Devri

stal .1

stal .1

f., pron. & adv. –ioù

I. F.

A. (domaine commercial)

(1) Étal, boutique.

(1499) Ca 189b. Stal. g. estal. ●(1633) Nom 127a. Taberna : boutique : bouticl, stal. ●127b. Taberna libraria : boutique de Libraire : stal vn librer. ●128b. Tonstrina : l’ouuroir, ou la boutique d’vn barbier : bouticl pe stal vn barber. ●Sutrina : l’ouuroir, ou la boutique d’vn cordonnier : stal vn querè.

(1659) SCger 173a. stal, tr. «boutique.» ●(1732) GReg 113a. Boutique, tr. «Stal. p. stalyou. Van[netois] Stal. p. stalyeü, staléü.» ●371b. La boutique où l’on étale, tr. «Stal. p. stalyou. Van[netois] stal. p. stalyëu. stalëu

(1857) CBF 40. Eur stal vad eo, tr. «Il a une boutique bien montée.» ●(1877) BSA 213. eun tam stal marc’hadourez.

(2) Bezañ mat ar stal gant ub. : être à l’aise financièrement.

(1962) BRUD 14-15/81. e-mesk tud evuruz, bourhizien mad ar stal gante.

(3) Bezañ kreñv ar stal gant ub. : être riche.

(1894) BUZmornik 32. O veza n’oa ket krenv ar stal gant he zud, e oue kaset abred d’ar park. ●121. petra bennag n’oa ket goall grenv ar stal gantho.

(4) Mont war e stal : se mettre à son compte.

(1936) SAV 4/16. «Me ’m’eus c’hoant, va zad, da vont war va stal va-unan bremañ.

(5) Stal ar bara : planche pour poser le pain.

(1985) OUIS 202. Côté cuisine, entre le haut de la fenêtre et le lit clos, le stal ar bara (planche pour poser le pain).

(6) Stal an oaled : planche pour disposer des ustensiles ménagers.

(1985) OUIS 202. au-dessus de la cheminée une planche en saillie pour disposer quelques ustensiles ménagers : stal an aoled (lire : oaled).

B. sens fig.

(1) Embarras.

(1878) EKG ii 51. Dont a riz evelato, a forz da boania, a benn eus va stal.

(1908) DIHU 35/65. Ré a huerzenneu e gaser d’ein ha treu distér, treu e vé ret de ganpen, labourieu e vé rè a stal geté. ●(1908) NIKO 38. Nag a stal eit kredein ! tr. «Que d’embarras pour croire !… » ●(1924) NOLU 14. men Doué, nag a stal !

(2) Affaire, ce qui s’est produit.

(1908) FHAB Here 307. Kountet oue dezan ar stal. ●(1911) RIBR 135. red eo d’in mont war al leac’h, abalamour d’in da anaout gwelloc’h penaos eo tremenet ar stal etrezoc’h.

(3) Foetañ stal : manger sa boutique.

(1919) KZVr 355 - 21/12/19. Foueta stal, tr. «se ruiner.» ●(1964) BRUD 18/31. Bremañ e hello foueta stal gant e goantiri, al labanetez !

(4) Kemer stal gant ub. =

(1901) LZBG 59 blezad-2l lodenn 85. mes en trenoz, hemb kemer stâl erbet get-hou, ind er lausk de ridek get é hent.

(5) Ober stal d’ub. : donner du travail à qqn, du fil à retordre.

(1861) BELeu 44. casset-mé de verhuel de Huénèd, rac amen me hra rai a stâl d’en eutru person.

(6) Ur stal gaer : la belle affaire.

(1908) KMAF 34. Eur stal gaer avad, Skouarnek, ha pa vefe gwir hag an holl. ●(1920) MVRO 49/1e. Ba ! eur stal gaer !

(7) Mat ar stal : tout va bien.

(1870) MBR 68. Mad ar stal, eme ann aotrou, tr. «C’est bien, dit le monsieur.»

(8) Ober e stal : s’en tirer.

(1868) FHB 177/162a. Hema a ra he stal difazi he unan.

(9) plais. Client.

(1877) FHB (3e série) 7/56b. ambarki ar stal-man var ho lestr.

(10) Kas ar stal da benn : mener les choses à bien, à terme.

(1908) FHAB Du 329. Mes penaos breman kass ar stâl da benn ?

(11) [au plur.] Couverts de table.

