adv. & prép.
(1) Loc. adv. Se touchant.
●(1837) GET 17. chetu hi stoq-ous-stoq, / Ha brema mesq-ha-mesq, ha brema crog-ous-crog. ●(1877) EKG I 125. he zaou benn stok-ouc'h-stok.
●(1942) DRAN 78. hag, en adreñv, an daou vatailhon all, stok ouz stok. ●(1944) EURW I 175. an tier brik ruz, stok-ouz-stok hag holl pimpatrom an eil d'egile.
(2) Loc. prép. Stok-ouzh-stok gant : contigu à.
●(1890) MOA 105b. Adjacent, tr. «Stok-oc'h-stok gant…» ●184a. Contigu, tr. «stok-oc'h-stok gant.»