, eget hel lezel da vergla... ●(1923) FHAB Kerzu 463. «Pez kaer ! Gouzout a ran eman tost ar poent hag e fell d'in lakat ar peoc'h em c'houstianz.

(2) Ur pezh : beaucoup de, un grand nombre de.

(1932) FHAB Mezheven 236. O, eur pez tud a deuy du-man, rak tost d'ar vourc'h emaomp, hag eur maread anaoudegez hon eus. (1934) FHAB 337. e oa eur pez tud o sellet. 350. Eur pez marvailhou a voe ganto epad ar pred. (1948) KROB 1/13. eur pez tennou a strakas diouz kostez ar c'hoad pin.

(3) Ur pezh : un(e) grand(e).

(1876) TDE.BF 437b. eur pez bandennad saout. ●eur pez bagad saout all.

(4) Morceau.

(1499) Ca 22a. g. petite piece. b. pezic bihan. ●157b. Pezz. ga. piece de drap ou daultre chose. ●Pez. g. piece. ●Pezz ponnher a metal vne masse ou grief poix. ●Pezz ledan a houarn g. large piece de fer ou dargent / ou daultre metal. ●(1633) Nom 56a. Turundæ, fartilia, offæ : apast : vr pez quicq, quement tra á vez massiff eguis pastezyou, souben-quicq. ●Segmentum, segment : piece, partie, morceau : vr pez, felpenn, tam. ●56b. Frustum, frustulum : piece, lopin : vn pez, felpenn. ●61a-b. Casei quadra : vne piece de fourmage : vn pez fourmaig. ●178b. Voluolus, occa : bois pour esgaller la terre : vn pez coat da coumpesaff an douar.

(1659) SCger 81a. morceau, tr. «pez p. iou.» ●(c.1680) NG 17-18. Er main (…) / E cals a pehieu a draillou. ●(1790) MG 275. me zou obligét de zaibrein attàu ur piqueol péh.

(1902) PIGO I 103. eur pez mad a vara.

(5) [avec un adj.] Ar pezh a : ce qui est.

(1903) MBJJ 228. 'pez a c'houllou a oa (...) a zo bet leuniet a vasoniaj.

(6) [avec un subst.] Ar pezh a : ce que.

(1907) PERS 11. ar pez a bedennou en doa desket.

(7) Ober ur pezh da ub. : jouer un tour à qqn.

(1732) GReg 931b. Jouer un tour à quelqu'un, tr. «Van[netois] gobér ur péh d'unon benac.»

(1874) FHB 498/222b. Neuze evit ober pez d'ar paour kez coz, e roaz eur bountad d'ar vreac'h a zalc'he an tas.

(8) Kavout ur pezh : trouver drôle, amusant.

(1923) DIHU 150/373. En E. Kadig e gavé ur péh bout hanùet minour Kerlen. ●(1974) YABA 08/09.12. Dré gement-sé e kavè ur pèh rekinat doh en oll. ●(1975) YABA 18.01. En dud suroualh a gavé ur pèh é kleuet unan arlerh en aral.

(9) Kavout ur pezh =

(1936) DIHU 295/3. Konfort e za demb é huélet breman éleih muioh a dud hag e gav ur péh laret é mant a du get er brehoneg.

(10) Ur pezh : quelque chose de.

(1879) BMN 212. Eur guir vignon a zo eur pez ral var an douar.

(11) Pezh douar : pièce de terre.

(1855) MAV 48. prenet am eus eur pez douar digant va amezek. ●(1877) MSA 210. cant guech oa bet red kuitaat ar pez douar.

►sans compl.

(1787) BI 247. ur péh æd colled.

(12) Tête de.

(1925) SFKH 17. sel guéh e té get hé deu pé tri péh jiber.

(13) (Ar) pezh a gar : ce qu'il veut, son content.

(1838) CGK 4. C'hoarzin gant caon en e galon, squilla pez a gar daëlou.

(1908) PIGO II 30. e kaver pez a garer a verc'hed a bep stum, a bep giz. ●(1909) KTLR 1. leaz da eva ha bara da zribi ar pez a garie. ●16. krampoez lardet ar pez a garient. ●23. Me meuz pesket ar pez a garan. ●(1915) HBPR 213. ar mear (...) spountet oll, a lavaras sini ar pez a garjet. ●(1929) MKRN 26. Laoskomp ar eontr Kaoutin da hopal pez a gar, tr. «Laissons l'oncle Corentin hurler comme il l'entend.»

