Devri

Ploubêr

Ploubêr

n. de l. Ploubezre.

(1554) Enskr 2.tut mat ho pater leueret / o tremen ploeberz an berzet.

(17--) CSogmael 42d. En Peurit hag en Roc'h Derien / E Plouber ive en Bulien. ●(1793) RET 384. 'Neuz récévet pouroujo / Nemet Plouber ha Plouaret.

(1827-1829) VSA 1267. a da neur goude creis de eharevas en plouber. ●(1844) GBI II 110. Ma eo daou vagabon, oa etre-z-he affer, / A-boe ul leur-newe, bars en pardon Ploubezr. ●(1847) FVR VII. kuzet enn eunn nebeut tier e Plouaret hag e Plouberr. ●(1848) GBI I 96. O welet Cavan ha Ploubezr, / Asambles o tiskenn en ker. ●(1849) GBI II 328. Nemet mab ar Bris a Bloubezr, / Hennes 'garfenn 've em c'hever. ●(18--) OLLI 237. Cantic santez Thecla Pehini e deus eur Chapel en douar Lannuon, en parous Plouber. ●(18--) MILg 89. e Plouber pe e Tonkedek. ●(1851) PENgwerin5 168. En goeret Plomber neb a vije. ●(1851) PENgwerin6 31. Person Plouberr sur a woelle.

(1913) ARVG C’hwevrer 85. Pa deuer da Lannuon diwar-zu Plouber pe Plouillio. ●(1925) FHAB Du 434. da dapout stêr al Leger, izeloc’h eget Ploubêr ; ac’hano e heuilhjomp ar Gendi betek Pedernek. ●(1989) TDBP IV 146. War ar memes tro e vijen aet da Blouber.

(2002) TEBOT 106b. Kerozern ha Ploumilio / Ploubêr ha Kaouenneg / Bûlien ha Lanvezeag / 'Vel Berc'hed ha Tonkedeg.

►Ploubêr-Lannuon.

(1847) FVR 76. Pere ’vije kavet e Plouberr-Lannuon.

II.

(1) Dicton.

(1951) ECLA 298/2. Plouberiz sot a ra lein eus yod. ●(1974) TDBP III 368. Les gens de Servel disent : Plouberiz sod / A ra lein euz yod. Ceux de Ploubezre répliquent : Serveliz brein / A ra mern euz lein. ●(1994) BOUE 240. Plouberis sod / A ra lein eus youd / Servelis brein / A ra merenn eus lein (...) (J. Gros).

(2004) TROMK 219b. Plouberiz 'zo sot, / A ra lein eus yod. Jules Gros. ●(2005) HYZH 244/39. Ploubêriz sot (a ra lein eus yod). ●(2016) TELGR (21.07.2016) [52a] (Daniel Giraudon). Plouberiz sot / A ra lein deus yod. (...) La réplique est fulgurante : Serweliz brein / A ra merenn deus lein.

(2) Dicton.

(2005) HYZH 244/40. En Tregrom 'mañ an diaoul o chom, / Er C'houerc'had 'mañ o kac'hat (pe 'neus gloazet e droad), / En Plouared 'mañ war an oaled, / En Bulien eo kouezhet er vouilhenn, / En Plourec'h 'neus torret e vrec'h, / En Plouilio 'mañ 'c'hoari 'r c'hilhoù, / En Ploubêr eo bet tomm d'e lêr (pe d'e rêr), / En Tonkedeg eo kroget da redek, / En Plûned 'mañ o vutunet, / En Bear 'neus torret e c'har, / En Gwengamp eo manet kamm. / Hag en Burtuled eo marv gant an anoued. ●note de l’auteur : « E kostezioù Lannuon, ha dreist-holl a-gornaoueg d'al Leger, e c'haller klevet ar ger revr distaget /revr/, dres evel ma vez skrivet eta ».

(3) Dicton.

(2000) TPBR 292. Buoc'hig Doue, lavar din, / E peseurt bro e timezin, Pe en Plistin pe en Plouber, / En Tregrom pe en Landreger ?

(4) Dicton.

(1974) BAHE 82/12a. Ploubêr-Tonkedeg : / Kloc'h Kerfoñs : Gisti ha laeron ar Gêrveur. / Kloc'h ar Gêrveur : Evel ec'h omp, ec'h omp. ●(1982) (1993) TKRH 95. Kerfaouez [e Ploubêr] gant he c'hloc'h skañv o vrallañ a lâre evel-henn : Gisti laeron ar Gerveur ! Gisti laeron ar Gerveur ! / Ar Gêrveur gant he c'hloc'h pounner a responte : 'Vel ma omp ac'h omp ! 'Vel ma omp ac'h omp!

(2004) TROMK 219b. En Kerfoñs (kleier ar chapel) : 'Vel ec'h omp ec'h omp. ●(2005) HYZH 244/39. Kloc'h Kerfoñs [e Ploubêr] "Gisti ha laeron ar Gêrveur" / Kloc'h ar Gêrveur [e Tonkedeg] "Evel ec'h omp, ec'h omp" (Barr-Heol 82/12).

III. [Toponymie locale]

(1925) ARVG Du 259. Diarbennet e voe ha, ret d’ean souzan, e tec’has warzu ar c’hreizte, dre ar Buzulzo, betek al lec’h hanvet abaoue ar Pemp-Kroaz. ●(1970) BHAF 11. hag e kastell Koadfreg, e Ploubêr.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...