Devri

sabaturet

sabaturet

adj.

(1) Stupéfait.

(1869) FHB 227/141b. Me ioa eno sabaturet oll...

(1955) STBJ 73. Diflaka a ree pa erruas er porz, dirak ti e genderv. Eur bleukad a roas d'an nor ; hag e lammas en ti, dirak an dud sabaturet ouz e welout ken spontet. ●75. Têret ruz e oa hag e hope d'an emgannerien, sabaturet eun tammig ouz he gwelout ken dispont en o zouesk.

(2) Bezañ sabaturet gant : être stupéfait de.

(1927) KANNkerzevod 13/6. sapaturet gant eur burzud ken bras. ●(1955) STBJ 86. Souezus bras e oa eur seurt arvest da Bleibeniz diredet niverus da zellout ha sabaturet gant nerz ar c'hezek hag ampartiz ar charretour.

(3) Chom sabaturet : rester stupéfait.

(1927) KANNkerzevod 4/6. e wel e vignon o fringal e-touez an danserien. Chom a ra sapaturet. ●(1927) FHAB Gouere 140. Ar wazed a jome sapaturet net dirak seurt diskrab. ●(1955) STBJ 20. Sabaturet-mik e chomas moused ar vourc'h dirak ar gurioziteou-se. An elefanted, dreist-holl, a gavent iskis-tre, rak ne c'hellent ket kredi e oa lôned ken bras ha ken divalo war an douar. ●145. Pa yeen d'e di, e tiskoueze din kement a viou lapoused ma chomen sabaturet ha digor ma genou da zellout outo.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...