Devri

Recherche 'labour...' : 26 mots trouvés

Page 1 : de labour (1) à labourus (26) :
  • labour
    labour

    m. –ioù

    I. M.

    (1) Travail, labeur.

    ●(1557) B I 45. Goude ma labour, tr. «après mon travail.» ●(1612) Cnf 29b. An sulyou à pep labour à miry.

    ●(1659) SCger 71b. labeur, tr. «labour.» ●120b. trauail, tr. «labour.» ●155b. labour, tr. «trauail.» ●(1732) GReg 935b. Travail, tr. «labour. p. labouryou, labourou. Van[netois] labour. p. éü.»

    ●(1821) SST 18. labour groeit. ●(1876) TDE.BF 385b. Labour, s. m., tr. «Travail de corps et d'esprit.»

    ●(1900) MSJO 202. en doare-ze Jesus ne reas ket eul labour (...) nemet dre urs pe aotre sant Joseph. ●(1904) DBFV 142a. labour, m. pl. eu, tr. «travail, labeur.» ●(1926) KANNgwital 286/432. diouisieg int evit gounid o bara ha re a spered o deuz evit mont var al labouriou pounner.

    (2) Métier.

    ●(1557) B I 3. Tut a pep labour, tr. «gens de tous métier.» ●7. Tut a labour, tr. «des hommes de métiers.»

    (3) Agriculture.

    ●(1732) GReg 240b. Culture, tr. «Labour.»

    ●(1876) TDE.BF 385b. Labour, s. m., tr. «culture, labourage.»

    (4) Besogne, acte sexuel.

    ●(17--) EN 699-702. Ho ! Ho ! Teodosia, leanes difroqued, / ped corn o heus groed din, boe ma on sortised ? / Chetu dif s[is]un sou, ne non qued deud do que, / hac a labour a reinc bean groed gand eur re, tr. «Ho ! ho ! Théodosia, religeuse défroquée, / combien de cornes m'avez-vous faites depuis que je suis sorti ? / voilà deux semaines que je ne suis venu vers vous, / et le travail doit être fait par quelqu'un.»

    (5) Fonction d'une pièce.

    ●(1905) FHAB Mae/Mezheven 94. stag ez euz outhan eun tam ler hanvet bridaouerez, ha labour ar vridaouerez eo starda ar verzit.

    (6) [au plur.] Travaux de construction.

    ●(1889) SFA 39. Al labourou-ze a ioa padet epad ar bloaz 1206.

    II. [en locution]

    (1) (en plt de qqc.) El labour : en usage.

    ●(1935) FHABvug Pask 103. e Sant-Yann Balanan, e parrez Plouvian, ema hirra maen-aoter a oufed gwelet, moarvat, er bed kristen ; gwasa pez a zo, kouezet pe ziskaret eo diwar e chichen ha breman ema o vresa dindan treid an dud. Eun dra vat e vije, war va meno, e lakat a-nevez el labour hag en enor.

    (2) El labour : au travail.

    ●(1908) PIGO II 171. Hag an dorn en labour raktal. ●(1942) DIHU 368/31. Nen doh ket hoah él labour, emé ean rok ? ●(1982) TKRH 39. Abred e veze laket ar vugale el labour gwechall.

    (3) E-dan al labour : en plein travail.

    ●(1913) AVIE 229. édan el labour hag en tuemdér.

    (4) Kaout labour da : ne pas avoir fini de.

    ●(1868) FHB 163/55a. o deus labour da rouevad c'hoas.

    ●(1903) MBJJ 170. Mes labour o defo da c'hortoz. ●(1947) BIKA 38. Labour am bo da zic'houzouga dre ar prenestr betek an noz.

    (5) Kaout labour (+ v.) : il faut.

    868) FHB 198/333b. Pa erruer eno, e vez labour gortoz. ●(1870) MBR 174. labour gedal ho pezo. ●(1894) BUZmornik 295. Labour klevet skandal e devoue pa erruaz dirak he mestr.

    ●(1912) CHEG 25. Ma 'z afec'h di da glask he bez, ho pefe labour klask. ●(1934) OALD 48/112. labour gortoz o devezo !

    (6) Kaout labour (+ v.) : obtenir.

