adj., adv., m., & conj. cf. posipl
I. Adj.
(1) Possible.
●(1659) SCger 95a. possible, tr. «posibl.» ●(1732) GReg 742a. Possible, qui peut arriver, tr. «Poçzupl.»
●(1834) SIM 192. evit en em ziambarrassi prima ma zeo possubl, evel dious un amprevan noazus. ●(1847) MDM 241. toulla ar gor kerkend a ma'z eo posub.
●(1908) PIGO II 2. n'eo ket posubl ne gavfes ket, da vihanañ, daou c'hant skoed da beurdokañ ma bern ?
(2) Ha posupl eo ? : est-il possible que ?
●(1732) GReg 742a. Est-il possible que ? tr. «Ha posupl véz, penaus, &c.»
●(1869) KTB.ms 14 p 39. Ha posubl eo a ve gwir kement a lares ?
●(1919) BUBR 2/43. Ha posubl ve e teufe an taol da vad gant an alouber kazet ?
(3) Ar muiañ posupl : le plus possible.
●(1907) KANngalon Meurzh 343. ar muia posubl.
(4) Ober ar pep posupl : faire tout ce qui est possible.
●(1904) BOBL 24 septembre 1/1b. hag a raio ar peb posubl evid diskuez d'ezo an hent. ●(1905) BOBL 02 septembre 50/2a. ar pep possubl a zo bet great da herzel deuz ar c'hlenved-ze.
II. Adv. Possible, peut-être.
●(1732) GReg 742a. Possible, peut-être, tr. «Posupl.»
III. M.
(1) Ober e bosupl : faire son possible.
●(17--) FGab 137. e reañ va bossubl evit è discourna [ar fumellen].
●(1866) HSH 169. pehini a reas he bossubl evit he lacat un-tû ganthan.
(2) Ober e seizh posupl : faire tout son possible.
●(1957) BRUD 2/49 (K) Y. ar Gow. Setu ma rejont o zeiz gwella evid ma vije ampellet goude labouriou braz an hañv. ●(1970) BHAF 49 (T) E. ar Barzhig. Eñ (...) a ree e seiz posubl evid gwenvaad ahanon. ●197. Seul-vui ma koeñve va halon gand ar garantez, e rên va seiz posubl evid ma ne vefen ket lôsket va-unan gand Minna... ●(1978) BRUDn 19/9. Red mad neuze d’ar paotr dievez ober e zeiz posubl evid spia ar homzou brezoneg a riskle diwar vuzellou eur hamalad.
IV. Loc. conj.
(1) Na posupl e / ha posupl e : même si.
●(1968) BAHE 58/22. Na posubl e kac'hfe hemañ e genoù e dad-kozh !... Hag-eñ ne roe ket Pier droed d'e vugale da lavaret e oa o revr dezhe. ●(1970) BHAF 218. na posubl e vefe bet vis fall ennon, n'em-befe ket greet viloh... ●(1976) HYZH 108/32. (Douarnenez) a-pochub a vie be poazh ar pesked. ●(1979) VSDZ 106. (Douarnenez) pa eo tev ar mor, apochub vefes er-maez e-kreiz an deiz, a dapfes pesked kenkoulz en deiz eget en noz, tr. (p. 270) «quand la mer est grasse, si tu as tes filets mouillés en plein jour, tu prends autant de poisson de jour comme de nuit.»
(2) Posupl Doue e : même si.
●(1834-1840) BBZcarn I 63. pochet doue em befe tourmant bras, tr. «Même si j'avais un grand tourment.»
(3) Posupl e ve =
●(1939) KTMT 31. Possubl' ve n'emañ Fanch paour dindan an amzer-se !...
(4) E-giz posupl : comme si.
V. (interj.) N’eo ket posupl ! : ce n’est pas possible, comment ça, non !
●(1925) DLFI n° 7/2a. Neo ket possubl !