m. –où, –ioù
I.
(1) Marmite.
●(1633) Nom 162a-b. Lebes : chaudron ou marmite : chaodouron, marmittoun, pot ouarn bras.
●(1732) GReg 39a. Anse de marmite, tr. «croumelleñ ur pod hoüarn.» ●604b. Marmite, tr. «pod-hoüarn. p. podou hoüarn.»
●(1878) EKG II 137. Eur pod houarn braz (…) a ioa var an aoled.
●(1955) STBJ 74. pothouarnou bras.
(2) (argot militaire de 1914) Marmite, obus.
●(1919) BUBR 4/105. Bep pemp munut e kouez evel-se eun tanfoeltr pout-houarn war ar vatri a zo aze en tu all d'ar voger. ●(1919) BUBR 5/124. mar tro e penn ar Voched skei o fouthouarniou war ar c'horn-man. ●(1970) BHAF 290. Eur pez obuz, eur «pod-houarn», a oa kouezet warnañ war vete nebeud.
(3) (insulte) =
●(1974) GAME 34. Me gred, trapet oh lopez ar wech-mañ, poutouarn koz.
II.
(1) Na lakaat brasoc'h pod-houarn war an tan : ne pas se tracasser, ne pas faire de chichi.
●(1961) BAHE 27/11 (T). Brudet kaer e oa an Tad Pab e-unan evel brezhoneger ha prezeger; dre-se ne lakas ket brasoc'h potouarn war an tan, ha dav dezhi e yezh Breizh-Izel. ●(1976) BAHE 91/28a (T) Per an Ermit. Met n’he doa ket lakaet brasoc’h potouarn war an tan evit-se.
(2) Du evel ur pod-houarn, evel pod-houarn Mari-Job : très noir. Cf. evel revr ar billig, evel huzil ar siminal, evel ar pec'hed, evel mouar, evel pluñv ar vran.
●(1869) FHB 239/238a (L) Goulc'hen Morvan. Eun ours euz ar re vrasa, du evel eur pot houarn.
●(1970) BHAF 117 (T) E. ar Barzhig. Soñjit 'ta, tudou, ma-unan er hardenn gollet-se, du evel pod-houarn Maï-Job.
(3) Koll e bod-houarn bihan : perdre son sang froid.
●(1978) PBPP 2.2/409 (T-Plougouskant). Pare din bezañ kollet ma fod-houarn bihan, tr. J. le Du «j'ai failli perdre mon sang froid /lit. perdre ma petite marmite/»
(4) Digreienañ e bod-houarn : se confesser.
●(1901) FHAB Genver 204. pell zo n’emeus ket digrêyened va fod houarn.
(5) Terriñ podoù : engrosser une femme.
●(1792) BD 4214-4215 (T). men so vn den yaouanc o valle dre ar vro / avoar lies evit euit terin podo, tr. Gw. ar Menn «Je suis un jeune gars, parcourant le pays, / qui connaît beaucoup de manières pour casser les pots (pour séduire/engrosser les filles).»
(6) Bezañ bouzar evel ur pod-houarn : être très sourd.
●(1984) HBPD 56 (G) G.-L. Guilloux. Hanaùet e oé get en ol drest-ol eit bout bouar èl ur pod-houarn.
(7) Ar billig o seniñ d'ar pod-houarn : voir pillig.
(8) Ar gaoter o sarmon d'ar pod-houarn : voir kaoter.