►[locution invariable]

(1927) KANNkerzevod 5/3. ma mignoned, traou' pez a gar hon eus gant an dra-ze da boueza an tol ma… ●(1952) LLMM 31/58. (Douarnenez) pezh a gar : tro-lavar digemmus, son content, votre content.

(14) Pièce, salle.

(1867) BUE 10. eunn ti koz hag e oa enn-han daou bez braz diadraou, ha diou gampr vraz a uz.

(15) Gros.

(1906) KANngalon Mezheven 134. diou bech daelen a zavaz d'he daoulagad.

(16) Autant que.

(1935) BREI 410/3c. ha ni seder ar pez a c'hallemp.

(17) Ce qu’il y a.

(1787) BI 73. er péh ç'ou trebouluss, ne zant quet ordinæremant à-berh Doué.

(18) Ar pezh ma : ce que.

(1862) JKS 227. ne d-oc'h nemet ar pez ma'z oc'h. ●(1883) SAQ I 27. hen deuz great ac'hanomp ar pez ma zomp. ●(18--) SAQ 17. goude her beza great ar pez ma zoa.

(1907) KANngalon Mae 406. ar pez ma tlie beza Iliz ar Galoun Zakr.

(19) Pion.

(c.1718) CHal.ms iv. Dame touchée Dame Ioüée, tr. «peh touchet, peh hoariet.»

(1925) FHAB Ebrel 146. ec'h en em lakent da c'hoari 'r peziou, gant tammou maen-sklent.

(20) Fût.

(1790) MG 34. èl pe groguehai en tan én ur péh audevi.

(1982) PBLS 357. (Sant-Servez-Kallag) ur pezh a c'hall bezañ deg barrikenn, daou-zeg barrikenn, ugent barrikenn e-barzh.»

(21) Pièce (de monnaie).

(17--) BMa 394. Nin effé gant eur galon real / A rest deus eur pez guech real, tr. «Nous boirions, de très bon cœur, / Le reste de la pièce de six réaux.»

(1834) SIM 194. ur pez a bêvar real.

(22) Gwellañ pezh a zo : ce qu'il y a de mieux, heureusement.

(1911) BUAZperrot 101. Gwella pez a zo, ne c'heller ket barn eun den keit ha ma vez buez ennan. ●(1923) FHAB Gouere 260. Me a ya droug ennoun evit an distera tra ; tear oun ; met gwella pez a zo ne bad ket ganen ; n'oun ket gourvennek ; ankounnac'haat a ran dioc'htu...laza a rafen eun den ha pemp munut goude e paefen eur banne d'ezan. ●(1948) KROB 7/11a. Gwella pez 'zo, kreñv eo c'hoaz ene kristen Breiz.

(23) Gwashañ pezh a zo : ce qu'il y a de pire.

(1911) BUAZperrot 132. goasa pez a oa, an traou a ioa kras, an tan eur wech krog a redas. ●135. Goasa pez a oue, e teuas da gredi ez edo hiviziken peb galloud etre e zaouarn.

(24) Gwellañ pezh a oa : (qui êtes) les meilleurs.

(1911) BUAZperrot 266. kristenien vat, gwella pez a oa.

(25) En ur pezh : ensemble.

(1862) BBR 44. War zao ez int holl, enn eur pez, tr. «Ils sont tous sur pied, tous.»

(26) En ur pezh : d'une pièce.

(1861) BSJ 244. Mæs èl ne oé quet groui erbet é sæ er Salver ha ma oé teisset rah én ur péh.

(27) Pezh kanol : pièce d'artillerie.

(c.1825-1830) AJC 3477. dousec pes canon.

(1900) MSJO 87. ar pesiou kanol a vez klevet o kroza. ●(1915) HBPR 107. seis ugent soudard ha daou bez kanol. ●(1976) LLMM 175/120. ar pezh kanol 75.

(1942) DRAN 94. Ar peziou 75 ha 155 a zo bet skrapet holl gant an argadourien.

(28) Ar pezh brasañ : la plus grande partie.

(1883) MIL 216. ar pez brassa eus al leor-ze.

(1990) TTRK 137. ar pezh brasañ eus e amzer a dremene oc'h ober bos, da lavarout eo redek an ostalerioù hag o lipat banneoù.

(29) Pezh douar : pièce de terre.

(c.1500) Cb 34b. cest mesure de terre qui contient de toutes pars cent pies. b. vn pez douar a delch cant troatet a pep tu.

(1877) BSA 278. cant guech oa bet red kuitaat ar pez douar.

(30) Ar pezh ma c'heller ! : autant que faire se peut, à l'envi.

