hydronyme Ar Ri : Le Ris (ruisseau et n. de l., Ploaré).
●(1928) FHAB Mae 5/163. Etre mor Douarnenez ha Menez-Hom, traonienn ar Ster hag hini ar Ris, eman ar Porze. ●(1928) FHAB Du/403. a-zioc'h ar ster habask ha skler a ya da en em deurel er mor, en aod ar Riz, etre Ploare ha Kerlaz. ●(1931) FHAB Gouere/249. Edern a dreuzas ar mor gand e c'hoar Genovefa hag a zouaras, er Riz, e kichenik Douarnenez. ●(1932) FHAB Mezeven 6/248. betek Rosmeur hag ar Ris (…) en eun draonienn hag e red enni ar wazenn zour a ya d'en em goll e traez aod ar Ris. ●(1941) SAV 26. Gounit a reas tachenn pelloc’h etrezek Santez-Anna-ar-Palud, Trezmalaouen hag ar Ri, hag e laoskas ar garrek-se a zo bet diskouezet e-pad pell-amzer e Pentraez, e-lec’h ma teue abaded Landevenneg.