Devri

a-benn-font

a-benn-font

adv. Entièremement.

(1912) BUAZpermoal 7 (lizer an Otro Pennec d'an Otro Moal). Bean 'zo, avad, ebarz al levr, eul labour groet a benn-fonn ganac'h, hep den na tra oc'h enebi ouz ho spered, ha n'oufer nemed hen meuli. ●(1926) FHAB Du 413. Ar Frans a zo henvel ouz eun ti dirapar, mogeriou ha toenn (…). Hen adsevel a zo ret a-benn-font. ●(1926) FHAB Kerzu 456. gouizieien, tud a studi, o deus krouet a-benn-font eur «yez lennek unvan». ●(1942) VALLsup 80a. détruire de font en comble, tr. «diskar a-benn-font.» ●(1963) BAHE 34/70. ar gerioù nevez da grouiñ a-benn-font pe da amprestañ digant ar pezh a anver ar Geriadur Etrevroadel.