Devri

porzh-kloz

porzh-kloz

m. Cour entourée de murs.

(1867) FHB 102/400a. Eur pors-cloz a ioa dirag an ti, eur pors-rastel varnezhan ha bandennou ier hag ouidi enha. ●(1878) EKG II 39. Maner-al-Liorzou en doa eur pors-kloz. ●40. evit mont er porz, oa red dign divarc'ha an or, rak e Maner-al-Liorzou (...) ez euz eur pors kloz, pe mont dreist ar voger. ●140. d'ar red ez iz a-hed an doen hag e lammiz enn tu dianveaz d'ar porz kloz.

(1909) HBAL 36. An ti,... gant ar porz-kloz, ... gant he damik liorz ?... ●(1931) FHAB Meurzh 114. A-wechou all o c'haver [ar c'houldrioù] stag ouz ar porz-kloz, i en eun tu d'an nor hag ar chapel en eun tu all.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...