Devri

pleustriñ / pleustrañ

pleustriñ / pleustrañ

v.

I. V. tr. d.

(1) par ext. Méditer (des paroles, etc.).

●(1866) FHB 55/10b. Greomp hor gallout evit pleustri hag entent mad ar c'henteliou-ze.

●(1925) BUAZmadeg 43. Ar veleien (...) o doa klevet he gomzou ha pleustret anezo. ●344. e choumas eur pennad brao da bleustri he lavarou. ●(1928) BFSA 90. Pa voe aet ar breur Ael en-dro, e pleustras al laeron e gomzou. ●98. E-pad ma pleustre ar plac'h yaouank ar sonjou-se d'he zriouec'h vloaz.

►absol.

●(1772) KI 261-262. dastumet eo er prison / en nebeut da Bleustri, tr. «il fut ramassé en prison / pour réfléchir un peu.»

●(1864) SMM 18. evit gouzout eun dra bennag eo red studia ha pleustri.

(2) Fréquenter, hanter (un endroit, qqn).

●(1866) FHB 75/183b. Ann dud a gav digarez da bleustra an ti bihan-man. ●(1899) HZB 13. bugale Set a bleustras bugale Kaïn.

●(1903) MBJJ 71. eun autro-all hag a zeblant bean eur mignon d'ê ha pleustri anê kazi dalc'h-mad. ●77. penauz pleustran an Arabed. ●181. pa bleustront tud dife. ●(1910) MBJL 63. hep dale e pleustras Bretoned-all. ●(1912) BUAZpermoal 249. Ar c'horn douar-ze a oa pleustret gant eur bagad paganed. ●(1926) FHAB Gwengolo 327. pôtred hag a zo boaz da bleustri leurennou c'hoari.

►spécial. Fréquenter en mariage.

●(1732) GReg 787b. Rechercher une fille en mariage, la voir sur le pié de mariage, tr. «en S. Brieuc, & h[aut] Treg[or] pleustrân & pleustri ur verc'h.»

●(1896) GMB 500. pet[it] tréc[orois] pleustañ fréquenter.

(3) Dresser (un animal) au travail.

●(1732) GReg 307b. Dresser des taureaux au travail, tr. «Pleustra. pleustri. Treg[or] Pleustriñ. ppr. pleustret.» ●556b. Dresser des taureaux au labourage, tr. «Pleustra tirvy. pleustri cozleou.»

●(1896) GMB 499. pleustri, en Trég[uier] –iñ dresser (des taureaux au travail, au labourage).

(4) Accoutumer.

●(1659) SCger 165a. plustra, tr. «accoutumer.»

II. V. tr. i.

(1) Pleustrañ war udb. : travailler sur qqc.

●(1890) MOA 119b. Les élèves s'appliquent (s'exercent) pour Noël, tr. «ar vugale skol a zo o pleustri (var ar c'han) da benn Nedelek.» ●(1893) IAI 65-126. ar veleyen a gendalc'has da bleustra var al levriou.

●(1900) MSJO 228. pleustrit eb damant var al labour dies-se. ●(1925) FHAB Eost 312. Arabat d'eomp kredi n'ez eus nemedomp o pleustri war yez koz ar Gelted.

►absol.

●(1929) KANNgwital 321/317. Petra zo talvoudusoc'h d'eun den yaouank eget gouzout kass en dro al labour a zo da ober en eun tiegez ? Evit kement-se eo red dezhan peurliessa poania kals hag hirr amzer, chassa mat var e spered, pleustri dalc'h mat ha goulen aliez soken kuzul digant an dud en oad.

(2) Pleustriñ war, diwar-benn : méditer sur, réfléchir à.

●(1847) BDJ 123. Pleûstra kalz war he vertuziou, tr. (GMB 500) «bien méditer sur.» ●(1860) BAL 15. Red eo eta lacaat ar speret da gompren, da bleustri var affer ar bed all. ●(1876) TDE.BF 438a. Goude beza bet evel-se eur pennad brao o pleustri diwar-benn ar zaout lard hag ar zaout treut. ●(1890) MOA 119b. Les mots pleustri var, prennent ecore le sens de méditer. ●Ann dud ne bleustront ket var ar pez a dlefent da ober, tr. «on ne fait pas les réflections qu'on devrait.» ●Ne bleustront ket var ho goasa pec'hejou, tr. «ils n'examinent pas leurs plus grands péchés.»

●(1911) BUAZperrot 40. pleustri var berfeksionou an Aotrou Doue.

(3) Pleustriñ war ur vicher : exercer, pratiquer un métier.

●(1893) IAI 65-66. e kouenchou sant Beneat, oa merket d'ar venac'h pleustra var eur vicher benag a gorf pe a spered, epad eiz-eur orolach bemdez.

(4) Pleustriñ gant : s'occuper de.

●(1928) BFSA 106. Ma pleustre (prendre soin) gant an eneou, n'ankounac'hae ket ar c'horfou kennebeut. ●(1935) KANNgwital 387/38. da anaout ha da bleustri muioc'h gant traou ar relijion.

(5) Pleustrañ da : s'étudier à, s'appliquer à.

●(1880) SAB 241. Pleustromp eta da gompren un dra bennac eno.

III. V. intr.

(1) Se plaire en un lieu.

●(1869) TDE.FB 12a. Je ne puis m'accoutumer ici, tr. «n'ounn ket evit pleustra ama.» ●(1876) TDE.BF 521a-b. Pleustra, tr. «s'habituer en en un lieu, s'y plaire.» ●Pleustra a rit-hi aze ? tr. «Vous plaisez-vous en ce lieu-là ?»

(2) = (?) Méditer (?).

●(1953) BLBR 57/5. pedi ha pleustri a ra hag en aon ne zigorje brezel etrezo, e lavar d'ar C'hont Gwerok : (...).

IV. V. pron. En em bleustriñ.

A. V. pron. réci.

(1) S'arranger avec qqn.

●(1896) GMB 500. pet[it] tréc[orois] 'n im bleustañ s'arranger avec (qqn.).

●(1910) MBJL 6. En em bleustri eta a rê ar gristenien hag ar Vretoned.

(2) Se fréquenter.

●(1906-1907) EVENnot 24. (Ar Veuzid) Kindirvi gompoz ec'h omp ha kouskoude nan imp bleustromp ket, tr. «voyons, fréquentons.»

B. V. pron. réfl. = (?) Méditer (?).

●(1868) FHB 161/34a. N'ema ket, emezhan, en hor sonch dianzao ez eo talvoudek lenn : eun dra galloudeg eo evit en em bleustri, deski, ha creski er mad.

V. [empl. devant un v. amené par la prép. «da»] S'efforcer, faire de son mieux.

●(1869) FHB 210/1a. pleustri (...) da zont bemdez gouiziecoc'h en ho micher. ●(1893) IAI 110. neuze eo e pleustras adarre da denna ar sklavourien euz ho stad truezus. ●123. pleustra da lakâd peb ini enn he eaz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...