    ●(1910) MAKE 68. pa c'helle kaout labour gwriat, e laboure.

    (7) Bezañ war al labour : être au travail.

    ●(1860) BAL vii. ac ho lezo e peoc'h pa vezoc'h var ho labour.

    ●(1900) MSJO 129. kouls var hol labour eget e mare an diskuis. ●219. Guelet eo bet gant tud Nazareth var he labour.

    (8) Bezañ gant e labour : être au travail.

    ●(1857) CBF 54. Didrouz edo enn he di gant he labour, tr. «Il travaillait paisiblement dans sa maison.»

    (9) Labour vicher : occupation professionnelle.

    ●(1953) BLBR 58-59/10. an nebeut a amzer-vak a gave diwar e labour-vicher.

    (10) Ober labour tri : travailler comme quatre.

    ●(1957) AMAH 67. en doare ma rae pep hini anezho labour-tri.

    (11) Labour sul : voir sul.

    III.

    (1) Ober labour beleg : voir beleg.

    (2) Ober labour denjentil : voir denjentil.

    (3) Labour wenn : voir gwenn.

    (4) Labour intañvez : voir intañvez.

  • labour-dorn
    labour-dorn

    m. Travail manuel.

    ●(1911) BUAZperrot 430. e rannas e amzer etre ar beden (…) hag al labour-dourn.

  • labour-douar
    labour-douar

    m. Agriculture.

    ●(1907) VBFV.bf 45a. labour-doar, m., tr. «agriculture.» ●(1932) KWLB 5. diwar-benn al labour-douar.

  • labour-korf
    labour-korf

    m. Travail physique.

    ●(1911) BUAZperrot 209. Seiz heur labour-korf. ●350. beteg ma teue an heur da staga d'al labour-korf.

  • labour-ret
    labour-ret

    m. Travaux forcés.

    ●(1869) FHB 215/42b. condaonet da zek vloas labour-red.

  • labour-spered
    labour-spered

    m. Travail intellectuel, spirituel.

    ●(1911) BUAZperrot 350. O buez a ioa rannet etre tri dra : al labour-spered, al labour-korf hag ar beden.

  • labourad
    labourad

    m. –idi Travailleur.

    ●(1866) FHB 100/380b. Monsieur Arc'hanteg eta a ra d'he labouridi labourat sûl-voel-pemdez.

  • labouradeg
    labouradeg

    f. –où

    (1) Atelier, lieu de travail.

    ●(1732) GReg 59b. Attelier, lieu ou plusieurs ouvriers travaillent ensemble, tr. «Labouradecq. p. labouradegou.» ●556a. Laboratoire, lieu où les chymistes travaillent, tr. «labouradecg. p. labouradegou.»

    ●(1847) FVR 70. pep-hini a zistroe d'he labouradek. ●(1847) MDM 155. Eno ez euz eur milion a zivreac'h o labourat noz-deiz el labouradegou ar vourc'hisien. ●(1876) TDE.BF 385b. Labouradek, s. f., tr. «Atelier, laboratoire.»

    ●(1927) GERI.Ern 10. labouradeg, tr. «atelier, ouvroir.»

    (2) Usine.

    ●(1954) LLMM 42/12. Manet eo war lein e gein da selaou e galon baour o talmiñ gant trouz ur mekanik ha zoken ul labouradeg a-bezh.

    (3) Travail fait ensemble, en équipe, en commun.

    ●(1927) GERI.Ern 10. labouradeg, tr. «travail en commun.» ●(1985) AMRZ 91. Pa veze labouradegou evel-se, e teue d'or zikour an amezeien.

    (4) special. Ouvroir.

    ●(1732) GReg 683b. Ouvroir, salle où les Religieuses se trouvent pour faire leurs ouvrages, tr. « Labouradecg. p. labouradegou. »

  • labouradur
    labouradur

    m. Labourage.

    ●(c.1500) Cb [labouradur]. oeuuraige de labeur. b. labouradur vide in traueill.

    ●(1732) GReg 556b. Labourage, l'art, & l'action de labourer la terre, tr. «labouradur.»

  • labouradur-douar
    labouradur-douar

    m. Agriculture.

