Devri

aon

aon

m., conj. & prép.

I. M.

A. Peur.

(1499) Ca 9b. Aoun. g. paour. ●50b. g. trembler de paour. b. crenaff gant oun. ●150b. Oun. vide in aoun. ●(1576) Cath p. 21. peheny a respontas dezy na vezet auon en bet mignones an autrou doue. ●(1612) Cnf 75a. an aoun da coll an buhez eternel.

(c.1680) NG 75-76. pe cri ha eunë / De nep a guelou en treu-man !

(1834-1840) BBZcarn I 238. Ne peus ket da gahout aoen bet / Melin vars ne ziuno ket. ●(1869) FHB 210/2a. ar rumad christenien a grogaz aouen enho.

(1927) GERI.Ern 20. aon, L[éon] aoun, V[annetais] eun, tr. «Peur, frayeur.» ●(1955) STBJ 17. Aon ruz en devoa rak e samm.

B. [en locution]

(1) Bezañ en aon : avoir peur.

(1862) JKS 101. Eur goustians fall a zo bepred enn aoun hag enn enkrez.

(1904) KANngalon Du 252. Dalc'hmad e vezet en aoun. ●(1927) GERI.Ern 20. en aon, tr. «sous le coup de la crainte.»

(2) Bezañ en aon war udb. : avoir peur que qqc. arrive.

(1905) KANngalon Eost 462. An eneou troet d'ar vadelez a vez alies en aoun var gementze.

(3) Sevel aon gant ub. : prendre peur.

(1905) KANngalon Mae 407. Sevel a ra aoun gant meur a hini.

(4) Bezañ dindan e aon : être d'une nature inquiète, être en proie à la peur.

(1855) TOB 3. Nous marchions avec apréhension, tr. «Ni gerze dinan hon aon.» ●(1895) GMB 32. pet[it] tréc[orois] beañ dinañn i aoñn, litt. «être sous sa peur», être inquiet, avoir toujours peur.

(1902) PIGO I 61. an dud dre-holl a zo dindan o aoun. ●(1919) BUBR 10/269. dindan o aoun, glas o dremmou. ●(1927) GERI.Ern 20. dindan aon, tr. «sous le coup de la crainte.» ●(1982) TKRH 67.Abegoù a oa (...) da vezañ dindan aon.

(5) Bezañ war aon : craindre.

(18--) SAQ I 156. Bezomp var aon na zistrofe ken. ●176. bezit atao var evez (…) atao var aoun.

(1909) KTLR 217. Mez evel ma zeo fin e vezo var aoun. ●(1936) PREZ 121. Ne vezit ket war aon, koulskoude. ●170. Labourit atao evit ho silvidigez, war aon hag en eur grena.

(6) Ober aon da : faire peur à.

(1659) SCger 91b. faire peur, tr. «ober aoûn da vrebenac.» ●(1732) GReg 719a. Faire peur à quelqu'un, tr. «Ober aoun da ur re-bennac.»

(7) Kaout aon rak : avoir peur de.

(1659) SC 63. cahout aoun rac cofés.

(1868) KMM 28. Caout kement a aoun rag sellou an dud. ●(1869) SAG 35. edoare bugale friant, n'o deuz ket aoun rag ho zad.

(1909) KTLR 213. ha ne dije ket aoun rag al laeroun.

(8) Rak aon a wazh : de crainte de pis.

(1732) GReg 725b. De crainte de pis, tr. «Rag aoun a voaçz

II. Loc. conj.

(1) Aon na : de peur que.

(c.1825-1830) AJC 60. quemer lunedou aon ne golgen ar gueled.

(2) Rak aon ma, na, e : de peur que.

