m. & adv. –où
I. M.
A.
(1) Esprit.
●(14--) N 100. Me a soing a scler em speret, tr. «Je pense, certes, dans mon esprit.» ●(1499) Ca 188b. Speret. g. esperit.
●(1843) LZBg 1añ blezad-2l lodenn 9. a balamort (...) d’é sperèd spis.
(2) Rentañ ar spered : rendre l’esprit.
●(1575) M 10-11. Penaux pan renther an speret / Ez dle bout hep bech á pechet, tr. «Que quand on rendra l’esprit / Il doit être sans fardeau de péché.»
B.
(1) Spered debret : personne perpétuellement inquiète.
●(1870) FHB 280/147b. he spered diez ha debret.
●(1911) BUAZperrot 401. Tud a zo, sperejou debret. ●(1923) FHAB Kerzu 467. me n’oun ket eur spered debret. ●(1929) FHAB Genver 28. Sperejou debret int. ●(1935) BREI 427/1c. An dislavarour a zo bet a-viskoaz eur spered debret. ●(1942) VALLsup 95a. eur spered debret e oa houmañ.
(2) Ur spered den : esprit distingué, supérieur.
●(1928) FHAB Meurzh 82. an Tad Bernard a welas buan pebez spered den oa e vreur yaouank. ●(1931) FHAB Genver 33. Eur spered den eus ar barrez.
(3) par euph. Skañvaet e spered : qui a perdu l’esprit.
●(1866) FHB 65/104a. Eur medesin (...) hag a veze aliez var dro tud scanvet ho spered. ●(1866) FHB 93/322b. ar re so scanveet ho speret. ●(1869) FHB 208/410a. cals tud scanveat ho speret so en Itali.
(4) Mesket e spered : avoir l’esprit perturbé.
●(1925) CHIM 5. Dre forz sonjal em breur ha gortoz eus e gelou, eo deuet mesket he spered.
(5) Na vezañ en e spered vat : avoir l’esprit perturbé.
●(1925) CHIM 5. Hirio eo anat n’eman ket en he spered vat !
(6) Kaout spered : être intelligent.
●(1906) KPSA 10. brasa meuleudi a c’helle ober euz a unan bennag oa lavaret en doa spered.
(7) Deskiñ spered : acquérir de l’intelligence.
●(1969) LIMO 01 mars. «Hama, pitra a baotr, ne ouian get piu éh oh bet é tiskein spered, atao ne vank ket tead deoh».
(8) Bout diaes e spered : ne pas être à l’aise.
●(1908) PIGO II 11. ’Vit lavaret ar wirione war he hed, Itien na oa ket en e vleud ; pe mar deo gwell ganac’h, ne oa ket e zaoud er ger ; dies oa e spered.
(9) Tec’het e spered : qui a perdu l’esprit.
●(1911) BUAZperrot 211. Lod a gemere anezan (…) evit eun den tec’het e spered.
(10) Aet e spered digantañ : qui a perdu l’esprit.
●(1911) BUAZperrot 525. henman her c’hemeras evit eun den eat e spered digantan.
(11) Fardellañ e spered =
●(1935) FHAB C’hwevrer 59. Renerien yaouankizou Breiz-Izel, a-raok staga da ober netra a vije mat d’ezo ivez fardella o spered, diskenn enno o-unan, ha selaou mouez Doue.
(12) E penn e spered : dans l’indécision la plus totale.
●(1939) RIBA 61. Er gorig diaol (…) e chom é pen é spered adal d’en diù voéz.
(13) Ur spered … a zen : un homme très …
●(1889) SFA 89. Eli spered kaer a zen, bet e penn an Urz. ●113. Eur spered eaz-kenan a zen oa.
●(1911) BUAZperrot 78. Sant Fransez a oa eur spered diaes a zen dre natur. ●72. eur spered kaër a zen hag eur c’hristen birvidik.
(14) Esprit, caractère.
●(1872) ROU 106b. Esprit bien trempé, tr. «Spered ploumet mad.»
(15) fam. Bezañ azezet war e spered : être distrait.
●(1899) BSEc xxxvii 153/ KRL 18. Ajet e oan var ma spered, tr. «J’étais distrait.»
(16) Drailhañ e spered : se torturer l’esprit.
●(1909) BLYA 19. achu ho peus, potred, / Da glem ha da dermal, da drailha ho spered ?
