Devri

tiegezh

tiegezh

m. –où

I. (domaine familial)

A.

(1) Famille, ménage.

(c.1500) Cb 66a. [dispensaff] economica / ce. g. dispensation de famille. b. disping an tyeguez. ●(1633) Nom 63b. Vinum operarium : vin de Manouuriers ou de famille : guin an Mescherouryen, pe guin tieguez. ●155b. Suppellex : le mesnage, les meubles : tyeguez an meublou.

(1659) SCger 55b. famille, tr. «tieguez.» ●174b. tieguez, tr. «famille.» ●(1732) GReg 396b. Famille, ménage composé d'un chef, & de ses domestiques, tr. «Tyéguez. p. tyéguezou. Van[netois] tyegueah.» ●(1790) MG 352. me ouair, quer clous èl hanni, armèh ha campènnein un tiegueah. ●(1884) BUR I 30. Nag a wech en evoa kemeret ar boan da labourat eur prez, eur gwele, eun dol evit ann tiegezo paour euz he amezeienn !

(1912) CHEG 8-9. Plac'h oun en eun tiegez tuchentil eus ar re wella. ●(1928) BREI 54/3a. Gant ar yalc'had dastumet evelse e ve roet eun adpae d'an tiegeziou niverus, herve an niver a vugale o deus. ●(1942) FHAB Du/Kerzu 215. Eno, n'eus Buhez ar Zent na pedenn ebet ken, en tiegéz da bemdez. ●(1955) STBJ 148. Eur gêr distourm e oa ive, netra nemet eun tiegez enni.

(2) Mont da diegezh : se mettre en ménage.

(1938) FHAB Kerzu 244. tud yaouank hag a vefe goubet da «vont da diegez». ●(1976) LLMM 178/330. ar pezh a viras ouzh an dud nevez fortuniet da vont da diegezh ha da gavout douar.

(3) Ober an tiegezh : faire le ménage.

(1883) HJM 6. me em euz 2000 livr leve ha ne ran ken tiegez den ebet, tr. «j'ai 2,000 fr. de rente et je ne fais plus les ménages.»

(1924) BILZbubr 38/841. e roe d'ê he ôtre da vont da c'hoari gant ar re all, e-pad ma vije oc'h ober he ziegez.

(4) Ober e diegezh : habiter.

(1924) BILZbubr 37/807. War penn ar c'hra, maner an ôtrou kont Tremedern, maner Penn-ar-Run, kastell Brechou. An ôtrou hag an itron a rê eno o ziegez gant o daou vugel e-pad an hanv ; deut ar goanv ec'h ênt da gastell Tremedern, en koajou bras ar Jaou.

(5) Bara tiegezh : pain de ménage.

(1872) ROU 59. Bara tiegez, tr. «du pain de ménage.»

(6) Penn-tiegezh : chef de famille.

(1732) GReg 159b. Chef de famille, tr. «Penn tyéguez. p. pennou tyéguez. Van[netois] peen-tyegueah. p. penneü pyegueah.» ●396b. Pere de famille, tr. «penn-tyéguez. p. pennou-tyéguez

(1839) BESquil 552. Penneu tyegueah, queméret aveit oh ha groeit hélie én hou tyér er reihtæt caër en dès bet dalhet sant Elzéar én é hani. ●(1865) LZBt Gouere 20. War ar zun kalz a dud, plac'hed, groage ha zoken penno tiegez, ho gweler enn ofern gant douj braz.

(1925) FHAB Mae 183. pep penn tiegez a gase unan bennak eus e di, ma ne c'helle ket mont e unan. ●(1941) FHAB Gwengolo/Here 81b. Ar pennou-tiegez a vo pedet da zont d'an oferenn-bred.

B. par anal. Ruchée.

(1942) DIHU 375/122. Mar da er vam ha merùel, é varù en tiegeh ar un dro geti.

II. (domaine agricole)

A.

(1) Exploitation agricole familiale.

(1866) FHB 61/69a. ne zigassent d'an tieguez nemet guinerez ha trouz. ●(18--) CST vii. E dud, hep beza en o leve, a oa eun tiegez mat ganto hag a oa en o aez.

(1932) KWLB 23. E-barz eun tiegez bihan, pemp pe c’houec’h penn-chatal ennañ. ●(1942) SAV 23/65. E zanvez en devoa bet en arc’hant (soulte) hag an tiegez a oa bet roet d’ar breur p’o devoa graet o zud o dilez (donation-partage) kalz vad (plus-value) a oa deuet en douar abaoe ar mare-se.

(1956) BLBR 92/13. Wardro ar Rufa ez eus tiegeziou gagn. ●(1958) BRUD 3/15. ne oar ket eur hagnad wardro eun tiegez. ●(1959) BRUD 10/13. Tiegez gagn a oa e Meznaod.

(2) par ext. Bâtiments de l'exploitation agricole.

(1878) EKG II 298. Pa veze lakeat eun tiegez e skrab, ar pez a c'hoarveze aliez.

(1949) KROB 20/15. Ma n'eo ket re bounner ar glao, e ray tro an tiegez hag an douarou.

(3) Stal-diegezh : exploitation agricole familiale.

(1957) BRUD 2/29. ar stal-diegez hag an douar. ●30. pe briz lakaad ar stal-diegez hag an atant. ●(1965) LLMM 109/84. o stal-diegezh, loened ha benviji, a dalveze ivez un tamm brav a arc'hant.

(4) Penn-tiegezh : chef d'exploitation agricole familiale.

(1847) FVR 240. Park ar penn-tiegez a zo karget a zreok. ●(1894) BUZmornik 291. Pennou-tiegez divar ar meaz.

(1904) ARPA 248. eur penn-tiegez a blantas eur viniec, a gaeas tro var dro d'ezhi, a gleuzas ennhi eur voaskel. ●(1907) AVKA 242. Bea oa ur pentiegez, a blantas ur winien, a lakaas endro dehi ur c'hae, a gleuzas ur wask hag a zavas un tour evithi.

B. [empl. sans art.]

(1) Sevel, forjañ tiegezh : monter un ménage, une explotation agricole familiale.

(1908) PIGO II 1. a-rôk sevel tiegez, ez eo red kaout, en tu-hont d'eur plac'h da lakat en ti, saoud ha loened da lakat er c'hraou, dilhad ha lienaj da lakat er pres, plous ha foenn da glenkan er zolier. ●(1911) KANNgwital 100/20. Daou o deuz prenet ti, daou savet tiegez. ●(1915) HBPR 242. An aotrou de Saint-Ouen a forjaz tiegez d'ezho.

(2) Derc'hel, kunduiñ tiegezh : tenir un ménage, une exploitation agricole familiale.

(1925) FHAB Mae 195. derc'hel tiegez a goust hir. ●(1941) DIHU 357/221. duah de gondui tiegeh ar er méz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...