Devri

bale / baleañ .2

bale / baleañ .2

v.

I. V. intr.

(1) Se promener, cheminer, marcher.

(1530) J p. 42a. Ha quement re a baleo / Glan dren bro, tr. «et tous ceux qui passeront par le pays.» ●193a. Mar bale nep tro en broman, tr. «s'il se promène jamais dans ces lieux.» ●206a. Ouz vale, tr. «en cheminant.» ●(1557) B 131. Huy a bale dren broezou, tr. «Vous voyagez de pays en pays.» ●275. Ne alhes fifual na bale, tr. «tu ne peux remuer ni marcher.» ●(1580) G 394. Dre an bro un dro crenn bale tenn a mennaf, tr. «Par le pays une bonne fois je veux me promener hardiment.» ●(1647) Am 685. List an oristal dre'n sall da bale, tr. «Laissez l'original se promener dans la salle.»

(1659) SCger 95b. pourmener, tr. «bale.» ●(1732) GReg 160b. Cheminer, se promener, tr. «Bale. pr. baleët.» ●(1792) BD 398. na sessan o valle, tr. «Je ne cesse de marcher.» ●1001. baleet emeus partout dre ar contrée, tr. «J'ai parcouru partout la contrée.» ●1068. nen deus nep meudessin davalle voar masro, tr. «Il n'y a pas de médecin mpour venir me soigner.»

(1838) CGK 4. Bale sioul vel al logod. ●(1847) BDJ 35. o valea / E dicheolen ar cedrenhou. ●(1877) EKG I 286. va goad a rede puill, chaflika a rea em boutou dre ma valeen.

(1904) DBFV 16b. balé, v. n., tr. «se promener, voyager.» ●(1924) SBED 28. Un dé é falé barh er hoed. ●(1927) GERI.Ern 36. bale v. n., tr. «se promener.» ●(1931) GUBI 193. Arlerh em bout bet é Ploué / Un herrad baléet.

(2) Bale ouzh, war : marcher sur.

(1878) EKG II 109. baleomp var soudarded Canclaux.

(1911) BUAZperrot 458. Bretoned ha Gallaoued a en em glevas da vale outo [an Normaned].

(3) sens fig. (en plt de coups) Voler.

(1908) PIGO II 118. Malloziou ha toliou a valee stank etre ar jendarmed hag an dud.

II. V. tr. d.

(1) Bale e zaoulagad, e selloù : promener son regard.

(1866) LZBt Genver 70. eur Pastor mad en deuz baleet he zello aketuz dre ann holl broio.

(1910) MBJL 70. Skwizan a ra an nen o vale e zaoulagad war ar sort treo.

(2) Bale e votoù-koad war an hentoù : parcourir les chemins.

(1926) ARVG (niv 7 gouere) 146. Me ’oa ive o vale ma botou koad war henchou ar barrouz, hag en em gavis gant Per…

(3) Bale ub. : promener qqn.

(1910) MBJL 77. da gerc'hat he beajourien evit o bale dre gêr. ●(1978) LLMM 188/181. dirak an dud da vale ar merc'hed war al lenn.

(4) Bale ub. : envoyer qqn promener.

(1914) KZVr 67 - 21/06/14. Bremaïk m'ho paleo ! tr. «je vais vous faire marcher, déguerpir, Milin.» ●(1927) GERI.Ern 36. me ho paleo, tr. «je vous ferai déguerpir.»

(5) Bale ub. : suivre, filer qqn.

(1902) PIGO I 100. Ouz e vale, e oa muioc'h a c'hoant d'ean da welet pelec'h ha penôz e tremene e vreur-kaer e amzer.

(6) Bale hent(où) : parcourir les chemins (de).

(1868) FHB 200/348a. Ropars a vije bet guelloc'h gantha beza o vale hent.

(1954) VAZA 20. biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.

(7) Bale bro : parcourir du pays.

(1902) PIGO I 24. ni a yelo hon daou da vale bro. ●(1964) KTMR 15. A-viskoaz e-noa bet daou venoz : bale bro ha skrapa peadra da veva.

(8) Bale ur marc'h : faire marcher un cheval.

(1904) DBFV 16b. balé, v. a., tr. «faire marcher, (un cheval).»

III.

(1) Bale eeun (gant an hent) : obéir sans discuter. Cf. kerzhet eeun, gant an neudenn war-eeun.

(1908) KMAF 12 E. Crocq. Ah ! Fanchik-Fall, me gred e ranki chench kalz da zoare ha bale eünoc'h gant an hent, da vihana ma ec'h eus an disterra c'hoant da uza kalz a vouteier en ti-man. ●(1908) KMAF 19 E. Crocq. An nep a zo eveldon dindan ar Gouarnamant ne c'hello morse bale re-eün, re zoun. ●(1923) AAKL 46 (L) Y.-V. Perrot. Ha ! diaoc'h, breman e vo gwelet ha c'houi a valeo eün !... ●(1933) FHAB Genver 12 *Lizik. Me a gav d'in, e rank an Aotrou Person bale eün ganti !

(2) Bale moan : marcher droit, filer doux.

(1931) VALL 536. Il doit marcher au pas, être soumis, tr. F. Vallée «rankout a ra bale moan.» ●(1958) ADBR LXV-4 510 (K-An Ospital Kammfroud). L'expression Bale moan signifie «marcher droit» (au fig.), mais surtout «filer doux» : Klevet e-noa e bater, bale moan a ree o vond kuit.

(3) Bale strizh : marcher les fesses serrées.

(1958) ADBR LXV-4 510 (K-An Ospital Kammfroud). Marcher les fesses serrées (sens propre) se dit : bale striz.

(4) Bale kempenn : marcher droit.

(1861) MILg 246 (L) F. Gourc'hant. E rankfemp c'hoaz, ni kannaded, / Beza gwisien ar Jesuisted, / Lezel hor strak, plega touchenn, / Ha war ho guer bale kempenn.

(5) Bezañ gwellañ den zo o vale : le meilleur homme que l’on puisse avoir.

(1928) FHAB Mae 171 (L) Y.-V. Perrot. Er Faou, e veve gwechall eur soner, gwella den a oa o vale, ma n'en divije ket bet karet, re, en holl, e vanne.

(6) Kas da vale : envoyer paître.

(1732) GReg 685a. Je vous envoirai paître, tr. G. Rostrenenn «Me o caçzo da vale

(1908) PIGO II 39 (T) E. ar Moal. Ha kaset da vale evel eur stoupaer. ●(1910) MBJL 32 (T) Clerc. Ma ! eme Herri : êt ar Pab da vale gant e lezenno. ●(1911) RIBR 151 (L) K. ar Prat. Ar vaouez-ma na oe ket kaset da vale koulskoude. ●(1931) VALL 525. au fig. envoyer paître, tr. F. Vallée «kas da vale (express. relevée).» ●(1957) AMAH 60 (T) *Jarl Priel. Biskoazh en e vuhez soudard n'en divije kredet e c'helled kas ofiserien da vale en ur stumm ken dichek.

(7) Bale war roudoù ub. : voir roudoù.

(8) Na vale war un troad : voir troad.

(9) Boiar a vale : voir Boiar.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...