Devri

stummañ / stummiñ

stummañ / stummiñ

v.

I. V. tr. d.

(1) Former, façonner.

(1970) BHAF 22. Prim ha brao hag hervez faltazi ar bugel, e veze stummet ar pilpod ha ne gouste ket ker.

(2) Corriger, donner une correction à.

(1904) DBFV 217b. stumein, v. a. tr. «corriger (un enfant), bord du Scorff.»

(3) Former, donner une formation (à qqn).

(1903) MBJJ 231. elæc'h ma ve stummed kloareged. ●(1910) MBJL 116. Penaos stuman «floc'higed an Otro Doue», da laret ê, ar golisted ? ●(1927) LZBt Meurzh 74. eur Skol evit stumman mistri-skol yaouank ! ●(1935) BREI 424/3c. stumma eun dibab micherourien. ●(1944) DGBD 156. daou pe dri all am eus c'hoant stummañ ivez ouzh ar vicher.

(4) Stummañ ub. ouzh udb. =

(1903) MBJJ 298. ouspenn ma roer d'o spered diskadurez (...) e ve stummet o c'horf ouz al labour. ●(1907) AVKA 115. Jesus a stum e ebestel diouz ho c'harg.

II. V. intr.

A. (en plt de qqc.)

(1) Prendre forme, se former.

(1907) AVKA 258. pa deu an delio da digeri, hag ar freuz da stuma. ●(1950) LLMM 23/25. emañ an Tougn milliget-se gant ma dilhad nevez ? Krog int da stummañ ?

(2) (météorologie) Tourner à.

(1909) LZBt Du 7. stuma fall a ra an amzer. ●(1933) ALBR 35. An amzer a zo en glao ; met setu aman eun dervez hag a stumm ervat. ●(1957) AMAH 231. Pa davas ar glaveier e dibenn miz Here e stummas buan an amzer da vont war yenaat. ●(1959) TGPB 101. Tamm ebet ne stumme an amzer da c’houzizañ.

(3) Stummañ da : tendre à.

(1957) AMAH 44. Adal neuze e stummas an traoù da vont war washaat.

(4) Stummañ da vezañ : en avoir l'air.

(1925) FHAB Mae 163. Daoust hag an emgann diweza eo heman ? Stumma a rafe da veza, da vihana, diouz gwelet gant pebez kounnar a stag ganti pôtred an dismantr.

B. (en plt de qqn) =

(1924) FHAB C'hwevrer 78. eman o paouez rei urz da zeski en holl skoliou kristen Istor Breiz. E gloareged, kelennet ker mat, ne stummont ket fall ive ! Setu int, ur blokad anezo, o paouez sevel ur gelaouenn da studia kement a zell ouz ar brezoneg hag ar Vro.

III. V. pron. réfl. En em stummañ : se former.

(1912) MMPM 47. he buez a dremenaz o studia lezen Doue hag oc'h en em stumi d'an oll vertuziou.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...