    ●(1868) FHB 194/300a. Skol labouradur an douar. ●(1869) FHB 232/184a. classou al labouradur douar.

  • labouraj
    labouraj

    m. Agriculture.

    ●(1732) GReg 240b. Culture, tr. «Labouraich.» ●556b. Labourage, l'art, & l'action de labourer la terre, tr. «Labouraich.»

  • labouraj-douar
    labouraj-douar

    m. Agriculture.

    ●(1922) LZBt Meurzh 10. relijion, labouraj-douar, amzer vrao ha glao, politik, zoken.

  • labourapl
    labourapl

    adj. Ouvrable.

    ●(1612) Cnf 12b. da goel berset, pé da dez labourabl.

  • labourat / labouriñ
    labourat / labouriñ

    v.

    I. V. intr.

    (1) Travailler.

    ●(1499) Ca 200b. Trauell pe labourat g. trauailler labourer. ●(1530) Pm 245. Ma map labour flour ez tourel, tr. «Mon fils, travaille bien dans ta tour.» ●(1557) B I 475. Labouromp hon peuar oar tro, tr. «Travaillons tous quatre ensemble.» ●(1575) M 1024. Da labourat à striff, tr. «A travailler avec effort.» ●(1621) Mc 26. Labourat dan gouelyou. ●(1633) Nom 128a. Officina : l'ouuroir : an ourouër, an læch ma labourer. ●225a-b. Feriæ, dies otiosus : vacances, iours feriez : vaçancou (lire : vacançou), dezyou gouel pe en re ne labourer quet.

    ●(1659) SCger 120b. trauailler, tr. «labourat.» ●155b. labourat, tr. «trauailler.» ●(1732) GReg 935b. Travailler, tr. «labourat. pr. labouret. Van[netois] laboureiñ. labourat.» ●(1790) Ismar 56. Labouramb quêntoh d'obér hur salvedigueah.

    ●(1821) SST 146. labourat d'er sul.

    ●(1904) DBFV 142a. labourat, –rein, v. n., tr. «travailler.»

    (2) Faire de l'effet.

    ●(1895) FOV 250. Er rhum en ès labouret.

    ●(1908) DIHU 35/72. Komans e hré en ivaj labourat : en hanter anehon e oé oeit d'é ben, en hantér aral e oé koéhet én é ziùhar.

    (3) Fonctionner.

    ●(1575) M 2011-2014. Er an tan an bet man, an tra man so haznat, / A guell bezaff lazet, ha steuzet á pret mat, / Ouz lamet credet glan, tiz ha buhan an coat, / Pe teurell enhaff dour, neguell muy labourat tr. «Car le feu de ce monde, cette chose est évidente, / Peut être éteint et étouffé bientôt / En enlevant, croyez bien, vite et promptement le bois / Ou en jetant de l'eau dessus, il ne peut plus opérer.»

    ●(1874) FHB 510/318b. a veac'h e laboure he goazied. ●(1877) BSA 115. Ar boumpou ne c'hellont mui labourat, defaot dour. ●(1877) MSA 179. ar goazied a zanter o labourat. ●(18--) SAQ II 11. Ar montr a laboure.

    ●(1911) ADBr xxvii 96. rodow hag e labourè dré vikanék. ●(1920) AMJV 139. He skevent hag he bouzellou ne labourent ket mad. ●(1922) IATA 17. (Fanch) – Gant oc'h horolaj neo c'hoaz nemet seiz heur anter. (Iann) – Ne labour ket. ●(1933) OALD 45/218. pa ne labour ket mad al lounezi.

    II. V. tr. i.

    (1) Labourat war un danvez bnk =

    ●(1928) FHAB Kerzu 442. An neb a zo o labourat, pe war ar c'hoad, pe war an houarn, pe war al ler, pe war ar mezer, pe war ar maez, pe war ar mor...

    (2) Labourat war e vicher : exercer son métier.

    ●(1878) EKG II 300. ar c'here en em lakeaz adarre da labourat var he vicher goz.

    ●(1944) LLMM 78/8. deut eus kostezioù Bodiliz da labourat war e vicher.

    III. V. tr. d.

    (1) Travailler.

