Devri

Recherche 'run...' : 10 mots trouvés

Page 1 : de run (1) à runnet (10) :
  • run
    run

    m. –ioù Colline.

    ●(1872) ROU 105b. Tertre, tr. «Run.»

    ●(1903) MBJJ 21. eur regennad runio gweennek. ●313. war grab ar runio. ●(1907) VBFV.bf 66b. run, f. pl. ieu, tr. «butte, colline.» ●(1924) BILZbubr 37/807. ar c'hoad tilh a c'holoe ar run. ●(1931) VALL 87b. Butte, tr. «run m.» ●132b. Colline, tr. «run m.» ●(1942) DRAN 78. Krapa a reont ouz ar run hep ober ken a van ouz an tarzadennou.

  • Run-ar-Go
    Run-ar-Go

    n. de l. Run-ar-Goff (Pédernec).

    ●(18--) PENgwerin9 102. en K/vataman en Run ar go / pi vin aretor ous Colledou. ●(c.1868) GBI II 322. Me lakaï' ann tan en Runangô, / Kermataman, ar C'holledo; / Me lakaï' ann tan en Runaspern, / Kermataman, ar gêr a Skern. ●448. Hag iwe ann aotro Runangô, / Gwasa merc'hetaër 'zo er vrô.

    ●(1980) (2005) IFTR 229. Eno, e Run A Go e Pederneg, e oa ur paotr bihan en evoa naon. (...) Run A Go oa bet skoet teir gwech an tan warnañ a oa kouet diwar ar Menez Bre !

  • Run-Askol
    Run-Askol

    oronyme Ar Run-Askol (Ménez-Hom).

    ●(1928) FHAB C’hwevrer 54. ar Reun Askol, 235 m.

  • Run-Vihan
    Run-Vihan

    oronyme Ar Run-Vihan (Ménez-Hom).

    ●(1928) FHAB C’hwevrer 54. ar Reun Vihan, 225 m.

  • Run-Vras
    Run-Vras

    oronyme Ar Run-Vras (Ménez-Hom).

    ●(1928) FHAB C’hwevrer 54. ar Reun Vras, 248 m.

  • Runân
    Runân

    n. de l. Runan.

    I. Runân.

    ●(1847) FVR 73-74. paotred parresiou Hengoat, Peuzit (lire : Peurit) ar Roc’h, Ploezal, Pouldouran, Trogeri ha Runan. ●(1851) PENgwerin5 115. Pa voa diveur e sonn en Runan / E voad o lakat ar billik var an tan. ●(1877) EKG I 21. an Aoutrou Le Tourneur, persoun Runan. ●(18--) SON II 238. P'oa zonet dec heur e Runan, / Oa laket ar iod war ann tan. ●(1889) CDB 205. Neuze weliz war dour Runan / Ann tad-moualc'h 'kludan ar vran. ●(1894) BUEr 71. Runan.

    ●(1905) BOBL 22 avril 31/3d. eur c’hart leo bennag deuz ar bourk, war hent Runan. ●(1905) ALMA 67. Runan. ●(1912) MELU 208. Hir ha moann / 'Vel tour Runann. ●(1925) ARVG 3/67. Potred yaouank Pleuzal, Trogeri, Hengoat, Pouldouran, Ar Vinihi, Runan, Peurit, gante bijer, fuzuilhou, kontellou presour, a gerz warzu Ar Roc'h hag en em gav e kêr wardro eun eur goude kreizte. ●(1930) DOBR 29. Er Roc’h nag e Runan, / E Breiz nag e Bro-C’hall.

    ●(2002) TEBOT 106b. Memes Runan ha Ploueg / Brelidi, Koataskorn / 'Vez gwelet ar vogedenn / Sevel maez deus ar forn.

    II.

    (1) Proverbe.

    ●(1900) KRL 14. Foar Sant-Lukas, / An ed du er c'hrignol hag en kraz, tr. « A la foire de Saint-Luc (18 octobre, à Runan), le blé noir dans le grenier, et sec. »

    (2) Expression proverbiale.

    ●(1912) MELU 208. Hir ha moann / 'Vel tour Runann.

    (3) Rimaille.

    ●(1957) SKOL 5/24. Neuze 'welis war tour Runan, / Ar voualc'h o tivizout gant ar vran, / Ha lost ar big war un drezenn, / Setu echu va c'hanaouenn. ●(1975) BRUD 50/50. Neuze e welis war douar Runan, / An tad-moualh 'kluchañ war ar vran, / Ha lost ar big war an drezenn, / Setu echu ma hanaouenn.

    (4) Dicton.

    ●(2016) TELGR (12.08.2016) [52a] (Daniel Giraudon). Chiminaloù bras Runan / Muioc'h a voged ewit a dan, tr. « Les grandes cheminées de Runan / PLus de fumée que de feu ».

    III. Nom de famille.

    ●(1970) NFBT 252 N° 1987. Runan.

  • rundailhañ / rundeilhat / ruduilhat
    rundailhañ / rundeilhat / ruduilhat

    v. intr. Se rouler.

    ●(1909) BOBL 20 mars 221/1b. eun darnvuia a dud fall, kruguillou merrien o virvi hag o rundeillat an eil da heul eben. ●(1927) FHAB Gouere 152. (Roudoualleg) rundailha, «se rouler» (?). ●(1941) SAV 19/25. hag e reas da Ahez gaer ruduilhat garo e-barz ar mor. ●(1942) FHAB Meurzh/Ebrel 150. (note de F. Vallée) Roudoulha. ruduilha e Kerne.

  • runell
    runell

    f. –où Colline.

    ●(1931) VALL 87b. Butte, tr. «runell m.» ●132b. petite colline V[annetais], tr. «runell f.»

  • runenn
    runenn

    f. –où Colline.

    ●(1872) ROU 105b. Tertre, tr. «Runenn.»

    ●(1931) VALL 132b. Colline, tr. «runenn f.»

  • runnet
    runnet

    adj. Réunis.

    ●(1895) FOV 250. avel un taul gurén / 'Ma runnet ol en dud ha ronsèd ér blasen, tr. «la place du marché est couverte d'hommes et de chevaux.»

    ●(1904) DBFV 200b. runnet, part., tr. «réuni (F. V. 20).»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...