Devri

termaji

termaji

m. –ed, –où

(1) Cinéma.

(1958) BRUD 4/60. Da genta, ar «sinema» a veze anvet an «termaji» gand Poulldourigiz dre ma oa deut warlerh al «letern majik».

(2) Saltimbanque.

(1941) ARVR 11/5a. E gwetur eun termaji. ●(1957) ADBr lxiv 4/459. (An Ospital-Kammfroud) eur farsite hag eun drolite a oa gweled ar vugale-ze gwisket gand dilhad termajiou. ●(1958) BRUD 4/60. An ano termaji a veze roet ivez da bôtred ar «sirk». ●(1970) BHAF 78. eur vandenn termaji. ●(1995) BRYV I 50. (Milizag) ne veze ket fiziañs tamm ebed e-barz an dermajied. ●(1977) PBDZ 1139. (Douarnenez) an termajioù 'moa gwelet dec'h, tr. «les saltimbanques que j'avais vus hier.»

(3) Installation de saltimbanques.

(1911) SKRS II 91. an tan goal a grogas en eur «ménagerie» pe «termaji», da lavaret eo en eur stal vraz, eleac'h ma vez diskouezet loened gouez e kaouejou houarn. ●(1931) VALL 673a. installation de saltimbanque, tr. «termaji L[eon] C[ornouaille].»

(4) Stal-dermaji : Installation de saltimbanques.

(1955) STBJ 191. staliou-termaji, kezek koad, brañsigellou, sirkou, gourenerien ha kurioziteou-all a bep seurt hag a vouzare an holl gant cholori o muzikou.

(5) Paotr termaji : saltimbanque.

(1964) YHAO 124. ur paotr termaji azezet war ar c'hlazenn, e-kichen e garr.

(6) Bordel, pagaille.

(1936) IVGA 235. Diwall da lakaat mui na da fri na da deod e termaji kêr, gant aon beza higennet gant «ar gribenned !»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...