    ●(1904) DBFV 142a. labourat, –rein, v. a., tr. «travailler.»

    (2) [au passif] Être travaillé, malmené (par une maladie).

    ●(1879) BMN 305. Bez e oa labouret gant ar boan hanvet er vro poan Sant-Cadou.

    (3) (agriculture) Labourer, cultiver.

    ●(1633) Nom 235b. Offringitur ager : derechef labourer : labourat vn parc á pen da penn, á neuez flam. ●Ager proscinditur : labourer pour la premiere fois : labourat an quentaff gouez an douar.

    ●(1659) SCger 35b. cultiuer, tr. «labourat.»

    ●(1849) LLB 4. Peh doar e zou ret choej, penauz el labourat.

    ►absol.

    ●(17--) CBet p. 444. Adam a ra ar feson da labourat, tr. «Adam fait semblant de labourer.»

    ●(1849) LLB 12. Mar labourer hemb oh é koler el labour.

    (4) Faire travailler.

    ●(1849) LLB 356. Brehonet en tameu, labouret hou rastel. ●903-904. selet mem benhueger / Ne luehant avel se meid rak m'ou labourer.

    ●(1912) BUAZpermoal 254. Red eo labourat ar spered.

    IV.

    (1) Labourat evel ur c'hi : voir ki.

    (2) Labourat evel ur marc'h : voir marc'h.

    (3) Labourat evel ul loen : voir loen.

    (4) Labourat evel mevel ar person : voir mevel.

    (5) Labourat evel ma kac'h ar saout en noz : voir kac'hat.

  • labourek
    labourek

    adj. (Vie) laborieuse.

    ●(1933) OALD 45/194. eur c'hrennad bla ha bla eus ar pez a zo tremenet a vraz em buhe lennek ha labourek.

  • labourer .1
    labourer .1

    adj. Travailleur.

    ●(1904) DBFV 142a. labourér, adj., tr. «travailleur, laborieux.»

  • labourer .2
    labourer .2

    m. –ion, labourizion

    (1) Travailleur.

    ●(c.1500) Cb 81a. [euuriff] Jtem operosus / a / um. g. laborieux / estudiant / oeuurant. b. labourer pe mecherour. ●(1612) Cnf 64b. Miret è gobr hac è saler ouz an labourer, hac an seruicher.

    ●(1659) SCger 87a. ouurier, tr. «labourer.»

    ●(1876) TDE.BF 386a. Labourer, s. m., tr. «Travailleur ; pl. ien.»

    ●(1911) BUAZperrot 328. striz oa e kenver (...) al labourerien da zul.

    (2) Cultivateur.

    ●(1499) Ca 106a. [guinyenn] g. vingneron. b. labourer an guin. ●119a. Labourer. g. laboureur. la. hic colonus / ni. ●(1521) Cc. Laboureur an guiny vigneron. (d'après GMB 348).

    ●(1659) SCger 155b. labourer, tr. «laboureur.» ●(1732) GReg 556b. Laboureur, tr. «Labourer. p. labouréryen, labouridy.»

    ●(1847) FVR xi. eul labourer o vont da welet he barkou. ●(1878) EKG II 183. Al labourer keaz (...) a skoe, guella ma c'helle, taoliou tranch en douar. ●(18--) SAQ I 238. Pa zao louzeier fall en eur park, al labourer a gemer e grog-c'hoennad evit ho zenna er meaz.

    ●(1900) MSJO 129. al labourer a c'hell kana en he bark. ●(1904) DBFV 142a. labourér, s. m.pl. labourizion tr. «laboureur» ●(1911) SKRS II 80. al labourer / O hada ed 'n he barkeier. ●(1912) BUBU 73. En neu labourér e oé bamet kaer, és é gout. ●(1925) BUAZmadeg 364. Petra vir ouzoc'h hu, labourerien ha micherourien, d'en em zantelât ive en eur labourat ? ●(1934) BRUS 270. Un laboureur, tr. «ul labourér, pl. labourizion.» ●(1933) ALBR 36. an evned bihan a rent d'al labourer eur servij dispar.

    (3) (astronomie) Steredenn al labourer : étoile du berger (= Vénus).

