Devri

soubañ / soubiñ

soubañ / soubiñ

v. tr. d.

I.

(1) Tremper, immerger.

(1499) Ca 187a. g. faire soupes. b. soubaff.

(1659) SCger 121a. tremper, tr. «souba.» ●172a. souba, tr. «tremper.» ●(c.1718) CHal.ms iv. quand on confit du pourpier, il le faut laisser longtemps tremper dans le vinaigre, tr. «abe gonfiser pepour ret é lesel de soubein pel amser abarh er güin aigr'.» ●(1732) GReg 75a. Baigner, tremper dans l'eau, & retirer tout aussi-tôt, tr. «Van[netois] soubeiñ.» ●847a. Saucer, tremper dans la sauce, tr. «Souba. pr. soubet.» ●(1744) L'Arm 340a. Rissolle, tr. «Fritadêll quic, soubéd é toæss.» ●349b. Saucer, tr. «Soubein énn hilyeênn.»

(1849) LLB 1514. Er vugulion ou golh [en devend] hag ou soub don ér ster. ●(1857) CBF 114. Goude ho souba enn dour, ho bugont stard a bep tu gant saoun, tr. «Après l'avoir trempé dans l'eau, elles le frottent bien de savon.» ●(1878) EKG II 81. hon tud koz-ni a zoube ho biziad er pinsin-ze evit kemeret dour binniget. ●(1894) BUZmornik 615. souba anezhi enn eur veoliad dour ien.

(1907) AVKA 210. Digaset d'in Lazar ; ma soubo beg e viz en dour evid distana ma zeod. ●(1908) FHAB Here 306. Lomm a soubas an torch-daouarn en eur picherad dour yen. ●(1908) FHAB Meurzh 92. soubit ho torn-mougn en dour. ●(1977) BAHE 95/26a. Bez’e oa gizioù pagan hag a oa diaes-bras diwriziennañ, evel herzel ouzh an dud da vont betek ar Gwele-Maen ha difenn outo soubañ krezioù ar vugale e dour ar Feunteun pa veze klañv ar vugale-se da c’houzout ha ren a rajent pze ne rajent ket…

►[empl. comme subst.]

(1874) FHB 490/159a. Pa gave din en doa bet amzer da ober eur souba mad.

(1911) BUAZperrot 331. Ar souba-ze (...) her yaouankeas.

(2) Soubañ ha disoubañ : tremper er retremper.

(1909) FHAB Eost 236. hag e voen soubet ha dizoubet ganto el lenn-ganna.

(3) Soubañ e benn : rentrer la tête dans les épaules. cf. soublañ / soubliñ

(1978) BZNZ 101. (Lilia-Plougernev) Ar bommoù o stekiñ dac'h da benn aze, mont ha dont. E rankes soubañ da benn ha pakat belkoù 'dachadoù diwarnañ.

(1942) DHKN 66. én ur vonet trema en nor, a gil, hag é soubein, get ur guenhoarh aveit er vam hag un taol lagad-kah aveit er plah.

II. Soubañ gouloù : voir gouloù.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...