adj.
I. Attr./Épith.
A.
(1) Attaché.
●(1878) EKG II 138. Mez an anduill a vez stag.
●(1905) AGTG 106. leonet stag a zibouez eur gorden ! ●(1907) AVKA 233. e kavfet un azen stag.
(2) Lié.
●(1878) EKG II 77. Evel m'oa stag he zaouarn adrenv he gein, n'oa ket evit sevel anezhan he-unan.
(3) sens fig. Liés l'un à l'autre.
●(1907) AVKA 212-213. daou bried (…) ar briedelez ho dalc'h stag bepred.
B. Stag ouzh.
(1) Attaché à.
●(1732) GReg 12a. Adherent, attaché à, tr. «Stag ouc'h.» ●59a. Attaché, qui est lié à &c., tr. «Stag ouc'h &c. Van[netois] stag doh.»
●(1878) EKG II 123. Pevar alc'houez-ta a ioa stag ouc'h ar memez korden.
●(1902) PIGO I 190. Ar pen-baz-ze (...) E oa e-pign, stag deuz eun tach. ●(1911) BUAZperrot 414. an ostansouer a jome er vann heb beza stok, na stag ouz netra. ●(1911) SKRS II 59-60. Hor Zalver benniget stag ouz ar groaz.
(2) Attelé à.
●(1877) BSA 148. an ejennet a ioa stag ouz ar c'har. ●(1909) FHAB Mae 153. c'huec'h loen lard stag ous ar manej.
(3) Collé à.
●(1923) KNOL 207. Mez deus ar fons oa stag eul louis aour.
(4) Accolé à.
●(1910) MBJL 63. eur skiber stag ouz an ti.
(5) Accroché à.
●(1923) KNOL 197. ar bragou 'zo en e gambr stag ouz eur boenten. ●(1928) FHAB Eost 284. met an Aotrou Person a jomas e jopilis stag ouz eun drezenn.
C. sens fig. Stag ouzh.
(1) Attaché à.
●(1727) HB 429. ar re so stag o c'halon ouz traou ar bed.
●(1862) JKS 240. Nasket eo ar re a zo stag ouz ho zra. ●(1878) EKG II 156. stak kenan ouc'h fals-kredennou ar veleien. ●216. stag ha stag mad ouc'h ho relijion.
●(1911) BUAZperrot 416. beza stakoc'h a ze ouz ar pez ne welont, nemet gant daoulagad ar feiz. ●(1928) FHAB Meurzh 126. laerez digant eun den (...) ar pez m'oa staka outan. ●(1928) BREI 61/c. dre m'int stag ouz o interest o-unan.
(2) (en plt d'un mal, etc.) Bezañ stag ouzh ub. : tourmenter qqn.
●(1870) MBR viii. kaout truez oc'h kement a zo stag ar boan out-ho. ●(1879) BMN 305. An Intron de Kerourien a ioa eur goal c'harad stag outhi.
(3) Derc'hel stag ouzh ub. : rester près de qqn.
●(1907) AVKA 141. setu tri de ma talc'hont stag ouzin.
(4) Bezañ stag mat ouzh e zouar : être bien enraciné.
●(1911) BUAZperrot 829. Pa blanter gouez yaouank (...) e tourer anezo ac'han ma vez krog o griziou, mes kerkent ha ma vezont stag mat ouz o douar, e paouezer d'o doura.
(5) Bezañ stag ouzh : être rattaché à, dépendre de.
●(1943) VKST Mae/Mezheven 272. ar Follgoad a oa stag ouz parrez Elestreg, anvet c'hoaz Gwikello kerkent hag ar XVIIet kantved.
(6) Bezañ stag ouzh : appartenir à.
●(1936) FHAB Mezheven 213. seiz mil faz douar a oa stag ous an ti.
(7) Bezañ stag ouzh e labour : être en train de travailler.
●(1981) ANTR 135. Stag eo domestiked ar maner ouz o labour euz an eil sklerijenn d'he-ben, etre daou benn an deiz.
II. Épith.
(1) Ki-stag : chien d'attache.
●(1732) GReg 59a. Chien d'attache, chien qu'on tient attaché pendant le jour, tr. «Qy-stag. p. chaçz-stag.»
►péjor. Ki-stag : fonctionnaire.
●(1982) MABL I 4. (Lesneven) Dimezet ga't ur «c'hi stag» non de tout ! ur «c'hi stag», un fonctionnaire.
(2) (religion) Iliz-stag : (?) église tréviale (?).
●(1942) LANB 53. Renket e voe, diouz eun tu profou ha mizou an iliz mamm ha, diouz eun tu all, re iliz-stag Lanber.
III. Loc. adv.
A. Stag pe zistag : d'une manière ou d'une autre, (?) coûte que coûte (?).
●(1908) FHAB Du 328-329. Breman e ranke mont da baëa evit ar bloas tremenet ha gouzout, stag pe zistag, petra viche great dioutho.
B. Stag-distag.
(1) Qui va et qui vient.
●(1977) PBDZ 783. (Douarnenez) stag-distag, tr. «qui va et qui vient.»
(2) (Objet) mal fixé.
●(1977) PBDZ 783. (Douarnenez) stag-distag, tr. «mal fixé (objet).»
(3) (en plt de qqn) À l'affection incertaine.
●(1977) PBDZ 783. (Douarnenez) stag-distag, tr. «à l'affection incertaine.»
C. A-stag-penn : (boire) au goulot.
●(1903) MOAO 194. Ha peb hini, leun e veren, / Eve an hanter a stag-penn, tr. «Chacun, remplissant son verre, d'un trait en buvait la moitié.» ●(1920) FHAB Gwengolo 436. ar volennad-ze ne vezo ket evet a stag penn ; evet e vezo a loaïadou bihan. ●(1924) NFLO. boire. b[oire] d'un trait sans verre, tr. «eva a stag-penn.» ●boire au goulot, tr. «lonka a stag-penn.»
IV.
(1) Bezañ stag e groc'henn ouzh e gein : voir kroc'hen.
(2) Bezañ stag ar yod ouzh e dreid : voir yod.
(3) Bezañ stag gant ereoù plouz kerc'h : voir ere.
(4) Stag eo an doubier ouzh an daol : voir doubier.
(5) Bezañ stag e vag dre-holl : voir bag.