(1923) KNOL 7. ar merc’hed da oalc’hi staliou koân. ●129. Laouen e tistalias staliou koan.

(12) Étagère.

(1878) EKG ii 217. var stal ar pres.

(1915) HBPR 197. En dro d’ar zal, bep daou droatat, oa staliou great gant planch. Var ar staliou-ze, epad an noz, ar veleien a ranke gourvez.

III. Pron. ind.

(1) Beaucoup.

(1896) GMB 650. pet[it] tréc[orois] eur stal ou ’stal beaucoup.

(1906-1907) EVENnot 32. (Ar Veuzid) Ne meuz ket kalz a bolezi eur stal gigi avad em euz, tr. «tas.» ●(1907) AVKA 83. Pa bedfet, na laret ket stâl gomzo, evel ma ra ar baianet. ●119. Stâl diaoulo. ●177. en ur dibuni stal vallozo. ●190. evid ober stâl drao. ●221. An den ze a ra stal vurzudo. ●(1908) FHAB Even 177. lezel eur stal c’hle da baëa.

(2) (Ur) stal a dud : une foule de gens.

(1907) AVKA 93. ur stâl vraz a dud. ●200. hag a bedas stâl dud. ●(1953) LLMM 43/20. A-benn neuze endeo e oa ur stal dud e beg ar c’hal.

IV. Adv.

(1) A-stal-gostez : au rebut.

(1872) ROU 99b. Mis au rebut. Lakeed er stal gostez, veut dire aussi, hors de cours.

(1911) BUAZperrot 668. goude beza stlapet va levriou a stal gostez. ●(1932) FHAB Meurzh 91. Komz brudet an amzer goz : «si vis pacem para bellum», – ma fell d’it kaout peoc’h, aoz brezel ! – a dlefe beza stlapet a-stal gostez, mesk-ha-mesk gant ar c’hoz listri-brezel didalvez.

(2) D’ar stal-gostez : (jeter) de côté.

(1931) VALL 158b. (jeter) de côté, tr. «d’ar stal-gostez

V.

(1) Ober stal :

(1803) MQG 10. Savit, savit, merc’het ; savit va (lire : var) ho taou droat, / Anez e refot stal var blad ho linjeri.

(2) Graet ar stal : marché conclu.

(1878) EKG II 153 (L) L. Inisan. Great ar stal, eme ar c'habiten en eur zont da gaout he zoudarded.

(3) (Reiñ, ober) e stal da ub. : tuer, mettre mal en point...

(1878) EKG II 19 (L) L. Inisan. Kargit mad ho fuzilliou, soudarded, abalamour d'eomp da rei he stal d'ar c'houeriad-man kerkent ha m'en em gavimp e Berven. ●(1890) MOA 126 (L). Rembarrer, tr. J. Moal «rei he stal da u.b.» ●320. Laver la tête à quelqu'un, tr. J. Moal «rei he stal da u.b.»

(1910) MAKE 69 E. Crocq. Hag eur sonj fall a bignas d'ar red d'e benn : ober e stal d'ezan. ●98. «Yan, diwar an taol-man, ne vezi ket kosoc'h; mont a ran da ober da stal d'it

(4) Ober ar stal gant ub. : tuer, mettre mal en point.

(1942) DRAN 78. Graet ao ar stal ganen, a sonj-heñ en eur goueza.

(5) Tapout e stal : être frappé, battu.

(1915) HBPR 103 (L) K. Jezegou. Anez ar mear, Pierre Fichou, an an aotrou Alanet hen doa tapet he stal. ●(1923) KNOL 123 (L) K. Jezegou. Bemdez e veze bac'hadou. Hag ar vaouez keaz, goude bezañ tapet he stal, a ranke pignat d'he c'hambr, bep tro, da louzaoui he gouliou.

(6) Treiñ brav e stal : embellir son récit, son compte-rendu...

(1877) EKG I 313 (L) L. Inisan. Ma ne lavar ket Canclaux penn-da-benn ar virionez d'he vistri a ioa e Paris, ma tro e stal braoik avoualac'h, ne ket evit nac'h da viana oamp-ni en em gannet a galoun.

(7) Mont ar stal : arriver.

(1889) ISV 361 (L) G. Morvan. Mar kirit va lezel da zibuna va c'huden, e vouesot penauz e zeaz ar stal.

(8) Bezañ e stal : regarder qqn.