(1530) Pm 130 (Tremenuan). Ouz da map net groa ma trete / Rac aoun am goall nam tamallhe, tr. «Avec ton fils opère entièrement ma réconciliation, / De crainte qu'il ne me blâme pour ma faute.» ●(1575) M 1242. Rac aoun na ve lazret, na douguet é metal, tr. «De peur que son métal ne soit volé et emporté.» ●1817. Rac aoun na vent gardys, en nep guis punisset, tr. «De peur d'être durement punis en aucune façon.» ●(1576) Cath p. 5-6. hac ez caffas vn nombre bras a christenyen, pere a yea da sacrifia dan ydolou rac aon na vient lazet, tr. «Et elle trouva un grand nombre de chrétiens qui allaient sacrifier aux idoles de peur d'être tués.» ●(1612) Cnf 47a. rac aoun n'az lesseñ paour en bet.

(1732) GReg 719a. De peur que, tr. «rag aoun ne, ou, na.» ●De peur qu'il ne vienne, tr. «rag aoun na zué.»

(1834) SIM 137. rac aoun e teufent da veza victim eus a arrach ar miserabl-se.

(3) Gant aon ma : de peur que.

(1575) M 3324. Gant aoun an oll dre nep roll no collhet, tr. «Par la peur qu'on ne les perdît entièrement par quelque accident.»

(1659) SCger 91b. de peur que, tr. «gant aoûn na.» ●(1732) GReg 719a. De peur que, tr. «Gad aoun ne, ou, na.» ●De peur qu'il ne vienne, tr. «Gad aoun na zué.»

(1849) LLB 701-702. É ma ret ou huenat, tenein ol el lezeu, / Ged eun ne vougehent émber er planteneu. ●1419-1420. Ged eun ne cherrehent, é kouskèt ar en doar, / Korfadeu aneouid.

(1907) PERS 181. gant aoun na vije flatret.

(4) Gant aon rak + nom verb. : de peur de/que.

(1963) LLMM 99/264. gant aon rak tremen hep gwelout un arvest eus an dibab.

(5) En aon ma : de peur que.

(1870) MBR 168. enn aoun na raje eur gwall dro-bennag d'ezhan.

III. Loc. prép.

(1) Dre aon rak : de peur de.

(1575) M 2674. Dre aoun rac an poaniou, en yffernou couen, tr. «Par peur des peines dans les enfers horribles.» ●(1612) Cnf 4a. dré aoun rac an Iffern.

(1955) VBRU 83. Dre aon rak bezañ tapet a-daol-darzh.

(2) Gant aon rak, a : de peur de.

(1821) SST 68. guet eun a gouehel ér schisme. ●(1846) DGG 223. mouguit ar fulen-dân-se, gant aon rac an tân goal. ●(1849) LLB 343. jamez ar brindi, get eun a vout tihet, / Ne goehant ar un dro ar er parkeu hadet. ●(1854) PSA I 305. guet eun a zispligein d'ur grollerès. ●(1868) KMM 15. gant aoun rag disenori ano Mam Doue.

(3) Rak aon ouzh : de peur que.

(1575) M 966. Rac aoun ouz é muntraff, non be scaff muy caffou, tr. «De peur qu'à l'assassiner nous n'ayons promptement d'autres regrets.»

(4) Rak aon da : de peur de.

(1876) TDE.BF 319b. Un proverbe de Cornouaille : Me ne d-ounn ket kannuz, rag aoun da veza kannet, tr. «je ne suis pas battant, de peur d'être battu.»

(5) En aon rak : par crainte de.

(18--) SAQ II 300. en em guzat a reant, en aoun rak ar Juzevien.

(6) En aon da : de peur de.

(1911) BUAZperrot 65. teuler evez en aoun da ober drouk. ●283. en aoun d'en em zaotri. ●(1927) FHAB Meurzh 69. met it dres d'ezan en aoun d'e c'hlaza.

(7) Gant aon a : de peur de.

(1942) DHKN 69. Hoant en des bet Vonick monet d’en Oriant a vitin, ar é arben met n’hé des ket kredet, get eun ag en teadadeu.

IV.

(1) Kaout aon rak e skeud : voir skeud.

(2) Na gaout aon rak e anv : voir anv.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...