Devri

stonket

stonket

adj.

(1) Engoué.

(1852) MML 199. esa a ra coms, mes stonqet eo. ●(1869) KTB.ms 14 p 239. ann aotro iaouank a oa ken skontet euz ar pez wele, ma na halle ket komz.

(1974) BAHE 80/31b. Met evit gwir e oa stonket un tamm Dom Erwan hag e skarzhas e c’houg meur a wech evel pa vefe aet un dra bennak a-dreuz.

(2) Bezañ stonket gant : être saisi par.

(1884) LZBt Meurzh 3. he galon stonket gand ar joa.

(1903) MBJJ 164. stonket gant an anken.

(3) Bezañ stonket gant =

(1912) BUAZpermoal 703. a oe stonket gant c'houez ponner ar c'hig rostet a oa el lez-varn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...