Devri

Plouganoù

Plouganoù

n. de l. Plougasnou.

I. Plouganoù.

(18--) PENgwerin8 74. an traouvilin a Plougasnou.(1847) FVR 70. me gred e parrez Plouganou. ●(1849) GBI I 350. Marivonnik eo hi hano, / Ginidik e a Blougasnou. ●(1849) GBI II 330. Da vourk Plougaznou e redis. ●(1850) PENgwerin4 21. O no deus ket kortozet echui ar gousperou / Ma ind bed ed da verenn d’ar bourg a Blougasnou. ●(18--) MILg 90. Hag hen o vonet da iliz Plougano / Pa erruaz noa den war dro. ●(1865) FHB 31/248a. An aotrou Rous, vikel e Plougasnou. ●(1867) BUE 32. Jofroi ann Enez, a Blougano. ●(1878) EKG II 235. ha gant-han paotred Plougasnou. ●(1889) CDB 184. er gêr a Blouganou, tr. «dans la ville de Plougasnou.» ●(1890) MOA 24a. Plouganou. ●(1894) BUEr 35. Javre an Enez deuz Plouganou.

(1909) NOAR 168. evel ma ra paotred Plougasnou pa vezont o c’hoari terri koz podou da zul ar C’hasimodo. ●(1912) BUAZpermoal 836. chapeliou eleiz dre ar vro : en Bear, Beurlidi, Logivi, Plistin, Plouaret, Plougonver, Plouneve-Moedek, Peurit, Prat, Kemper, Senven, Trabriant, Tregrom, Tregidel, Trezelan, Plouganou. ●(1927) GERI.Ern 474. Plouganou. ●(1959) MOJE II 25. Hag eun taol-avel a zigouezas d'he foulza dirag treuzou porz he zad, e Plouganou.

►Gwikanoù.

(1930) TLK III III. An aotrou Fave, person Gwikasnou. ●IV. Eus a Vodilis e oa kaset da Wikasnou.

II.

(1) Devise de maison noble.

(1799) CAm 8. Quenta tud avoa erbet / Avoa Guikaznou a Kerret.

(1878) SVE 932. Kenta tud a oa ér bed / A oa Guikaznou ha Kerret. ●notenn Sauvé : « Cette devise, que l'on cite souvent, se lisait, au dire de Cambry (Voyage dans le Finistère, édit. de 1836, p. 8), sur un banc de l'église de Saint-Mathieu, à Morlaix, en 1778 »

(1931) FHAB Meurz/106. Kosa tudchentil a oa e Breiz, a lavared gwechall, oa aotroned Kerret hag e iliz Sant Vaze Montroulez, war ar skaon savet war bez Herve Kerret, aotrou an Traon, eil kabiten kêr, er bloavez 1503, hag A. Gwicaznou, e bried, e lenned : An dud kenta a oa er bed / A oa Gwicaznou ha Kerret.

(2003) TRMOR 58. An dud kentañ a oa er bed / A oa Gwikanou ha Kêred.

(2) Dictons.

(1799) CAm 109. On dit avec orgueil à Plougasnou : Me zo deuz an Armoriq; je suis de l'Armorique. Pour indiquer un homme courageux et fort, ils disent en proverbe : Pot callet deus an Armoriq; c'est un homme dur de l'Armorique.

(3) Rimaille.

(1957) SKOL 5/11/59. Bim baoñ, kloc'hig Plourin, / Torret eo kleier Sant-Varzhin ! / Aet eo an Ankou / Da Blouganou / Pevar flanken en e c'henou.

