Devri

Recherche 'dilabour...' : 7 mots trouvés

Page 1 : de dilabour-1 (1) à dilabourus (7) :
  • dilabour .1
    dilabour .1

    adj.

    I. Attr./Épith.

    A.

    (1) Sans travailler.

    ●(1846) BAZ 266. biscoas ne oue guelet dilabour. ●(18--) SAQ II 44. n'eo ket e tidalvezi, – e chomm dilabour, – en em vagin, e vagin va greg ha bugale.

    ●(1920) LZBl Gouere 354. Da c'hedal an deiz-se, ar missioner n'eo ket chomet dilabour. ●(1923) KNOL 136. En devez-se, dres, porcher ar baradoz oa dilabour.

    (2) Sans travail.

    ●(1847) MDM 222. pa c'hoarvez d'ezhan beza klan, dilabour, intaon.

    ●(1908) FHAB Genver 7. darempred etre ar micherour dilabour hag ar mestr. ●(1910) MBJL 62. n'eus ket eur vro a vefe enni muioc'h a dud dilabour.

    B. par ext.

    (1) Sans occupation, oisif, désœuvré, innocupé.

    ●(1732) GReg 276b. Desoccupé, ée, desœuvré, qui est sans rien faire, tr. «dilabour.» ●672a. Oisif, ive, tr. «dilabour.»

    ●(1862) JKS 315. Ann den a gar beza dilabour hag ehana. ●(1867) MGK vi. he levrik zo-ken a gase gant-han d'he bark, ha pa oa dilabour, hen tenne dioc'h he c'hodel.

    ●(1908) KMAF 26. Sell ! em eus aoun, emoc'h dibrez ha dilabour. ●(1910) MAKE 109. hervez teodou merc'hed dilabour ar vro. ●(1939) RIBA 73. hui e vreino ér soèu ha druoni, dilabour ha disoursi, doh korvadereh disperet er vèuerion.

    (2) (en plt d'un métier) Qui ne donne pas beaucoup de travail.

    ●(1872) ROU 92a. Moins d'ouvrage, tr. «Dilabouroc'h.»

    ●(1926) KANNgwital 286/431. kargou enorus, dilabour ha paët mad.

    (3) (Moment) sans travail, où on ne travaille pas.

    ●(1922) FHAB Gwengolo 268. E zervez a oa bet didrouz, dilabour.

    (4) (agriculture) (Terre) non labourée.

    ●(1924) FHAB Mae 181. An douar dilabour.

    (5) (Outil) qui ne sert pas.

    ●(1891) AGB 8. ar c'hillotin a chomaz dilabour epad eunn nebeut amzer.

    ●(1908) KMAF 27. ar merg a zebr eur benveg houarn dilabour. ●(1903) CDFi août-septembre. N'eo ket evit lavarout e tilezin va c'hegel evit-se. O ! nann, re e plij d'in, ha va gwerzid ivez, da lezel anezo dilabour. (d'après KBSA 63).

    II. Adv. Sans travailler.

    ●(1942) DIHU 372/96. débrein friko, balé ha biùein dilabour.

  • dilabour .2
    dilabour .2

    m. –ioù

    (1) Chômage.

    ●(1931) VALL 121a. Chômage, tr. «dilabour m.»

    (2) Période de chômage.

    ●(1967) BAHE 53/68. 'Doug ar bloavezhioù 1905-1909 en deus renet an dilabourioù bras.

  • dilabourad
    dilabourad

    m. –idi Chômeur.

    ●(1936) IVGA 112. niver an dilabouridi da sikour.

  • dilabouradeg
    dilabouradeg

    f. –où Grève.

    ●(1920) KZVr 365 - 29/02/20. An dilabouradeg war an henchou-houarn n'he deus ket gallet padout. Re vras droukrans a denne warno ar chiminoded o tilabourat. ●(1931) VALL 344b. Grève d'ouvriers, tr. «dilabouradeg f.» ●Grève générale, tr. «dilabouradeg-veur.»

  • dilabourat
    dilabourat

    v. intr. Faire la grève.

    ●(1920) KZVr 365 - 29/02/20. An dilabouradeg war an henchou-houarn n'he deus ket gallet padout. Re vras droukrans a denne warno ar chiminoded o tilabourat. ●(1931) VALL 344b. faire la grève, tr. «dilabourat.»

  • dilabourer
    dilabourer

    m. –ion Gréviste.

    ●(1931) VALL 344b. Gréviste, tr. «dilabourer.»

  • dilabourus
    dilabourus

    adj. Qui ne demande pas beaucoup de travail.

    ●(1931) VALL 754a. qui ne demande pas de travail, tr. «dilabourus.» ●(1933) ALBR 35. kalz a labourerien a ra o foen evelse (...) o veza m'eo dilabourusoc'h. ●(1957) ADBr lxiv 4/454. (An Ospital-Kammfroud) Dilabouruz : adj. – Formé de labouruz + di (préf. priv.) : qui n'exige pas beaucoup d'efforts ni de travail – comp. dilabourusoh : dilabourusoh eo an eil labour evid egile.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...