Devri

testard / tester

testard / tester

m. –où (pêche) Têtière de filet.

(1944) GWAL 165/306. (Ar Gelveneg) skoulmet e vez ar poell d'ober ul lagadenn vras hag e teu lagadennoù an astenn d'en em stardañ : pa vez dastumet evel-se ar poell e stumm lagadenn, e vez graet tester eus an astenn ; tester a zeu hep mar eus «test», o vezañ m'eo anezhañ un test a vo graet peurrest ar roued dioutañ, lagad goude lagad. ●307. Ar ristenn n'eo ken an un hanter lagad hepken, met an holl renkennad, penn-da-benn an tester. ●(1977) PBDZ 574. (Douarnenez) an testardoù, tr. «les nappes de têtes, dans un filet.» ●806. testard, tr. «têtière (pièce du filet).» ●(1979) VSDZ 41. (Douarnenez) An testar, t'oar a-walc'h, 'vit ar rouejoù sardin,'vit kordenniñ ar roued rankez lakaat un testar deus ar roued. Hennezh rank bezañ staget deus ar roued a-raok kordenniñ, tr. (p. 208) «Le testar : tu sais bien que pour faire un filet de sardine il te faut un testar. Il faut mailler le testar au filet avant de ralinguer.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...