Devri

Tonkedeg

Tonkedeg

n. de l. Tonquédec.

I. Tonkedeg.

(1793) RET 384. An oll ezéc'h à Donqédek, / Gant ho grék. ●385. D'en em denn deus Tonqédek.

(1844) GBI II 110. Ar c'homt a Goat-Louri, euz a dreo Kaouennek / 'Zo êt d' bardon Sant-Weltas, da barous Tonkedek. ●(1847) FVR 49. ez eaz war du Kavan, Tonkedek ha Plouaret. ●(18--) PENdast 275. Nag eun intanves a Tonkedek, / Zo neves maro e friet. ●(18--) PEN.gwerin8 71. an dud a justis e wa en tonkedek.(18--) MILg 89. e Plouber pe e Tonkedek. ●(1853) GBI I 110. Met hi leusket da glask hi boed, / Etre Cavan ha Tonquedec. ●(1866) BURflem 35. En kreiz Kaouen ha Kaouennek, / Plunet hag ive Tonkedek, / Skabel an Diaoul, burzud ar vro. ●(1876) BJM 155. Parrez Tonkedec a so en escopti Landregher. ●(1877) EKG I 51. Me a zo euz a barrez Tonkedek.

(1905) ALMA 68. Tonkedek. ●(1924) ARVG Kerzu 274. dreist-holl e Tonkedek hag e Plouneve. ●(1925) ARVG 3/68. Kêriz a oa dinec'h mat, pa deuas eun den eus Tonkedeg. ●(1925) ARVG Ebrel 85. Visant ar Meur, ginidik a Donkedeg. ●(1928) FHAB Du/405. seiz eus kapitened Kemper, Konkerne ha kastell Tonkedeg.

(2002) TEBOT 106b. Kerozern ha Ploumilio / Ploubêr ha Kaouenneg / Bûlien ha Lanvezeag / 'Vel Berc'hed ha Tonkedeg.

II.

(1) Devise noble.

(c. 1830) ABR 22 44. Lorsqu'on a franchi la porte d'entrée de ce premier ouvrage, et qu'on est entré dans la première cour, on voit à main gauche, sur une des pierres de la muraille, la devise bretonne e va Doe (pour eh! va Doue, ô mon Dieu !) grossièrement sculptée en relief et en caractères majuscules gothiques. C'était la devise des seigneurs de Tonquédec.

(2) Dicton.

(1869) (2000) TPBR 185. Trec'het eo kastell Tonkedeg, / N'eus e-barzh na chas na kezeg.

(3) Dicton avec jeu de mots.

(1974) TDBP III 262. Ni a zo bet e kastell Tonkedeg. – E kastell Touseged ?

(4) Dicton.

(2004) TROMK 218a. Gisti lous ar Gerveur (eme tud Kerfoñs e Plouber).

(5) Dispute.

(1970) BHAF 46. E keit-se, e oa krapet meur a grennard hag a Yann-Gouer yaouank er gwez ha klevet e vezent o youhal : "E Rozpez ez eo c'houezet an tan pell 'zo... An deiz na vo ket holen kraz e reor ar re-ze!... Fidam, tud Tonkedeg eo frank ar hoad gante... Lanvezêgiz a zo bepred ken tañgn, n'o deus lakaet, emichañs, nemed lann en o berniou, re sklaer ha re sonn eo ar flamm... O hola, Kawaniz a zo ganti, med tud Vear, divalo evel m'eo ar hoz Kernevaded kov rouz-se, ne vez gwelet hoaz nemed unan euz o zantadou..."

(6) Dicton.

(1974) BAHE 82/12a. Ploubêr-Tonkedeg : / Kloc'h Kerfoñs : Gisti ha laeron ar Gêrveur. / Kloc'h ar Gêrveur : Evel ec'h omp, ec'h omp. ●(1982) (1993) TKRH 95. Kerfaouez [e Ploubêr] gant he c'hloc'h skañv o vrallañ a lâre evel-henn : Gisti laeron ar Gerveur ! Gisti laeron ar Gerveur ! / Ar Gêrveur gant he c'hloc'h pounner a responte : 'Vel ma omp ac'h omp ! 'Vel ma omp ac'h omp !

(2005) HYZH 244/39. Kloc'h Kerfoñs [e Ploubêr] "Gisti ha laeron ar Gêrveur" / Kloc'h ar Gêrveur [e Tonkedeg] "Evel ec'h omp, ec'h omp" (Barr-Heol 82/12).

(7) Dicton.

(2005) HYZH 244/40. Tonkedeg, lec'h 'mañ an diaoul o redek.

(8) Dicton.

(2005) HYZH 244/40. En Tregrom 'mañ an diaoul o chom, / Er C'houerc'had 'mañ o kac'hat (pe 'neus gloazet e droad), / En Plouared 'mañ war an oaled, / En Bulien eo kouezhet er vouilhenn, / En Plourec'h 'neus torret e vrec'h, / En Plouilio 'mañ 'c'hoari 'r c'hilhoù, / En Ploubêr eo bet tomm d'e lêr (pe d'e rêr), / En Tonkedeg eo kroget da redek, / En Plûned 'mañ o vutunet, / En Bear 'neus torret e c'har, / En Gwengamp eo manet kamm. / Hag en Burtuled eo marv gant an anoued.

III. Nom de famille.

(1970) NFBT 265 N° 2086. Tonquédec.

IV. [Toponymie locale]

(1844) GBI II 110. Ar c'homt a Goat-Louri, euz a dreo Kaouennek / 'Zo êt d' bardon Sant-Weltas, da barous Tonkedek. ●112. Da vaner Tromorvan, p'hen defoa goulennet. ●(1869) (2000) TPBR 185. Trec'het eo kastell Tonkedeg, / N'eus e-barzh na chas na kezeg.

(1933) BREI 331/4c. An dimezell Ar Poulennec, eus Gêr-Nevez. ●(1974) TDBP III 262. Ni a zo bet e kastell Tonkedeg.

(2000) TPBR 185. Kroaz ar Voultenn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...