f. skolioù-meur
(1) Université.
●(1903) MBJJ 349. kelenner en skol-veur Bourdel. ●(1911) BUAZperrot 123. skoliou-meur ar c’heariou-ze. ●(1915) KRVT 164/2d. E Breiz hon eus, pell amzer 'zo, eur skol-veur, hini Roazon. ●(1920) FHAB Here 468. Ar brezoneg er skoliou-meur. ●(1920) FHAB Genver 200. Studierien skol-veur Angers. ●(1925) LZBt Gwengolo 8. mont d’ar skol-veur (université). ●(1925) ARVG Du 259. Guil a Goatmohan a zavas e Pariz skol-veur Landreger, deut da vean aboue Skolaj-Franz. ●(1931) VALL 767a. Université, tr. «skol-veur f. pl. skoliou-meur.» ●(1954) VAZA 67. piv a felle dezhañ lakaat e anv war roll ar vachelourien da zont, rak ret e oa kas hep dale ar baperenn-se da Skol-Veur Roazhon. ●(1963) LLMM 99/261. erbediñ ar goantenn a zouge eveltañ, stag ouzh he c’horfenn, arouez alaouret ar Skol-Veur.
(2) Faculté.
●(1903) MBJJ vii. D'an Autro Loth, dean Skol-veur al Lizeradur, en Roazon; [...] D'an Autro Ernault, kelenner en Skol-veur al Lizeradur, en Poitiers.
(3) Collège bardique.
●(1934) OALD 48/110. Ar Goulennou da zond en Skol-Veur ar Varzed na vezont ket digemeret goude deiz kenta miz maë.