Devri

poanius

poanius

adj.

(1) Pénible.

(1575) M 3197. Na caffaou poanius dre nep vsaig, tr. «Ni chagrin, peiné d'aucune manière.» ●(1612) Cnf 31a. traezou arall poanyus bras. ●(1621) Mc 51. han maru poanyus à nezaff.

(1659) SCger 90b. penible, tr. «poanius.» ●165a. poanius, tr. «difficile.» ●(1732) GReg 710a. Penible, tr. «Poanuys. Van[netois] poënyus.» ●Un ouvrage pénible, tr. «Ul labour poanyus

(1835) PHG 16. disquin d'imp hatsevel dre eur binijen boanius. ●(1839) BSI 25. e vicher poanius a bünçzer. ●(1847) MDM 51. Mar deo ho labourou pognusoc'h. ●(1854) MMM 302. ar vicher boanius. ●(1878) EKG II 171. Poaniuz eo da eur vamm lezer var he lerc'h he bugale. ●178. ar pep poaniusa a glaske atao da ober.

(1903) MBJJ 40. Micher boaniuz mar zo. ●(1912) MMPM 97. eur beach hir ha poagnuz. ●(1918) LZBt Mae 27. En gwirione, kalz ezetoc'h eo bewan en kristen eget en pagan ha domeni Satan a zo poaniusoc'h da zougen eget hini hon Zalver.

(2) Douloureux.

(1866) SEV 256. Deut ho kwarez d'ann eneou ! / Poaniuz ho stad, pounner ho beac'h, / Na list anezho enn tan bac'h. ●(1889) ISV 154. eur c'hlenvet a beultrin ha pistigou poanius meurbet.

(1935) BREI 439/3a. gant eur c'hlenved poanius meurbet.

(3) Ennuyeux.

(1866) LZBt Gouere 172. digouean a eure gant-han fazio pe meskouncho poaniuz.

(1903) MBJJ 28. 'pez a hallfe digoueout ganimp a boaniuz epad hon beaj.

(4) Qui cause de la peine.

(1907) PERS 288. An tad maleüruz ne roaz van evit klevet ar c'homzou poaniuz-se.

(5) En peine.

(1908) FHAB Du 332. D'ar paour kaez anaon poanius, reit diskwiz ha repoz.

(6) Difficile.

(1957) BRUD 2/47. hag ar Pichon ne skuize ket o konta d’e genseurt penôz, heb aon da goll e vuhez, e-nevoe bet an treh war ar gouez fero, goude eur pegad poaniuz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...