Devri

Recherche 'frañmason...' : 3 mots trouvés

Page 1 : de franmason (1) à franmasonerezh (3) :
  • frañmason
    frañmason

    m. -ed Franc-maçon.

    ●(1908) FHAB Mae/135. Petra o deus great kristenien ar Beljik evit kaout frankis hag evit diskar ar franmassonet oa ous o gwaska ? ●(1925) LIZEr a bastor 13. Diskleria a reont e skoint var ar re a zo e karg, ma lakont o bugale e skoliou Kristen, hag ar re en em ziskouez kristenien a jomo en eur garg izel ; ar c’hargou uhel, holl da vignoned ar framasoned. ●(1943) FATI 61. eur framañson rik hag a grene an holl dirazañ. ●87. Met evito da veza harpet gant ar Framañsoned hag ar gouarnamant, e rejont eun dro wenn.

  • frañmasonek
    frañmasonek

    adj. Franc-maçonnique.

    ●(1928) BREI 59/1b. hon gouarnamant framasonek. ●(1935) BREI 401/3b. Hon lezennadur-skol a zo dizoue-krenn ha, zoken, framasonek ?

  • frañmasonerezh
    frañmasonerezh

    m. Franc-maçonnerie.

    ●(1911) BUAZperrot 313. Ar Frankmasonerez a zo eur vreuriez euzus mar deus unan. ●(1925) FHAB Mae 162. savet gant ar franmasonerez. ●(1931) VALL 319a. Franc-maçonnerie, tr. «frañmasonerez m.» ●(1935) BREI 401/3b. urziou deut eus Pariz, ha roet gant ar Framasonerez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...