Devri

rampañ

rampañ

v.

I. V. intr.

(1) Ramper.

(1499) Ca 172b. Rampaff. g. ramper.

(2) Tomber en glissant.

(1925) FHAB Du 433. gant mein ar chiminal rampet er goanv tremenet. ●(1935) BREI 428/4b. lazet gant eun donell rampet diwar garr-tan an Ao. Perron. ●(1935) BREI 435/3c. Eur menez o rampan gant an doureier en deus distrujet lojeiz d'ar «Grande Chartreuse» e kichen Grenobl. ●(1936) BREI 442/4a. talbenn an ti a rampas hag e voe flastret ar bugel dindan ar vein.

(3) Glisser.

(1659) SCger 62b. glisser, tr. «rampa.» ●168b. rampa, tr. «glisser.» ●(1732) GReg 460a. Glisser en écartant les deux jambes, tr. «Rampa. pr. rampet

(1919) BUBR 3/63. ar paour kaez soudard (…) a ramp hag a gouez bep momed. ●(1927) GERI.Ern 497. rampa, tr. «glisser (T[régor] ramplañ).» ●(1931) VALL 196b. avoir cette démarche [genoux écartés], tr. «rampa.» ●(1935) BREI 431/4a-b. Rampa a reas ha koueza dindan ar rod. ●(1954) LLMM 42/13. met kentizh ha ma fell dezhañ sevel ha kerzhout, raktal e ramp e droad ha kouezhet eo a-hed e gorf, met war e c’henou an dro-mañ.

(4) Se glisser.

(1902) PIGO I 29. e anken a greskaz, hag evit en em zisamman, e rampas er gleuzen dero.

(5) Marcher en écartant les genoux pour se soutenir mieux.

(1927) GERI.Ern 497. rampa, tr. «marcher en écartant les genoux (pour se soutenir mieux).»

(6) Rampañ ken prim hag ur vaot : ramper/glisser très lentement.

(1955) VBRU 22. Bez’oa e Landreger un trenig fentus a rampe ken prim hag ur vaot, met gant un talabao fromus war-du Ploueg.

II. V. tr. d. Rampañ e c'henoù.

(1) Écarquiller la bouche.

(1909) KTLR 148. Rampa a rea he c'hinou dirag an traou kaer-ze. ●237. ar Roue bihan a rampe he c'hinou hag a ziskolpe e zaoulagad.

(2) Se fendre la poire.

(1943) FHAB Gwengole/Here 350. (Kleder) Rampa. Rampa 'ra e c'henou : c'hoarzin a ra a galon vat betek digeri bras e c'henou.

III. V. pron. réfl. En em rampañ da lavarout : se laisser aller à dire.

(1982) TKRH 68. Met ur beg-a-raok bennak oa 'n em rampet da lâret e veze dotuet gant he mab-kaer.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...