m. & adv. –où
I. M.
A.
(1) Trait, flèche.
●(1499) Ca 195b. Tenn. g. traict. ●(1633) Nom 185a-b. Sagitta, calamus, arundo, spiculum : flesches : sæz, tenn. ●185b. Pharetra : trousse ou carquois de flesches : vn bouelstr coat pe leezr da douguen an sezyou pe tennou.
●(1659) SCger 174b. ten, tr. «trait.»
●(1839) BESquil 44. er staguein doh troèd ur huèn hac el lahein a denneu bire.
(2) Tir (de fusil, etc.).
●(1659) SCger 33a. coup de canon, tr. «tenn canol.»
●(1849) LLB 1046. teneu é kornal. ●(1878) EKG II 2. an tennou fuzil hag an tennou kanol. ●90. Ne skoen tenn e bed abiou. ●91. Ne rean tenn guenn ebed. ●(1876) TDE.BF 611a. Tenn, adj., tr. «Coup, parlant des armes à feu ; p. ou.» ●(1894) BUZmornik 287. e oue laosket eunn tenn varnhan.
●(1908) PIGO II 178. Pakan rejont digante eur barrad tennou. ●(1925) BUAZmadeg 290. unan a laoskaz var al loan eun tenn bir. ●(1963) LLMM 99/266. en tailh e veze, hep koll amzer da gouchañ, d’ober gant pep tenn pistolenn un toull e kreizig-kreiz ar bihanañ pezh moneiz. ●(1973) LIMO 14 avril. ur goahad tenneu.
(3) par ext. Balle, munition.
●(1903) MBJJ 221. pa glevaz leuskel eun tenn war hed taul d'ean. ●(1910) MAKE 43. eur bistolen, pemp tenn ebarz.
(4) Coup (de tonnerre).
●(1876) TDE.BF 611a. Tenn, s. m., tr. «Coup, parlant du tonnerre ; pl. ou.»
B.
(1) Tirage.
●(1907) PERS 39. ne oa ket eat da zoudard gant re he denn.
(2) Sevel, ober an tenn : procéder au tirage au sort.
●(1915) HBPR 151. an hini a oa deuet da lakaat sevel an tenn. ●153. e vije diez brao ober an tenn en ho farrez.
C. =
●(1924) LZMR 28. ha gouest, hirio, da doulla eun tenn falc'h kerkouls hag ar reuta.
II. Loc. adv.
A. (en plt des armes)
(1) A-zindan-tenn : à portée de tir.
●(1877) EKG I 272. hag ac'hano e tennent var ar zoudarded, pa en em gavent azindan tenn. ●276. Pa deuche ar zoudarded azindan tenn d'eomp.
(2) War-bouez-tenn : à portée de tir.
●(1908) PIGO II 158. ni 'yei da guzan war bouez tenn.
(3) War-hed-tenn : à portée de tir.
B. War-eeun-tenn : directement.
●(1847) BDJ 48. Jusas (...) / Da Jerusalem a ya war heün tenn. ●(1879) BMN 54. ma'z eas var eün-tenn d'ho c'hass da Vichel. ●217. ma iea var eün-tenn bete goueled calonou ar re he zilaoue. ●(1883) MIL 17. Sant Viliau a ziskenne var eün-tenn eus lignez roueet koz Breiz-Izel.
●(1910) MAKE 76. Hag o daou ez ejont warr eün-tenn d'ar Baradoz. ●(1910) FHAB Meurzh 81. An henchou-ze great gant tri wiskad mein, a skoe var eün-tenn eus an eil kear d'eben. ●(1910) BUJA 27. e teuomp ac'hano brema var eün tenn.
III.
(1) (Redek, sevel, tremen) evel un tenn : très rapide.
●(1889) ISV 390 (L) G. Morvan. Sevel a reaz evel eun tenn en he za.
●(1910) YPAG 7 (T) E. ar Moal. Souden, o sevel 'vel eun tenn. ●(1913) FHAB Juin 1924).">HIGO 7 (T) E. ar Moal. Me, o klevet, kement-ze, a zavas evel eun tenn ha d'an nor ! ●(1933) ALBR 27 (T). Erwan dioustu a redas, evel eun tenn, da glask ar gordenn-garr. ●(1958) BRUD 3/36 (K) Y. ar Gow. Med ken braz e oe ar horvad aon a dapas eno, ma redas kuit evel eun tenn. ●(1970) BHAF 77 (T) E. ar Barzhig. Aliez e tremene evel eun tenn pe eun daredenn dirag ar person koz. ●379. Jobig a sav neuze evel un tenn, a lak prim-ha-prim e soutanenn endro dezañ hag eñ gant ar foeltr ruz etrezeg ti dister e dud.
(2) Buan evel un tenn : très rapide.
●(1924) LZMR 36 (Ki) J. Riou. Gwelet a rejont ar vouc'hal o lugerni en aer hag o vont da skoi war eun targos buan evel eun tenn.
(3) Mervel evel un tenn : mourir brutalement.
●(18--) MILg 35. Red eo mervel evel eun tenn / Mont dirak ar barner souveren.
(4) Eeun evel un tenn : très droit.
●(1910) MAKE 82 E. Crocq. Elec'h ar wenojen eün-tenn a droc'h kalz berroc'h. ●(1939) DIHU 340/354 (G) L. Herrioù. Goudé bout heuliet henteu kamdroiek, é tégoéhamb ar hent-pras Soissons, éañn èl un tén. ●(1973) SKVT II 56 (Ki) Y. Drezen. Ur vali ledan, eeun evel un tenn.
(5) ... evit un tenn : pour rien.
●(1924) LZMR 34 (Ki) J. Riou. Met ne vije ket chomet hep dont evid eun tenn.
(6) Mont an tenn da fall : manquer son coup.
●(1868) SBI I 244 (T). Me iello da ermit, en forest ar Markiz, / Hac a stigno ma lasso war benn eun envnic all, / P'ê achapet ma fichon hac êt ma zenn da fall, tr. F.-V. an Uhel «...puisque ma colombe s'est échapée et que mon coup à manqué.»
(7) Mont an tenn er c'hleuz : échouer.
●(1869) FHB 210/4b (L) *Lan an Dall. Poan a ra din e ve eat an tenn er c'hleuz gant ho ten paour. ●(1890) MOA 228 (L). Il a échoué, tr. J. Moal «eat eo ann tenn er c'hleuz gant-han.» ●480. L'affaire n'a pas eu de suites, tr. J. Moal «eat eo an tenn er c'hleuz. (Fam.)»
●(1908) FHAB Genver 32. Marteze e c'hellfe an tenn mont er c'hleuz. ●(1931) VALL 237. Il a échoué, tr. F. Vallée «aet eo an tenn er c'hleuz gantañ.» ●447. Coup manqué, tr. «aet an tenn er c'hleuz ! (popul. s'emploie au fig.)» ●624. L'affaire est ratée, tr. «aet eo an tenn er c'hleuz.»
(8) Mont an tenn hebiou : échouer.
●(1989) LARA 222. ma ne vez ket lakaet urzh ennañ ez aio an tenn e-biou.