m./f. –où
I.
(1) Témoignage.
●(1499) Ca 196b. g. temoingnage. b. testeny. ●Testeni. g. tesemoingnaige. ●(c.1500) Cb. g. tesmoingnage. b. testeuny. ●(1530) J 80b. Pebez mecher en matery / Onneux ny a quen testeny / Nemet e heny hep muy quet ? tr. «Qu'avons-nous besoin, dans cette affaire, d'autre témoignage ?» ●(1612) Cnf.epist 34. Dré an raeson-man, me Bellec indin hac ignorant, oz aznauout (dré an testenny à cals à Doctoret) pennaus an Confessional-man è berr compsou à brihatta hac à goasq quelennadurezou à importãcc bras, ha meurbet necesser.
●(1659) SCger 117b. tesmoignage, tr. «testeni.» ●174b. testeni, tr. «tesmoignage.» ●(c.1680) NG 4. hac e cafuy guir testeny. ●833. Euit douguign guir testonny. ●(1732) GReg 910a. Témoignage, tr. «testeny. p. testenyou. Van[netois] testony. testany. pp. éü.»
●(1824) BAM 159. un desteni barfet eus ar guirionezou pere ne velomp quet. ●(1829) IAY 95. bernan testeni voar testeni.
●(1907) AVKA 296. N'eo ket dre ma na oa ket digaset falz testo awalc'h dirakhe, med na gorde ket ho zestenio. (….) Med ho zestenio na glozent c'hoaz mad awalc'h. ●(1933) MMPA 12. Kement-man a zo eun testeni eus galloud ha madelez ar Werc'hez.
(2) Attestation.
●(1744) L'Arm 20a. Attestation, tr. «Testani a gomportemantt matt. m.»
(3) Marque.
●(1659) SCger 77a. marque, tr. «testeni.»
II. [en locution]
(1) En testeni eus : en témoignage de.
●(1906) KANngalon Eost 188. skuill ho goad en testeni euz ho feiz.
(2) Rentañ testeni : rendre compte.
●(1869) FHB 243/265a. red dezho avechou renta testeni d'ar virionez. ●(1877) EFV 23. Pihue-benac, emé sant Augustin, e varhue aveit rantein testoni de Jesus-Chrouist, e receu, dré er marhue-cé, er remission ag é béhedeu. ●(1889) ISV 176. Escop Roazon, a rent testeni da eur burzud great gant ar zantez.
●(1905) IVLD 255. renta, da c'houde, testeni d'ezho divar ho fenn. ●285. renta testeni eur vech c'hoaz var burzudou Lourd. ●(1935) KANNgwital 391/68. dre-ze e tleit atao skedi ho feiz. (...) renta testeni d'ar wirionez ha skedi ho karantez.
(3) Dougen testeni : porter témoignage.
●(1659) SCger 117b. tesmoigner, tr. «douguen testeni.»
●(1906) HIVL 59. hi e sellé èl un devér aveit hi doug testoni d'er huirioné. ●(1907) AVKA 214. na laeri ket ; na dougi ket a falz testeni.
(4) Daskor testeni : rendre compte.
●(1913) AVIE 35. Iehan e zakor testoni a zivout Jézus. ●37. Ha Iehann e zakoras testoni get laret : (...).
(5) War desteni ub. : suivant le témoignage de qqn.
●(1970) BRUD 35-36/145. Moarvad ivez abalamour ar zouezuz a zen-ze, war desteni R.-Y. Kreston, a gave da weloud a-dost.