n. de l. Pont-l’Abbé.
I. Pont-’n-Abad.
●(1732) GReg 738b. Ponnabad. Qastell Ponnabad a so ancyan meurbed.
●(1847) FVR 201. Pont'nn Abat, [a deuaz] Pont-Marat. ●(1860) BAL 155. e Montroulez, e Eussa, Molenez, Enez-Vaz, e Sant Vaze Pennarbed, a var dro; e Landerne, er Faou, e Kemper, Concarne, Pont-Abbat, Gouaien, Enez-Sizun, Douarnenez; etc. ●(1865) FHB 2/16a. D’al lun 6 meurs, Pont-n’Abat, da 11 heur. ●4/27b. dre an hini a reaz e Pont-Abad. ●46/366b. Setu perac oa diredet en deis-se da Loctudy tud eus a bep corn ar vro, deuz Enez-Tudy, deus Pornalec, deus Plonveur, deus Pount-n’Abbat. ●(1869) FHB 237/224a. Stephan, euz a Bont’n Abad. ●(1869) TDE.FB xixa. Pont ’nn Abat. ●(1879) BMN 164. Ac’hano e ieas da Bont-Abad. ●(1879) BAN 125. Eus Pont-'n-Abad, ar missioner a ieas da Voazien. ●(1882) SVE 218. Da Bon’-’n-Abbat e renker mont. ●(18--) OLLI 489. Chanson Paot coz Pont-Nabat. ●(1890) MOA 25a. Pont’-nn-Abad. ●(1894) BUZmornik 894. Konk-Kerne, Pont-’nn-Abad, Goaien, ar Faou, Enez-Sizun hag e leiz a barreziou all.
●(1904) SKRS I 136. e Pont'n Abad. ●(1905) ALMA 18. e Pont-’n-Abad, ar medisin Plouzané. ●65. Pont ’nn Abad. ●(1911) BUAZmadeg 235. Pont'n Abad. ●(1912) MELU 329. Potred Pont'n Abad a zo zod. / Evo gwin-ardant gant o yod. ●(1924) ZAMA 7. a astenne e c'halloud war holl Vro ar Vigoudenned, zoken war Bont-'n-Abad. ●(1927) GERI.Ern 481. Ponnabad. ●(1931) FHAB Mae/166. Kastell koz Pont 'n Abad. ●(1933) FHAB Here/416. Pont ’n Abad e Goueled-Kerne.
●(2002) TEBOT 112b. Gwelet a memp bet Karaez / Kemperle Pont-'n-Abad / Ar Faou bro ar merc'hed koant / Gwengamp hag Uhelgoad.
►
●(1931) FHAB Mae/168. ha ma c'helle Tregeriz lavaret : trist evel Doue Pleuveur, Kerneviz o divije gellet lavaret ivez : trist evel aotrou ar Pont.
►[appellation de l’époque révolutionnaire]
●(1847) FVR 201. Pont'nn Abat, [a deuaz] Pont Marat.
II.
(1) Formule pour les enfants.
●(1882) SVE 218. Ia, ia, ia ! d'ar Pont... / Da Bon'-'n-Abbat e renker mont, / Da glask brignon d'ann intron / A n-euz droug en he c'halon.
●(1975) BRUD 50/13. Ya ! ya ! ya ! D'ar Pont, / Da Bont 'n Abad e ranker mond, / Da glask brignon d'an Itron / He-deus droug en he halon.
(2) Formule pour les enfants.
●(1882) SVE 218. Ia, da Gemper, ia d'ar Pont... / Da Bon'-'n-Abbat e renker mont / Da vit brignon hag halon, / Da ober souben d'ann intron. ●(1975) BRUD 50/13. Ya, da Gemper, ya d'ar Pont, / Da Bont 'n Abad e ranker mond / David brignon hag halon (holen) / Da ober soubenn d'an Itron.
(3) Formule pour faire sauter les enfants sur les genoux.
●(1957) SKOL 5/13/72. Hei da Gemper, hei d'ar Pont ! / Da Bont-'n-Abad 'ranker mont, / Da glask amann d'an Itron / Eus diwar ar maez, / Na gav ket mat soubenn al laezh. ●(1975) BRUD 50/9. Hei da Gemper, hei d'ar Pont ! / Da Bont 'n Abad ranker mond, / Da glask amann d'an Itron / Euz diwar ar maez, / Na gav ked mad soubenn al laez.
(4) Rimaille.
●(1975) BRUD 50/19. Vi bihan war ar pont, / Da Bont 'n Abad e rankan mond / Da gerhad butun da va eontr, / Eur zae ruz, eur zae hlaz, / Va Yannig bihan zo en noaz.
(5) Expression.
●(1931) FHAB Mae/168. ha ma c'helle Tregeriz lavaret : trist evel Doue Pleuveur, Kerneviz o divije gellet lavaret ivez : trist evel aotrou ar Pont.
(6) Expression.
●(1996) GESI 262. Paotred Pont-'n-Abad zo degouezhet (taoler 'reont traezh e daoulagad ar vugale), se a vez lavaret pa zeu c'hoant-kousket dezho hag o devez poan en o daoulagad. Gwir eo ez eus kalz traezh en arvor ar Vro Vigoudenn. En Alamagn an Hanternoz e reer anv e-giz-se eus ur Sandmann (paotr an traezh) ivez.
III. [Toponymie locale]
●(1958) LLMM 71/427. Mes Jakez Konan, ar bouloñjer, hag an Dimezell Blev-Griz – burev-butun ha kelaouennoù – eus ar Ru-vras. ●(1972) SKVT 35. An hent ar berrañ, dre laezh ar « Voie Romaine», hed ar C'hoc'hu Nevez, dre gorn plasenn ar Vadalen, ha penn-da-benn ruioù Marikig-Vihan, treuz-didreuz, Kereon, Karmez, ha plasenn an Amann, betek penn-hent ar Vanell-Zu, du-hont, e-tal gwez kozh kant vloaz koad Karmez. ●36. diouzh ru Garmez. ●37. o vont eus ar Pennkêr da Geratur.