v.
I. V. intr.
(1) Discuter, disputer.
●(1732) GReg 294b. Disputer, contester, tr. «Rendaël.» ●779b. Raisonner, contrarier par ses discours, tr. «rendaël. pr. rendaët.» ●807b. Repliquer, faire difficulté d'obeïr ; ne pas demeurer d'accord, tr. «rendaël. pr. rendaët.»
●(1862) JKS 334. Kaer hon euz prezek ha rendael, n'omp ket evit anaout barnedigesiou Doue.
(2) Rendaeliñ ouzh ub. : disputer contre qqn.
●(1847) BDJ viii. O teraoüi an diskleriadur-mâ e pedàn an holl da gredi stard penaos ne fell dign e kememâ holl, na rendaël oc'h ar skrivanierhien nevez na tamhal ar re gôz Breizec. ●(1869) SAG 105. Ne gredan ket ec'h alfe den rendael ouz-in var gement-ze. ●(1893) IAI 204. d'ar mare m'edo Felep ar Paotr-brao o rendael ouz ar pab Bonifas eiz.
●(1900) MSJO 19. He vreudeur (…) o doa guarisi hag a rendaele outhan. ●(1904) ARPA 139. Pharisianed (…) a en em lakeas da rendaeli outhan.
(3) Rendaeliñ diwar-benn : discuter de.
●(1862) JKS 333. Diwallit, va map, n'en em rofac'h da rendael diwar-benn traou an env ha diwar-benn barnedigesiou kuzet ann Aotrou Doue.
●(1904) ARPA 146. Divar benn petra e rendaelit-hu etrezoc'h ?
II. V. tr. d. Rendaeliñ ub. : quereller qqn.
●(1925) FHAB Meurzh 102-103. Keit ha m'oa beo Yann V, Jili n'en em glemme ket, met pa bignas e vreur Fransez war an tron, ec'h en em lakas da randaelat an Duk nevez, war zigarez ma n'edo ket e zanvez e Breiz ; e gwirionez e leveou a oa e bro Anjou.
III. V. pron. réci. En em rendaeliñ : se quereller.
●(1905) IVLD 50. goude beza chomet eur pennad d'en em rendael. ●(1907) FHAB Meurzh/Ebrel 49. hag heb en em randaëlat abalamour d'an dishenveledigesiou a zo etrezo. ●(1911) BUAZperrot 315. ar rouanteleziou ne reant nemed en em rendaelât hag ar boblou en em zispenn. ●(1925) FHAB C'hwevrer 67. en em rendaela dirak bugale.