Devri

trec'h .2

trec'h .2

m. –ioù

(1) Victoire.

(1911) BUAZperrot 565. an treac'h a jomas gant Alphons. ●(1912) MMPM 40. Assur evelato e vije an treac'h da c'hraz Doue, e tistroaz evit an eil gweach. ●(1926) FHAB Meurzh 112. An trec'h a jomas e tu ar Franked. ●(1926) FHAB Kerzu 445. 'N em gemer a ranker diouz kaout an trec'h. ●(1935) BREI 400/1d. Diagent eman an trec'h d'imp.

(2) Gounit an trec'h war : remporter la victoire sur.

(1912) MMPM 59. e c'hounezaz an treac'h var ardou an drouk-spered. ●65. an treac'h ho doa gounezet var an Allmagn.

(3) Kaout an trec’h war : remporter la victoire sur.

(1957) BRUD 2/47. hag ar Pichon ne skuize ket o konta d’e genseurt penôz, heb aon da goll e vuhez, e-nevoe bet an treh war ar gouez fero, goude eur pegad poaniuz.

(4) Aet an trec’h gant : remporter la victoire.

(1957) AMAH 96. Hogen, a-drugarez d’ar « marichal » Pildoudzki ha d’ar ribitailh en-dro dezhañ e oa aet an trec’h gant an Aostrianed.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...