Devri

pignat / pignal / pigniñ

pignat / pignal / pigniñ

v.

I. V. intr.

A. (en plt de qqn)

(1) Monter.

(1499) Ca 158b. Pignat. g. monter. ●(1530) Pm 285. Goude hon respet en bet man / dre lyngn maz pynhomp entromp glan / Guytebunan dan letany, tr. «Après notre terme dans ce monde, / Afin que, par lignées, nous montions entre nous purement, / Tous sans exception, vers la joie céleste.» ●(1633) Nom 147a. Cochlea, cochlis, scalæ, cochlides : viz à monter : vr viçc pe derez da pingnat.

(1659) SCger 81a. monter, tr. «pignat.» ●(c.1680) NG 1890-1891. ol e ré heureux / E pignal en Enf guet Jesus. ●(1732) GReg 636b. Monter, tr. «Pignat. pr. pignet. Van[netois] Pigneiñ. pignal.» ●(17--) EN 125. pigned duse escroech.

(1874) POG 18. Pignit a spered beteg ann env.

(1902) TMJG 349. da bignel ebars. ●(1907) AVKA 161. ar re a gav aezetoc'h mont war draon evid pignal ouz krec'h. ●(1916) LIKA 27. (Groe) ardro en dilost miz é pignimb.

(2) Pignat war : monter sur (l'échafaud, le trône, une monture, etc.), monter à bord d’un bateau.

(1732) GReg 636b. Monter à cheval, aller à cheval, tr. «Pignat var varc'h.»

(1864) SMM 119. abars pignat var ar chafot. ●(1866) HSH 265. evit pignat var an trôn. ●(1870) KTB.ms 15 p 130. pignad a ra war he dremedar pehini a ree seiz lew dre heur. ●(1877) BSA 64. pignat var gein eun azen o devoa. ●(1880) SAB 163. e tigoezas dirag ur grec'henn, e pignas varnezi. ●236. ac e pignas var barr ar menez. ●(1894) BUZmornik 13. Goudeze e pignaz var gern ar menez-ma.

(1911) BUAZperrot 689. o welet Manasès I o pignal war gador-eskob Reims. ●(1925) FHAB Mae 165. ar Vourboned o pignat adarre war an tron. ●(1926) FHAB Mae 182. Fragan neuze a bignas gant Gwennole war ar vag. ●(1957) AMAH 244. degouezhout a rae dezhi reiñ dorn dezho ha zoken pignal war ar chafod.

(3) Pignat e : monter à l'intérieur de, dans.

(1868) FHB 188/253b. Eun tour (...) ma pignet en-han var bouez diri koant a zave a dro. ●(1878) EKG II 119. pignat en tour. ●(1893) IAI 22. pignat enn ear dre he nerz he-unan.

(1903) MBJJ 234. pignal en iliz-kroec'h. ●(1904) ARPA 232. hag e pignas en eur vezen scao grac'h evit he velet. ●(1911) BUAZperrot 519. pignat en eul lestr da vont d'an harlu.

(4) Pignat da : monter à.

(1878) EKG II 125. pignat d'an neac'h.

(1905) KANngalon Mae 397. pignat d'ar skeul evit mont d'ar groug. ●(1923) KNOL 40. Hag hen lakaat ar plac'h yaouank war e gein, hag a arzou deuz ar gorden, pignad d'ar gorre. (1925) FHAB Ebrel 144. pignat d'ar pevare estach.

(5) =

(1790) Ismar 447. mar santét hou calon é pignein de chom hemb diméein. ●449. Mar santét hou calon é pignein de ziméein.

(6) Pignat er c'hargoù : monter en grade, etc.

(18--) SAQ II 296. an tu da bignat er c'hargou.

(7) Pignat ouzh ar groug : monter à la potence.

(17--) EN 299. ar vicher a disfed ou pignal ous ar grouc, tr. «le métier que vous apprendrez sera de monter à la potence.»

(8) Pignat war vourzh : monter à bord (d’un navire).

(1963) LLMM 99/266. Adal ma pignas war vourzh, e furchas Vasili e pep lec’h, dindan an tinelloù war benn a-raok ha war benn a-dreñv al lestr.

B. (en plt d'un chemin) Monter, grimper.

(1908) PIGO II 134. eun hent hag a bigne war grec'h.

II. V. tr.

A. V. tr. d.

(1) Monter (une côte, un escalier, etc.).

(1530) Pm 18. Raeson e pingnech (variante : pignech) an menez, tr. «C'est raison que vous gravissiez la montagne.»

(1894) BUZmornik 301. o pignat pe o tiskenn ann deleziou enn he zi.

(1909) MMEK 169. pignat eun delez ledan, en doa diou bazen ha tregont. ●(1909) KTLR 63. Pignad a rajont torgennou divoued. ●(1909) MMEK 169. pignat eun delez ledan, en doa diou bazen ha tregont. ●(1924) BILZbubr 41/949. o pignal gra sounn Plounerin.

(2) Monter (qqc.).

(1926) FHAB Du 415. Pa voe kempennet an tamm-koad, ar micheour a bignas anean war eur vatimant.

(3) Suspendre.

(1896) HISger 4. Pignein, tr. «suspendre.»

(4) = (?).

(17--) TE 147. ha quemènt-ce e zésq demb é teliamb monèt de Zoué en ur vouguein en inclinationeu péré hun pign trema en doar.

B. V. tr. i. Pignat ouzh.

(1) Grimper (un chemin, etc.).

(1906) KANngalon Kerzu 274. edon o pignat ouz an hent diribign.

(2) Grimper (dans un arbre).

(1943) FATI 23-24. e pigno ouz ar gwez dero da gutuilh d'ezo o zri eur prejad mez.

III. Pignat war e varc'h bras : voir marc'h.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...