    ●(18--) CST 38. steredenn al labourer a bare a-benn neuze en nenvou.

  • labourer-dorn
    labourer-dorn

     m. labourerion-dorn Travailleur manuel.

    ●(1909) BOBL 03 juillet 236/1a. ifern d'ar paour, purkator d'al labourer-dorn.

  • labourer-douar
    labourer-douar

    m. labourerion-douar Cultivateur.

    (1) Labourer-da-zouar.

    ●(c.1500) Cb. ga. laboureur de champ. b. labourer da douar.

    (2) Labourer-douar.

    ●(1732) GReg 556b. Laboureur, tr. «labourer douar.» ●(17--) TE 9. Caïn e oai labourér-doar.

    ●(1839) BESquil 294. Sant Isidor, labourér doar dré é stad. ●(1876) TDE.BF 386a. Labourer-douar, tr. «cultivateur.» ●(1878) EKG II 66. labourer douar divar ar meaz.

    ●(1907) BOBL 20 avril 134/2e. pennrener syndikat al labourerien douar. ●(1913) HIVR 61. ur labourér doar devot. ●(1915) HBPR 192. e ti Guillaume Abautret, labourer douar. ●(1925) SFKH 5. ol er labourizion do ar ag er hornad.

  • labourer-kêr
    labourer-kêr

    m. Ouvrier qui travaille en ville.

    ●(1995) BRYV III 162. (Milizag) Va hoar a oa dimezet d'eul labourer-kêr.

  • labourer-porzh
    labourer-porzh

    m. Ouvrier qui travaille dans un port.

    ●(1945) DWCZ 35. Ha Kaour a zo aet da labourer-porz. ●(1995) BRYV II 129. (Milizag) Dimezet eo gand eul labourer porz. ●(1995) BRYV III 43. (Milizag) da zimezi d'eul labourer-porz.

  • labourerez
    labourerez

    f. –ed

    (1) Travailleuse.

    ●(1860) BAL 30. Me ne d'oun nemet ul labourerez keaz.

    (2) (apiculture) Abeille ouvrière.

    ●(1906) GWEN 7. beza ez euz labourezed (...) beza a vez ive maled hanvet dre aman gorerezed. ●(1931) VALL 2b. Abeille travailleuse, tr. «labourerez f. pl. ed.»

  • labourerezh-douar
    labourerezh-douar

    m. Agriculture.

    ●(1908) FHAB Mae 142. Ar wellaenn deuet el Labourerez-douar. ●(1928) BREI 60/2c. rak ar pez a zo o terc'hel ar vro en he flomm eo al labourerez-douar.

  • labouret
    labouret

    adj.

    (1) Labouré.

    ●(1633) Nom 234b. Aruum, cultum : terre labourée preste à semer : douar labouret prest da hadaff. ●Seges : terre labourée & semée : douar labouret hac hadet.

    ●(1891) CLM 14. ul lod bras a zouar labouret.

    (2) Travaillé.

    ●(1633) Nom 247b. Argentum factum : argent barru, ou labouré : archant cannet ha labouret.

  • labouriñ
    labouriñ

    voir labourat

  • labourus
    labourus

    adj.

    (1) Qui donne du travail.

    ●(1774) AC 2. ar guilioud difficil pe labourus, tr. «le [accouchement] difficile ou laborieux.»

    ●(1920) AMJV 113. An emgleo etre an aotrou Laudriot hag ar veleien a ioa a du gant ar Vam zantel,e Paris, a oue labouruz eun tamik. ●134. Re labouruz e vefe komz euz an holl liziri a resevas al leanezed. ●(1931) VALL 754a. exiger du travail, donner de la peine, de l'embarras, tr. «beza labourus.» ●(1936) BREI 450/1d. labourus ha koustus. ●(1947) TNOG 5/23-24. (Tregor ha Goelo) Labourus, ag. : a c'houlenn labour evit e gas da benn. ●(1984) HYZH 154-155/38. paseal div wech er memes lec'h, an dra-se yoa labourus.

    (2) (en plt de qqn) Qui travaille beaucoup.

    ●(1732) GReg 556a. Laborieux, euse, qui travaille beaucoup, tr. «labourus. tud labourus.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...