adj. & adv.
I. Attr./Épith.
A. (en plt d'un animé)
(1) Raide.
●(1659) SCger 106a. roide, tr. «reut.» ●(1732) GReg 827a. Roide, inflexible, tr. «reudt. Van[netois] redt.»
●(1935) ANTO 100. Reut o diouhar outo, ar besketaerien gaez, / A gerze, du o fenn, hag int holl tremen faez.
(2) Ford, costaud.
●(1766) MM 111-114. (skrid ne variatur G. Esnault) Hag evit komañs d'ho teski, / Om-nis ho-mo a zinifi, Eur paut reut, hag eur paut kapap, / Da denna eun taul mar-d eus mab, tr. «...un gars capable de faire l'affaire, lui ou personne.»
●(1900) KAKE 262. eur potr reud oud. ●(1924) LZMR 28. ha gouest, hirio, da doulla eun tenn falc'h kerkouls hag ar reuta. ●41. kaout diouvrec'h reut. ●(1936) TKAL I 66. ar reuta houc'hed-gouez a gaver er Saks. ●(1954) LLMM 46/11. reutañ martolod ar Gellvêneg. ●(1955) STBJ 76. ar reuta gwaz eus kanton Pleiben.
(3) Reut e benn : la tête bien droite.
●(1924) BILZbubr 41/949. Hag en hent ar pever (lire : pevar) belerin, reut gante o fenn, evel ar wazed, p'o deve evet eur werennad mat a jigodenn.
(4) Effronté.
●(1952) LLMM 34/48. Ret, reut. An tamm tres ret-se : cet(te) effronté(e).
(5) =
●(1924) BILZbubr 41/949. «Rog ! rog ! ko ! ko !... deut, va dousigou koant, deut !» / Hag e skrabe. / «Rog ! rog ! / A-bell, war an hent, en eur welet Jan Glaudadig hag e genseurted : / «Ko ! ko ! kog ! rog ! rog ! / Hag hen dirak e zimezelled, ha da c'houlenn – pôtr reut, mar plich, ar c'hilhog !
(6) =
●(1732) GReg 300b. Dompter des personnes difficiles à gouverner, tr. «Van[netois] Gobér plegueiñ tud reud, ou, discombert.»
B. (en plt d'un inanimé)
(1) Raide, abrupt (à gravir).
●(1903) MBJJ 265. eur c'hra re reut da zevel.
(2) Bien plein, tendu par la plénitude.
●(1867) FHB 151/370b. Brema, potret (...) pa ze reud ho cov (…), lavarit deomp petra zo a-nevez e Goayen. ●(1877) BSA 7. ma tivoano ar greun puill ha reud. ●(1879) BMN 153. e lec'h ma zo greun reud ha coant ez eus ivez duan ha lostennachou.
●(1909) FHAB Eost 233. reut eo e c'hodel ? ●(1910) MAKE 53. Va yalc'h n'eo ket eus ar reuta. ●(1928) BFSA 180. eur yalc'h hag a oa reut ha diroufenn (bien garnie). ●(1955) MIPO 11. leun eo va hof, ken eo reud va dillad.
(3) [sens intensif] Bon.
●(1857) CBF 16. War-dro diou leo a gav d'in. Oh ! ia, diou leo gaer ha reud c'hoaz ! tr. «Je crois qu'il y a environ deux lieues. Oh ! oui, et deux bonnes !»
(4) (en plt du vent) =
●(1925) BILZ 107. Saïg, eur briz reud a avel anei, ar varrenn stur en e zorn dehou, en e zorn klei ar skoud vras troet war an taked, a ziskouee d'ar pôtr penôs dizaveli ar gouel bras, lofi dindan ar rizennadou.
(5) (Voix) tranchante.
●(1908) FHAB Mae 135. pegen reud ho mouez, pegenn zoun ho lagad !
(6) Difficile, pénible.
●(1924) LZMR 41. Evid ober eur vicher reut, eo ret kaout diouvrec'h reut ; ha boued reut evit kaout diouvrec'h reut.
(7) Fortifiant, roboratif.
●(1924) LZMR 41. Evid ober eur vicher reut, eo ret kaout diouvrec'h reut ; ha boued reut evit kaout diouvrec'h reut.
(8) fam. Hini reut : de l'alcool fort.
●(1908) PIGO II 9. Ha breman, war-lerc'h an treo-man, bep a vanne hini reut, n'e ket gwir, pôtred ?
C. [empl. en comparaison] Reut-pi : raide comme un piquet.
●(1968) LIMO 12 janvier. goleit a erh betag er hov, red-pi, kozig sklaset.
II. Adv.
(1) Plein à ras bord.
●(1941) FHAB Gwengolo/Here 89. (Tregon ha tro-dro) Reut = Lakit d'in reut ! = Lakit va gwerenn leun betek ar bord.
(2) Skeiñ reut : frapper avec force.
●(1919) BUBR 7/184. Mar sko reut an Alamanted war an ti poultr. ●(1936) TKAL I 36. Pep hini a skoas war ar paour kaez Lip-e-bao gant ar benveg a oa gantan, hag ar reuta ma c'helle.
(3) Derc'hel reut war ub. : tenir fermement qqn au moral.
●(1924) BILZbubr 43-44/1020. Red eo derc'hel reut var ar pôtr, pe e teuio da vea eur gwall den evelato.
(4) Lazhet reut : tué raide.
●(1868) KMM 257. e varc'h (…) a oe lazed reud.
(5) Goulenn reut : demander impérativement.
●(1919) MVRO 8/1a. goulennomp reut, krenn, sec'h, rust, garw.
III.
(1) Bezañ reut evel un tamm koad : voir koad.
(2) Bezañ reut evel ur vazh : voir bazh.
(3) Bezañ reut evel un ibil er bleud : voir ibil.
(4) Bezañ reut evel ur ganabenn : voir kanabenn.
(5) Bezañ reut evel ur petegan : voir petegan.
(6) Bezañ reut e sac'h : voir sac'h.