(17) Sipañ e spered da : s’appliquer à.
●(1732) GReg 45a. Appliquer son esprit à quelque chose, tr. «Sypa e spered da soungeall èn un dra. Sypa e spered da ober un dra.»
(18) Sammañ spered ub. : voir sammañ
C. (religion)
(1) Esprit, être immatériel.
●(1621) Mc 83-84. an oll Ælez all han speredou eureux.
(2) Spered an ifern : surnom du diable.
●(1880) SAB 176. insed gant spered an ifern.
(3) Ar spered lous, hudur : surnom du diable.
●(1880) SAB 128. daou gez den goall-gemered gant ar spered louz. ●(1907) AVKA 139. ha p’arruas er gêr, he c’havas dilu deus ar spered hudur.
(4) Spered an deñvalijenn : surnom du diable.
●(1905) KANngalon Genver 301. Ann Drouk-Spered, Spered ann denvalijenn a rankaz enn anzav.
D. (mesure) Petite pige des couvreurs pour déterminer le pureau des ardoises.
●(1986) CCBR 66. (Brieg) La petite pige, tr. «ar spered.» ●(1988) TIEZ ii 149. Selon leur catégorie, elles [les ardoises] possèdent par définition un pureau différent : pour le déterminer, le couvreur utilise une petite pige appelée ar spered à Briec (Cornec, 1986).
II. Adv. A-spered : spirituellement.
●(1727) HB 59. Prosternet, va Doue, dirazoc’h a-speret. ●498. a-speret hac a-c’henou.
●(1861) BELeu 158. Me voquehé a sperèd d’é houlieu sacret. ●(1861) JEI 299. én ur visitein a sperèd er hreu a Vethléem. ●(1869) HTC 103. Me a ioa a speret o sellet ouzoc’h. ●(1874) POG 18. Pignit a spered beteg ann env. ●(1894) BUZmornik 370. e veze douget a spered betek ann env.
●(1911) BUAZperrot 460. ec’h adorent Doue a deod hag a spered. ●(1955) STBJ 156. Hag e heuilhen a spered an darvoudou euzus.
III.
(1) Mont udb. eus e spered : oublier.
●(17--) EN 3407-3408 (Go). Masacred a voay ma horf, a difreused ma bigas, / Hac ed deus ma spered are ma sin ar groais, tr. G. Dottin «Et sorti de l'esprit de nouveau mon signe de croix.»
(2) Bout penn e spered : chercher à comprendre, ne pas comprendre...
●(1913) DIHU 91/205 (G) B. L.. Liés ar er mezeu, mank a gaout ur velt, en dud e vé pen ou spered penaus gobér aveit muzulein ou fusteu. ●(1913) DIHU 94/250 (G) I. Neindraou. Un dra e oé abarh eùé hag e lakas Berhed pen hé spered : N'hé doé ket dober a aléj bouid. ●(1914) DIHU 104/25 (G) M. I.. Er beizanted en des bochadeu loñned e vo pen ou spered aveit gouiet petra rein dehé a p'arriùo miz mé ha miz meheuen. ●(1921) GRSA 151 (G) Y.-V. an Henoù. Hag éh oè pen é spered penaos em gemér aveit parrat doh ur marù ken spontus.
(3) Bezañ silet e spered dre ur ridell : être à demi sot.
●(1955) VBRU 29 (T) *Jarl Priel. Tremen a ris hep ober an dro ouesk-se betegout ne gredje ket d'an dud e oa bet silet va spered dre ur ridell.
(4) Bezañ e spered troet war-du : avoir l’esprit tourné vers.
●(1963) LLMM 99/269. Ar manac'h diveleget-se a oa bet kaset kuit eus e gouent abalamour ne veze troet e spered nemet war du ar vuhez diroll hag ar gisti.
(5) Bout e spered e-dan e votoù : voir botez.
(6) Bezañ bet lakaet e spered e-lec'h ma'z eo bet lakaet he vi d'ar yar : voir vi.
(7) Na vezañ lemmoc'h e spered eget ul loaiad pri-mañsonañ : voir pri.
(8) Bezañ troet e spered e dour : voir dour.
(9) Aet eo e spered da stoupa : voir stoupa.
(10) Muzuliañ spered ar re all gant e walenn e-unan : voir gwalenn.
(11) Mont e spered da gastrilhez : voir kastrilhez