Devri

Plouared

Plouared

n. de l. Plouaret.

I. Plouared.

(c.1792) RET 389. Na laist qet an aristocratet / Da vestre én parous Plouaret. ●(1793) RET 384. 'Neuz récévet pouroujo / Nemet Plouber ha Plouaret, / Biscoas sort no deus gouvèt.

(1847) FVR VII. kuzet enn eunn nebeut tier e Plouaret hag e Plouberr. ●(18--) PENgwerin9 155. caeran deur groas viniguet, croas arhant bourg plouaret (...) e heomp emes a bloaret man ma zroat en Lanvellec. ●(18--) OLLI []. Guerz ar Seiz Sant, en parous Plouaret. ●(18--) MILg 189. e plouber hag e tonkedek / nag e barrez vraz a blouaret. ●(1865) FHB 7/55b. dioc’h Plouaret. ●(1867) GBI I 446. Kaera tri zenzaour 'zo er bed, / A zo ho zri en Plouaret. ●(c.1868) GBI II 332. Da bewar faotr iaouank eo grêt, / 'Zo êt da Vaël, a Blouaret. ●(1869) FHB 234/196b. Lanhuoniz, re Blouaret ha Montroulez, Leonardet a lez ar mor braz. ●(1877) EKG I 50. Ar beleg intru a ioa e Plouaret, a ioa he hano Loull ar Bouc'h. ●(1877) EKG i 120. Ker buan seiz tenn fuzil a oue klevet o tregerni dre vourk Plouaret.

(1909) TOJA 29. 'm eus ken a zonj eus e hano; me gav d'in 'oa eus koste Gwengamp pe Blouaret. ●(1912) BUAZpermoal 836. chapeliou eleiz dre ar vro : en Bear, Beurlidi, Logivi, Plistin, Plouaret, Plougonver, Plouneve-Moedek, Peurit, Prat, Kemper, Senven, Trabriant, Tregrom, Tregidel, Trezelan, Plouganou. ●(c.1920) (2000) TPBR 180. Ar chanson-mañ zo bet kanet deiz ar pardon Plouaret, / Gant Hypolite ar Roue ha Paul ar C'hozanet. ●(1924) ARVG C’hwevrer 30. marvet person e Plouaret. ●(1930) ANTO 27. evel war al linenn vras, etre Lann-ar-Manac'h ha Plouared. ●(1970) BHAF 294. hi da gemer dioustu an tren evid Plouared. ●(1989) TDBP IV 35. Un devezh dornañ a oa da vezañ e Plouared.

(2002) TEBOT 106b. Treduder ha Plouzelambr / Plouared, Kouerc'had / Tregrom, Benac'h, Louargad / Bear ha Pluzuned.

II.

(1) Dicton. cf. DDPB 368/2362.

(1912) MELU 274. Milin Gerlafrek, / Pa ve dour ne ve ket a ed; / Pa ve an eil sort hag egile / E ve ordinal war e goste.

(2) Dicton.

(1949) (2004) TROMK 219b. Lâr din 'ta, kamarad, te hag a zo ur paotr a veg, / Pet min (maen) zo oc'h ober tour iliz Plouared ? / - Daou-ugent mil zo anê, daou-ugent mil ha dek, / Hag an hini bravañ zo lakaet war ar beg ! / War c'horre 'r groaz a zo ur c'hog en kouewr (kouevr) / Hag a ganfe dit ma lakfes de fri 'n e reor ! An Droumaget, 18-02-49.

(3) Dicton.

(2005) HYZH 244/38-39. Kaerañ tri zeñzor 'zo er bed / 'Zo o-zri en Plouared : / Emañ al lamp aour, / Ar werenn vras, / Hag ar groaz aour / A zo kaeroc'h c'hoazh. (Ploubêr).

(4) Dicton.

(2005) HYZH 244/40. En Tregrom 'mañ an diaoul o chom, / Er C'houerc'had 'mañ o kac'hat (pe 'neus gloazet e droad), / En Plouared 'mañ war an oaled, / En Bulien eo kouezhet er vouilhenn, / En Plourec'h 'neus torret e vrec'h, / En Plouilio 'mañ 'c'hoari 'r c'hilhoù, / En Ploubêr eo bet tomm d'e lêr (pe d'e rêr), / En Tonkedeg eo kroget da redek, / En Plûned 'mañ o vutunet, / En Bear 'neus torret e c'har, / En Gwengamp eo manet kamm. / Hag en Burtuled eo marv gant an anoued.

III. [Toponymie locale]

(c.1792) RET 389. Camik huon a lavaré / Da Bipi ar C'halvez eun dé a woé / Dar C'halvez Comanant-Serwel, / Ma sicouret éhan da verwel.

(1847) FVR 196. euz a Grec'h-Mouded, e Plouaret. ●(1867) GBI I 446. 'Ve mad da Iannik ar C'hozan, / 'Zo bet mewell er Prat-Ledan ! // Hanter-kant nozwes ez on bet / En santes Barba o kousket.

(1924) ARVG Kerzu 274. evel marc’heien ar Pont-Gwenn ha Kaerez (Keranrais). (...) an ôtrou a Goatmohan, eus Gwernachane, doktor er Sorbonne. (...) er c’horn-douar en em gav etre stêr Milin Gerwegan hag al Leger. ●(1933) BREIZ 328/4c. an itron Ropars eus Guergarellou, en em gavas diaes.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...