(1908) KMAF 7 E. Crocq. Mes, a-hend-all, an dra-ze n'eo ket da stal eo. ●8. Da stal n'eo ket, pez divergont. ●19. Ah ! kement-se eo va stal.

(9) Lavaret e stal da ub. : dire son fait à qqn.

(1910) MAKE 5 E. Crocq. «Hostaliri ar C'hoad-Pin n'ema ket pell ; ma vez eur bannig, e lavarin awalc'h da stal d'it!» ●(1943) FATI 65. Fulori a ra an dud gant ar c’helou, hag edont o vont da lavarout e stal d’an is-prefed pa dregernas eun tarz-kurun spontus…

(10) Lavaret e stal : dire son mot.

(1869) FHB 251/330a. Pep hini a lavare he stal.

(11) Ober e stal : arriver, bien correspondre à qqn.

(1910) MAKE 104 E. Crocq. «Setu aze hag a rafe brao awalc'h va stal, a zonjas Yan.

(12) Klevet e stal gant ub. : se faire engueuler.

(1922) IATA 22 *Alan Yann. Boss an Ougnoun ! Bremaïk me glevo va stal gant ounont avad !

(13) Filañ e stal : faire faillite.

(1937) ALMA 45. Mes red eo anzav e deus ar Vro kement a zleou, ma rank klask en em ziveac'hia a bep tu, gand aoun da rankout fila he stal.

(14) Mont e stal da stalig // Mont/kouezhañ e stal da stalig hag e stalig da netra // Kas e stal da stalig // Treiñ e stal e stalig : faire faillite.

(1905) ALLO 13 (L) Y.-V. Perrot. E stal e stalik 'zo troet, / Eat e zouc'h da vinaoued. ●(1924) GEVR 10 G. ar Prat. Gwiska a eure dilhad kranoc'h c'hoaz eget re ar c'hont, ha bemdez adalek neuze e veze er c'hastell dre e urz predou bras ha goueliou trouzus. O vont dre an hent-se ne zaleje ket stal Sifroa ha Jenovefa da vont da stalig. ●(1926) FHAB Mae 197 *Tintin Anna. Hag an tieg paour a 'z aio e stal da stalig hag e stalig da netra. ●(1927) TSPY 18 (L) L. ar Floc'h. Pe buan e weli da stal o vont da stalig ha da zouc'h da vinaoued. ●(1943) HERV 114. e keit ma kouez stal ar c’houer da stalig hag ar stalig da netra, e teuont atao a-benn da veva-bevaik. ●(1955) STBJ 203 (K) Y. ar Gow. Dre ma yee o stal da stalig gant an ostizien. ●(1981) ANTR 88 (L) *Tad Medar. An Almagn a zo eed ganti e stal da stalig, war a gonter deom da vihana. ●102. Kas a raio e stal da stalig, a lavar egile.

(15) Freuzañ ar stal : annuler les décisions.

(1932) ALMA 101 (L). Ma n'oun ket eürus, pe ma c'hounezan eun taol kartou ama, da zeiz an tregont vloaz, ar stal a vezo freuzet.

(16) Bezañ grilh ar stal gant ub. : être riche.

(1955) STBJ 43 (K) Y. ar Gow. Penn-oc'h-penn gant hini Yeun ar Gow e oa ive eun tamm brao a di, hini Maria ar Rouz, eur varc'hadourez gwin pinvidik, grilh ar stal ganti, evel ma lavarer e Pleiben.

(17) Bezañ (berr, disterik) ar stal gant ub. : être pauvre.

(1955) STBJ 69 (K) Y. ar Gow. Hogen disterik a-walc'h e oa ar stal ganto hag e rankent labourat o-daou... ●202. Diês e oa ober arc'hant war ar mêz ha n'eo ket souezus e veze berr ar stal gant kalzik tud.

(18) Ober ram-plam-plaoñ war stal ub. : faire savoir que qqn est en faillite.

(1955) STBJ 167 (K) Y. ar Gow. Ha, pa veze « debret e strapenn gantañ», e kleved diwar e benn : «Ne ra na koar na mel» ha «Ne oar ket eus pe goad ober loiaou», pe c'hoaz : «Dizale 'vo grêt ram-plam-plaoñ war e stal».

(19) Kas ar stal d'an dour : voir dour.

(20) Mont ar stal en dour : voir dour.

(21) Kas ar stal da Gêrnetra : voir Kêr.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...