Devri

ali

ali

m. & adj. –où

I. M.

(1) Avis, conseil.

(1580) G 182-183. non neus doñ grat na mat na ty, / Douar na chatal nac aly, tr. «nous n'avons à notre disposition ni bien ni maison, / Terre ni bétail, ni conseil.»

(1710) IN I 352. Sant Augustin a ro un ali bras d'an intanves.

(1838) CGK 6. dre e haliou fall. ●(1864) SMM 33. Setu an diou guentel hag an daou ali oc'h eus bet diaraog. ●(1868) FHB 161/40b. Eun ali evel kent am be da rei deoc'h. ●(1868) FHB 199/343a. Koulsgoude, ma mignon, e rofen ali dec'h da sonjal erfad er pez ac'h eus c'hoant da ober. ●(1874) FHB 506/287b. Chetu ama en tam ali / A roaz er fur-sot a zevri. ●(1878) EKG II 33. me n'oan evit goulen ali ouc'h den. ●(1889) ISV 207. heuil va ali ha savete da ene en eur sacrifia.

(1907) PERS 226. heulia he ali. ●227. heb goulen he ali. ●262. rei aliou mad da bep hini. ●(1911) BUAZperrot 118. o c'houlenn ali eun all. ●490. Diskiant eo da aliou. ●(1919) DBFVsup 2a. alu, alud (Arv[or]), ali (B[as] v[annetais]), tr. «avis, conseil.» ●(1926) FHAB Genver 25. eun ali bennak diwarbenn an netadurez. ●(1929) MKRN 153. E alïou, e furnez a ziske d'hon Tadou / Beva santel. ●(1931) GUBI 136. en ali-sé / E bredégeh dré hou puhé. ●(1943) FATI 128. kemer a ra ali tud gouiziek.

(2) Ali fall a zen : personne de mauvais conseil.

(1907) AVKA 146. un ali fall a den out.

(3) War ali : sur les conseils de.

(1911) BUAZperrot 83. var ali ar Werc'hez. ●92. ha var he ali e lakejont sevel iliz sant Per ha sant Paol. ●589. Var ali sant Fransez a Zal. ●(1957) AMAH 153. War va ali, e lenne un dek pe daouzek pezh-c’hoari.

(4) Dre ali(où) : sur les conseils de.

(1882) BAR 66. Dont a reaz d'an Templ dre ali ar Speret-Santel. ●(1894) BUZmornik 194. ha goudeze e tistroaz d'ar gear dre ali he eontr.

(1907) PERS 279. Piou a c'hellfe niveri an oberou en euz an Aot. Vianney lakeat sevel, dre he aliou hag aliez gant sikour he arc'hant ?

(5) Bezañ en ali : être d'accord que.

(1912) BUAZpermoal 35. ha p'eo gwir n'oc'h ket en ali gwelet ac'hanon o vont ken d'ar foariou, hounnez a vezo ma diveza.

II. Attr.

(1) Bezañ ali : être d'avis (que).

(1913) KZVr 26 - 31/08/13. me 'zo ali, tr. «je suis d'avis que...» ●(1927) GERI.Ern 14. ali 'venn d'eoc'h, tr. je serais d'avis, je vous conseillerais.»

(2) Bezañ ali da : être partisan de.

(1902) PIGO I 183. Neuze, 'me Bersonik, me a vije ali da grapad pep hini war e ween, hag an hini a welo eur c'hastel pe eun ti bennag a laro d'ar-all.

(3) Bezañ ali war : être d'accord sur.

(1965) BAHE 46/2. An holl a vo ali war ar poent-se.

(4) Bezañ ali gant ub. : être du même avis que qqn.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...