(1938) FHAB Mezheven 150. Hor brezoneg ne vefe ket gwasket ? Met ruz a raer warnan ar pez ma c'heller !

(31) Ar pezh a sell ouzh : ce qui regarde.

(1909) BOBL 14 août 242/2d. ar vederez-endrammerez (…) espernus eo evit ar pez a zell ouz an endramm, graet ganti ivez. ●(1912) KANNjuch Ebrel 4/30. evit koseal etrezho divarben ar pes a zell ouz mad an dud er barrez.

(32) (droit) Minute.

(1942) SAV 23/64. goude m’o devoe lakaet an ozac’h hag ar wreg o sinatur war an daou bez (minute).

B. (en plt de qqn)

(1) Fall bezh : polisson, garnement.

(1907) VBFV.fb 77a. polisson, tr. «fall béh, m.»

(2 Personne.

(1838) CGK 14. O velt eur pez quen divergont.

(1961) BAHE 27/31. e Bro-Lannuon (…) lavaret e vez bepred gant an dud dre amañ : «Houmañ 'zo ur Perseval ! evit komz eus ur gwall blac'h, ur pezh diaes !

(3) Espèce de.

(1911) BUAZperrot 97. Pez digernez ma 'z out, eme ar verzerez. ●(1970) BHAF 155. Foei gand ar pez ifrontet-se.

(4) Ar pezh a : que je suis/que tu es/qu’il est, etc.

(1970) BHAF 8. ifrontet a-walh ar pez ahanon.

II. Loc. adv.

(1) A-bezhioù : en pièces.

(1792) BD 3335. diframet veet abesio, tr. «Vous serez mis en pièces.» ●3614. hac e saccagin abesio, tr. «et mets-le en pièce.»

(2) Evit pezh a sell : en ce qui concerne.

(1969) BAHE 62/48. Ne oa ket diwezhat, evit pezh a sell, etre c'hwec'h ha seizh eur, met an noz a zeu ken buan er mare-se eus dibenn ar bloaz !

(3) Pezh evit pezh : coup pour coup.

(c.1718) CHal.ms i. bien attaqué, bien defendu, tr. «ean him zihüen a hoari gäer, peh aüeit peh.» ●(c.1718) CHal.ms iii. a bon chat bon rat, tr. «peh aueit peh, fin pe fin.» ●Ie uous le reuaudray, tr. «hui hou pou peh aueit peh guenin, m'en talou dech.»

(4) En e bezh : entièrement.

(1911) SKRS ii 194. dibaot a vech e vez lavaret ar pedennou diouz ar mintin, da vihana en ho fez. ●(1942) DADO 11. Lipet ho pije ho pizied, met siouaz, lonket am eus anezi en he fez !

(5) A-bezhioù hag a-dammoù : de bric et de broc.

(1905) BOBL 21 janvier 18/1b. Gret eo a bejou hag a dammou. ●(1905) BOBL 26 août 49/2e. eur iez pe langach nevez krouet a bejou hag a dammou.

III. Loc. verb.

(1) Ar pezh a ranker : ce qu'il faut, suffisament.

(1900) MSJO 78. Al lojeis a livirit zo mad ar pes a ranker.

(2) Pezh a c'hall bezañ : autant que faire ce peut.

(1935) BREI 436/1c. dre ma'z eo skler pez a c'hall beza.

IV.

(1) Kavout ur pezh : être fier, avoir de l’orgueil.

(1935) DIHU 293/255 (G) L. Herrioù. Ur péh e gavè er merhed a pe ouiè er baotred ou goulen a fèson ha liés é konzent arlerh a amiaplted ou danserion. ●(1936) DIHU 295/3 (G) L. Herrioù. Konfort e za demb é huélet breman éleih muioh a dud hag e gav ur péh laret é mant a du get er brehoneg.

(2) Kavout ur pezh : trouver drôle.

(1940) DIHU 354/185 (G) L. Herrioù. Hag ofiserion ha soudarded en des kavet ur péh stléjal getè d'en hoari merc'hed iouank ag er vro. ●(1974) YABA 31.08 (Gi) J. Jaffre. Tud er pardon e gavè ur pèh ou lakat de haodisal. ●(1974) YABA 08.12 (Gi) J. Jaffre. Dré gement-sé e kavè ur pèh rekinat doh en oll; eh ober ginaj de ne vern più a zivout ne vern petra. ●(1975) YABA 18.01 (Gi) J. Jaffre. En dud suroualh a gavè ur pèh é kleuet unan arlerh en arall.

(3) Rentiñ ar moneiz eus e bezh da ub. : voir moneiz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...