[vbr seithun, vco seithun, virl sechtmon < *seithmhøn < latin septimāna qui a été compris comme un composé de seith « sept » et hun « sommeil », Campanile 95, MLLB 207a, LEIA S-67, DVB 553, LHEB 395]
f. –ioù
I.
(1) Semaine.
●(1499) Ca 186a. Sizun. g. sepmaine. ●(1580) G 635. a het an syzun, tr. «durant la semaine.» ●(1612) Cnf 19a. vn bloaz, vn mys, vn sizun, pé un dez. ●(1621) Mc i. sizun an Passion. ●(1633) Nom 224a-b. Hebdomada & hebdomadas : sepmaine : sizun.
●(1659) SCger 70b. d'auiourd'huy en huit iours, tr. «hiriou a ben sizun.» ●109a. semaine, tr. «sizun.» ●172a. sizun, tr. «semaine.» ●(1732) GReg 856a. Semaine, tr. «Sizun. p. sizunyou. (Par corruption, & par sincope on dit : Suzun. p. you. suun. sun.) Van[netois] suhun. p. yéü.» ●(1790) MG 119. durand er suhun. ●(1792) CAg 20. peb suhune.
●(1821) SST 45. De beh dé ag er sehun.
●(1904) BOBL 24 septembre 1/3a. e pad ar siûn. ●(1904) BOBL 8 octobre 3/3b. a zo bet eureujet ar siun baseet. ●(1924) SBED 17. Er suhun-sé.
(2) War ar sizhun : pendant la semaine.
●(1894) BUZmornik 107. ha var ar zizun ne zebre morse nemed eur vech bemdez. ●(18--) SAQ II 48. Beza zo lod hag a zo tud vad var ar zizun ha iaoulou da zul.
●(1911) BUAZperrot 120. Var ar zizun ne gemere nemed eur pred bemdez. ●(1924) FHAB Genver 32. War ar zizun, er gear.
(3) Evit ar sizhun : cette semaine.
●(1906) BOBL 13 janvier 69/3a. Evid ar sizun, ni gonto c'hoaz divar e benn eun histor pe ziou.
(4) Àr gorf ar sihun =
●(1844) LZBg 2l blezad-1añ lodenn 66. er bobl a lar er beden én ul lod, dihue huéh bamdé ar gorv er suhun. ●(1879) GDI 113. ne hellant quet monnèt d'er hérieu ar corv er suhun.
II. (religion)
(1) Sizhun Vras : Semaine Sainte.
●(1880) SAB 209. pevar dervez abars ma varvas evit an dud, dimeurz ar zizun vraz, var menez Olivez. ●210. Setu ni var fin ar zizun vraz.
●(1911) BUAZperrot 371. Pa gleve lenn ar Basion d'ar zizun vras.
(2) Sizhun Wenn : semaine blanche (semaine des Rogations).
●(1472) Js ms latin BNF 1294 f°198. Gruet eu tom hep chom an comun goude dilun an suzun guen. / breman ez guellet guelet scler na gueu quet ter map an spernenn. tr. « Le commun (des saints) a été fait vivement, sans s'arrêter, après le lundi de la semaine blanche (des Rogations) ; / Maintenant vous pouvez voir clairement si le fils de l'Épine n'est pas expéditif. »
●(1732) GReg 826a. La Semaine des Rogations, tr. «Ar sizuñ veñ.» ●856a. La semaine des Rogations, tr. «Ar sizun vènn.»
●(1869) TDE.FB 792b. Rogations, s. pl. f. La semaine des Rogations, tr. «ar c'horaiz bihan, ar zizun wenn.» ●(1891) RDTp 377. La Semaine-Blanche, ar Zeûn-Ven, commence à la Pentecôte et finit à la Trinité.
(3) Sizhun Santel : semaine sainte.
●(1829) IAY 77. un de benac deus ar zun santel. ●(1867) FHB 119/113b. eun niver bras divent a dud so bet e Rom er bloa-ma evit ar sizun-santel. ●(1882) BAR x. da lenn epad ar Zizun Zantel.
●(1911) KANNgwital 100/19. iaou ha sadorn ar Sizun Santel.
III. Kozhsizhun : voir kozhsizhun.
IV.
(1) Bezañ eus deizioù diwezhañ ar sizhun // Bezañ eus penn diwezhañ ar sizhun : avoir du mal à comprendre les choses.
●(1914) MAEV 135 (L) K. ar Prat. Evit doare ne oa ket aonik an den, nag eus penn diveza ar sizun ne dlie ket beza kennebeut. ●(1934) GWAL 70/25 (Ki) J. Riou. Izidor a oa, - evel ma vez lavaret, - ganet e penn diweza ar sizun, ha war meur a dra dister e chome dalc'het e spered. ●(1935) FHAB Meurzh 101 L. B. Pa ne labourer nemet war traou maro, evel houarn, pe goad, pe vein, e ranker beza eus penn diweza ar zizun, ma ne deuer ket e daou pe dri bloaz, d'o renka evel ma karer. ●(1936) TKAL II 44 (Ki) J. Riou. Arabat d'eoc'h kredi, aotrou alanig, oun ganet er penn diweza eus ar sizun. ●(1970) BHAF 267 (T) E. ar Barzhig. Petra, loukez, te ah-eus c'hoant da lakaad ahanon da lonka siliou, o hola, mabig n'on ket memez tra euz deiziou diweza ar sizun...
(2) Na vezañ eus penn kentañ ar sizhun : ne pas être très malin.
●(1930) FHAB Here 376 G. Dewi. Hogen, marteze eo bet roet an ano-se d'ezañ abalamour n'eo ket diouz penn kenta ar sizun. ●(1980) (K) RIEG G. Peñseg. N'emañ ket deus penn kentañ ar sizhun.
(3) Lonkañ e sizhun :
●(1859) SAVes 7. En eun devez lounq e sizun.
(4) Bezañ ganet e fin ar sizhun pa oa ar re all o tebriñ kistin : voir kistin.