m. –ioù
I. (musique)
(1) Ton.
●(1505) Vc 19. ar goblenad ma / var ton ar rorate, tr. «ce couplet / sur l'air du Rorate.» ●(1633) Nom 214a. Phtongus, sonus, sonitus : le ton : an toun.
●(1732) GReg 927b-928a. Il a mis le Magnificat sur le huitième ton, tr. «Entoñnet èn deus ar Magnificat var an eizved ton.»
●(1847) FVR 3. toniou ar c'hanaouennou-man. ●(1849) LLB 762. Hui e chanj hui a voeh, a ganen hag a don. ●(1866) BOM 2. Toniou lirzin, tr. «des airs joyeux.» ●(1876) BJM 67. Beza desket e pemzec deiz da Eussaïz ar c'hanticou spirituel, pemp cant rimalen, ha var toniou dishenvel an eil eus eghile.
(2) Kanañ war an ton bras : chanter avec sollenité.
●(1904) CDFi août-septembre. War an ton bras e kan an aotrou person ar C'hyrie ha dare eo ar c'hloc'her da zistona e-giz m'eo boazet. (d'après KBSA 106). ●(1981) ANTR 45. Pa vez kaned ar Gredo war an ton braz, ton ar roue vel ma leverer, e tregern an iliz.
(3) Kanañ war ton ar roue : chanter avec sollenité.
●(1981) ANTR 45. Pa vez kaned ar Gredo war an ton braz, ton ar roue vel ma leverer, e tregern an iliz.
(4) Chant.
●(1659) SCger 22a. chant, tr. «ton.»
II.
(1) Ton bras : apparat, grandes pompes.
●(1961) BAHE 29/56. distalac'h : lorc'haj, digoroù, stroñs, tontur, ton-bras.
(2) Penaos emañ an ton ? : formule de salutation.
●(1947) YNVL 139. Diganit-te, Fañch, an hini a ranker goulenn penaos emañ an ton ganit.
(3) En devout ton da ub. gant udb. : être fier de qqc.
●(1976) LIMO 29 mai. Me oè mé brigadier e laré ean liés. Ha ton en dezé ged kement-sé. ●Ton, est ici dans le sens de vanité, flatterie.
(4) Klask ton =
●(1911) ADBr xxvii 40. Mar n'oh ket koutant bout sellet èl merhed fier, / Klasket nebetoh ton get ho abiteu kaer, tr. «Si vous ne voulez pas être regardées comme des filles fières, / Cherchez moins (à tirer) vanité de vos beaux habits.»
●(1924) SBED 25. Débret vé en argant én davarn é klah ton.
(5) War an ton : à la page.
●(1945) DWCZ 37-38. eun den «à la page», unan war an ton.
(6) Kas ton : élever la voix, le ton.
●(1931) GUBI 34. Epad ma oent é kasein ton.
(7) Rentañ ton : rendre compte.
●(1575) M 1147-1148. An pempet peheny, arencquy en dyuez, / Anezaff rentaff ton, tr. «La cinquième chose dont tu devras enfin / Rendre compte.»
(8) Pakañ an tonioù bras : apprendre les belles manières.
●(1928) FHAB Genver 17. Ar vamm baour aet da intron ne bakas ket an toniou bras, d'an tol kenta.
(9) Tresañ ton da ub. : tresser des lauriers, des couronnes à qqn.
●(1975) LIMO 02 février. nen des ket bet trèset ton dehè na groeit savadurieu a inour.
III.
(1) Reiñ / Ober ton da ub. : faire très bon accueil.
●(1965) BRUD 20/32 (T) E. ar Barzhig. N'ez in ket, memez tra, da rein ton da holl chiminaoued ma bro ! ●(1970) BHAF 99 (T) E. ar Barzhig. Eveljust, priñsed awalh a zeue da gêr Worms, war ar Roen, da houlenn diganti dimezi, med Emma ne ree ton da hini aneze. ●241. Med eur si all e-noa : evel n'e-noa pried ebed e plije dezañ gwech an amzer turlutad gwragez ar re all. E-leh kas anezañ da golmoha, an davarnourez Selina Tangi he-doa roet ton d'e ardou.
(2) Reiñ an ton : montrer le chemin, donner l’exemple.
●(1910) MBJL 21 (T) Le Clerc. Bet 'zo eun amzer zoken, etre ar bla 1.000 hag ar bla 1.300 hag e roe Bretoned Kymri an ton da lizeradur Bro-C'hall. ●(1924) FHAB Mezheven 205 J.-M. Uguen. Ha c'houi, tud yaouank, a ro an ton d'ar re all, sonjit pegen bras eo ho tever. ●(1931) FHAB Meurzh 118. Daoust ha c'hoant o defe merc'hed Breiz, ar re anezo a zo gallegerezed touet, da rei an ton d'o holl c'henvroadezed ha da veza trec'h d'o mammou a gomze, a lenne hag a gare ar brezoneg ? ●(1950) KROB 26-27/6 Y. J.. Hirio e c'heller gwelet en dro deomp tiegeziou kristen a zoare. Tri pe bevar a zo awalc'h evit rein an ton en eur barrez war bep tachenn, e keñver buhez ar bed all kouls hag hini ar bed-mañ.
(3) Na c'houzout na ton na son : ne rien savoir.
●(1978) PBPP 2.2/392 (T-Plougouskant). N'ouzon na ton na son, tr. J. le Du «je ne sais ni l'air ni la chanson /dicton/»
(4) Kaout muioc'h a don eget a son : être prétentieux.
●(1978) PBPP 2.2/521 (T-Plougouskant). Ar re-seoù o deus muioc’h a don evit a son, tr. J. le Du «ce sont des prétentieux.»
(5) Bezañ an ton hag ar pardon gant : faire la pluie et le beau temps.
●(1957) LLMM 65/11 (T) J. Konan. D'ar c'houlz-se, paotr, ne zeue ket a ziavaezourien d'hor bro bep hañv (...) ha ne veze ket eveljust an ton hag ar pardon ganto e-giz ma vez bremañ. ●(1970) BHAF 243 (T) E. ar Barzhig. Hañ, Tourbin, an ton hag ar pardon a oa ganit, med kouezet eo da blu war da votou...
(6) Bezañ an ton hag ar son gant : faire la pluie et le beau temps.
●(1935) ANTO 34 (T) *Paotr Juluen. Evel ma lavar eun nebeut doktored kalz brasoc'h o genou eged o spered, ha ken alies all an ton hag ar son ganto, war hor maeziou.
(7) Kanañ war ton ar c'hrampouezh gwinizh : voir krampouezh.
(8) Klevet e bater war bep seurt ton : voir pater.