III. [Toponymie locale]

(1877) EKG I 17. Setu aman, va mab, ar pez am euz da ginnig d'ehoc'h : Gouzout a rit eman an Aoutrou de la Marche kuzet e maner ar Gernevez. (..) Job Postik a Roslan, e Plougasnou, mab hor merour. ●18. ha Job Postik a ioa er Gernevez. ●155. Tenna en doa great var eur zoudard hag a rede varlerc'h Eli Bertevas, euz a vaner Pont-Plenkoet. ●(1878) EKG II 235. E penn ar genta edo an Aoutrou de Kerian, euz a vaner ar Mesgouez, ha gant-han paotred Plougasnou. ●321. Martoloded Perroz ha martoloded Terenez a ioa bet e meur a vro. ●322. Eur zulvez vintin, araok an ofern e chapel Kerbabu, edo an oll o c'hoarzin goap da Nonnik an Deun. ●322-323. E traon bourk Plougasnou eman an aot. Enn aot-se ez euz eur roc'h hanvet Roc'h-Ledan. Pa vez izel ar mor, ez eer enn-hi var droad; mez pa zao ar mor, e vez buan kelc'het gant-han. ●323. hag e teuaz d'ezhan da vont da ober eur c'housk var ar Roc'h-Ledan. (...) en em lakaat a reaz da grial ha da iouc'hal ken a dregerne an aot gant-han, betek Rufellik ha Tregastel zoken. (...) Roc'h-Ledan a zo e kichenn an douar, hag enn aot-se e vez tud atao. Den a-vad ne oue spountet, rak gouzout a reat oa amzer da vont d'ar Porz-Louarn da lavaret da eur vag dont d'her c'herc'hat. (...) Dont a reaz da Draon-Ispi, hag ac'hano, divar eun dorgenn, e roaz an absolven d'ar C'herne. ●328. betek an Ti-Nevez. (...) Ha ma viche-ta en em gavet var-n-han krennardet Terenez, Samson ha Perroz ! ●(18--) (1985) GIRA 53. An neb a neus savet / Ar pennadig chanson / Deuz Tregastel n'e ket / Ha n'e ket deus Samson.

(1973) TONA.XIX 651/11557. Le Pigeonnier, Ar Goulmeg Vras, Le Grand Colombier, Ce nom, utilisé par les pêcheurs, désigne aussi tout le plateau, Karreg Mari-Morgan, Ce nom est utilisé par les terriens; la roche, vue de loin, est toute blanche de conchiures d'oiseaux : Marie-Morgane y met son linge à sécher! – Pr. : Morgèn. ●(1977) (1997) PLVB 80. Madagaskar vihan a oa un tamm ti bihan a genwerzh war an hent a ya deus Plouganoù da Blouezoc'h. ●(1978) (1997) PLVB 61. Gwerzhidigezh d'ar Sadorn 19 a viz Eost e Penn an Ale Plouganoù. ●75. En-dro d'ar Mesgwez, goude ar brezel pevarzek, piv n'en defe ket klevet anv deus Monsieur Leroux? 79 bro galm ar Mesgwez pe jistr gleskered eus Feunteun ar Godeg ? ●(1979) (1997) PLVB 36. ec'h aemp d'an Aod Vihan pe d'ar C'hoellig d'ober hon zouristed. (...) Ouzhpenn un dousenn e tleemp bezañ etre an tri zi : Madagaskar, Wern Vihan ha du-mañ. Setu leizh an hentoù glas hag ar c'harrhentoù ganimp dre Gervorgad, Kergroaz ha Kernu. ●38. an Aod Vihan hag a-zehou Beg Barnenez ha Terenez. (...) Dre ur c'harrhent, e-mesk al lanneier treut met garv, e tiskennemp 'trezek Keriou. ●113. E dad, torrer-mein war bord an heñchoù, a oa anvet Lom Rumaen abalamour moarvat ur c'hentad bennak dezhañ a oa bet o chom e Rumaen. ●(1989) (1997) PLVB 83. Sant-Jord Vihan, e parrez Plouganoù. (...) Tintin Soaz hag eñ a zilojont 'trezek Penn al Lann, Kerbabu, ur feurm vihan e kreisteiz ar barrez. ●87. Pa o deus prenet ar Vern e 1918. (...) Hon tad a zo marvet e 1958 e Prad Foenn hag hon mamm e 1960 e Breizh Bihan, bepred e Plouganoù.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...