n. de l. Pont-Melvez.
I. Pont-Melvez.
●(1825-1830) AJC 6989. a neuse etegomb da vourc pond melve. ●(18--) PENdast 241. Er sul quentan a vis ere / neus laret e ofern neve / ar Barous vras a Pontmelvez / a voar ben tri mis goudeze / a voa enni en e c'hourve. ●242. - Na mar goc'h deus a Pontmelve / c'hui laro d'in ar guirione. ●(18--) (1951) MRPM 154 [= ADBR 1907, 402 = PEN). Me a deu deus ar bourg a Bont-Velve, / Da laret ma offern newe. / Me deud deus ar bourg a Bont-Velve, / C'hwi lavaro d'in a wirione. ●(1866) FHB 50/394a. Da guenta e voue hanvet person e Pont-Melvez.
●(1905) ALMA 67. Pont-Moloez (sic). ●(1912) MMKE 129. A-us da barouz Pont-Melve, / E kân dreist-oll gant karante. ●(1912) MELU 319. En Pont-Melvez d'an ofern bred / Ar re-ze na bedont kammed, / 'Met goul an eil gant egile : / Ha bleo ru 'n euz da vugale ? ●(1925) ARVG 3/55. Parreziou Boulvriak, Sant-Drien, Plijidi, Sant-Pever, Senven, Koadou, Magor, Kerien, Sant-Negan, Pont-Melvez... ●(1951) MRPM 162. Ar paour kaez divroiad ma felle d'ean donet / D'ar barouz Pont-Melvez da gemer eur pried. ●(1951) ECLA 298/2. Pont-Melvez (tud vrun zo eno). E Pont-Melvez d’an oferenn-bred / Ar re-se ne bedont kammed / ’Met goul’ an eil gant egile : / « Ha blev ruz ’deus da vugale ? ».
●(2002) TEBOT 142b. Nag un nebeud a Bont-Melvez / Ha parrouz Plougonveur.
II.
(1) Dicton.
●(1912) MELU 319. En Pont-Melvez d'an ofern bred / Ar re-ze na bedont kammed, / 'Met goul an eil gant egile : / Ha bleo ru 'n euz da vugale ? ●(1951) ECLA 298/2. Pont-Melvez (tud vrun zo eno). E Pont-Melvez d’an oferenn-bred / Ar re-se ne bedont kammed / ’Met goul’ an eil gant egile : / « Ha blev ruz ’deus da vugale ? ». ●(1951) MRPM 29. Pont-Melveiz en ofern bred / Na lavaront pater ebed / An eil a c'houl gant egile / "Bleo ruz an deus da vugale". ●(1951) DDPB 477/3152. Pont-Melveiz en ofern bred / Na lavaront pater ebed / An eil a c'houl gant egile / "Bleo ruz an deus da vugale".
●(2005) HYZH 244/39. E Pont-Melvez d'an oferenn-bred / Ar re-se ne bedont kammed / Met goul' an eil gant egile : / "Ha blev ruz 'deus da vugale ?" (ur bern tud vrun zo eno).
●note MRPM (1951) 28 & DDPB 477-478/3152 : « Dans la région, les habitants de Pont-Melvez sont surnommés "Bleo Ruz" (les Rouquins). Pourquoi ? D'après la tradition, il y eut, à une certaine époque, à la Commanderie de Pont-Melvez, des moines dont la plupart avaient des cheveux roux et qui laissèrent dans le pays de nombreuses preuves de leur virilité ».
(2) Proverbe.
●(2000) TPBR 42. Pa arri ar goukoug 'barzh ar vro, / C'ha da gentañ da Gergow, / Ac'hane ra tro ar vro, / Ha goude c'ha da Gerhed, / Ha deus Kerhed, ra tro ar bed.
III. [Toponymie locale]
●(1951) MRPM 160. Diwar krec'hen Kroaz Huet [= Bellevue], d'an eur an hanter-noz. (...) Alies gant gwall amzer Park ar Mestr 'meus freget. / E dre dost d'ar Groaz Huet, en bellajen Kerfouler / E oa ganet hag maget Pierez ar Porter. (...) Mouster ar Gommandiri am eus gwelet sevel. ●164. Teurnier a sav e ben dreist d'ar C'hoat ar Beuffou / Ha dreist d'ar Menez-Bré, ha dreist d'ar C'hoat-Liou; / Gurunhuel hag Koat-Forn, Menez bras Pistien, / Menez Vern hag Kroaz Huet zo izel e gichen.
●(2000) TPBR 42. Pa arri ar goukoug 'barzh ar vro, / C'ha da gentañ da Gergow, / Ac'hane ra tro ar vro, / Ha goude c'ha da Gerhed, / Ha deus Kerhed, ra tro ar bed.