Devri

berr .1

berr .1

adj.

I. Attr./Épith.

A.

(1) Court, qui n'est pas long.

(1499) Ca 20a. Berr. g. brief.

(1659) SCger 33b. court, tr. «berr

(1926) FHAB Genver 18. eur pôtr teo, eur c'houzoug berr d'ezan 'vel hini eur ribot.

(2) Court, qui dure peu.

(1612) Cnf 85b. Oreson berz ha cazr meurbet. ●(1633) Nom 223b. Bruma, solstitium brumale : le plus court iour de l'an : an berraff dez ves an bloaz.

(1792) BD 1122. allas men gret erfat eseo ber ma remsy, tr. «Hélas, je crois bien que j'ai peu de temps à vivre.»

(1847) FVR 45. Ar vue hirran 'zo c'hoaz ber. ●(1856) VNA 103. Bientôt les jours seront longs et les nuits courtes, tr. «Abrest é vou hir en dé ha bèr er noz.» ●(1877) EKG I 253. An amzer a ioa berr, hag an Tunk a rankaz mont kuit gand ar pez epken en doa kavet.

(3) Insuffisant.

(1866) FHB 53/7a. eun tam foen ac eun tam colo da roei da chatal, boetaj berr.

(1904) SKRS I 210. ha gant hini ebet anezho ne deo berr an traou.

B.

(1) (en plt de l'eau) Qui est en petite quantité, qui commence à manquer.

(1866) FHB 89/296a. ar mare-ma eus ar bloaz eo peurvuia mare an dour berr. (...) eo e miz here en em gaf an douar da veza sec'ha hag an eienennou da veza berra.

(1990) STBL 68. Meur a wech eo bet ganto berr an dour er vilin.

(2) (en plt de la terre) Qui a peu de profondeur.

(1907) AVKA 104. en avani ma oa berr an douar. ●(1962) TDBP II 44. Dre du-mañ a zo douar berr, tr. «par chez nous il y a de la terre courte (peu profonde).»

(3) Kaout ur fri berr : manquer de flair.

(1975) YABA 26.07. Ged er vrumenn glaw e oè bet de vitin, er chas en doè frieu berr.

C. (marine)

(1) Avel verr : vent court.

(1978) BZNZ 36. (Lilia-Plougernev) Pa vez avel verr, tro ma vez lavaret, n'e' ket eeun an avel, ma kerez, neuze e rankes bordañ da lien, evit dalc'her muioc'h a-benn d'an avel.

(2) (en plt de la mer) Court.

(1979) VSDZ 152. (Douarnenez) Ar mor zo berr, ya, an dra-se vez lavaret… e-giz bremañ, gant avelioù bremañ, ar mor zo berr ivez (…), gant ar geun ar mor zo berr peogwir 't eus ket houlenn gant an amzer-mañ. Hag ar mor zo hir e-giz ma vez lavaret pa 'mañ an avel deus ar maez… Ma't eus c'hoant, e-kreiz, etre an div houlajenn a zo hirendez. Bremañ emañ an avel a-zouar, setu al lamm zo berr, ar mor zo berr, tr. (p. 314-315) «La mer est courte, oui, on dit cela… Comme maintenant, avec des vents comme maintenant la mer est courte, avec de forts vents de terre, la mer est courte avec de forts vents de terre. Et la mer est longue comme on dit avec des vents du large… Si tu veux, au centre, entre les deux houles il y a de la longueur. Maintenant le vent vient de terre, ce qui fait que la lame est courte, la mer est courte.»

D. (en plt de qqn)

(1) Bref (dans ses paroles).

(1499) Ca 41b. Comser berr. g. brief parlent.

(2) Kaout kroc'hen berr : avoir la peau tendre.

(1962) TDBP II 44. Ar vugale o-devez krohen berr, tr. «les enfants ont la peau courte (ici : tendre.)»

(3) Spered berr, berr a spered : à l'esprit court, peu intelligent, borné.

(1744) L'Arm 33b. Esprit borné, tr. «Isspritt beerre

(1889) SFA 84. n'oant, ervez ar bed, nemet tud dister, dizesk ha berr a spered.

(1908) FHAB Even 178. ni koulskoude a vije bras ganeomp beza lakeat sperejou berr ha pounner. ●(1909) FHAB Ebrel 125. eur vourledenn ker berr a spered ha ma'z eo hir he firitellou. ●(1911) BUAZperrot 622. Deuet oa er bed gant eur spered berr.

II. Attr.

(1) Bezañ berr en arc'hant : être à court d'argent.

(1928) FHAB Meurzh 89. Eno ivez tud ar barrez a zo eun tamm berr en arc'hant a gavo da bresta. ●(1929) FHAB Mezheven 231. met p'hoc'h bet berr en arc'hant ho peus kavet raktal an hent da zont d'am zi.

►sans compl.

(1889) ISV 131. ha pa veze eat berra ma c'halle, e tigoueze ganthi eur sicour bennag.

(1905) ALLO 14. M'am bije bet da vihana / Da gaout eul lavreg peadra ! / Siouaz, ker berr oun ma rankan / Lakaat daou d'ober unan.

(2) (en plt de qqc.) Bezañ berr : manquer.

(1920) FHAB C'hwevrer 247. rak va sukr a zo berr, ha kaout a rankan. ●(1928) BFSA 168. Pa veze berr ar greun en eul lec'h, e save buan ar priz.

(3) Lakaat ub. berr : mettre qqn à quia.

(1872) ROU 98b. Je l'ai mis à quia, tr. «Me em eus en lakeed berr

(4) Bezañ berr war ub. : être essoufflé.

(1963) LLMM 99/274. Ken berr e oa warni ma n’helle ket distagañ ur ger met a benn brec’h e heje ur gazetenn nevez voulet.

III. Épith.

(1) E berr gomzoù : en peu de mots.

(1850) MOY 216. en bêr gomzou. ●(1894) BUZmornik 301. e berr gomzou.

(1906) KPSA 214. e berr gomzou.

(2) E berr gerioù : en peu de mots.

(1838) OVD 186. é bèr guirieu. ●(1876) TIM 105. é bèr guirieu.

(3) [au superl.] Ar berrañ : le moins.

(1893) IAI 79. Kountomp da viana lod euz anezo gant ar berra komzou ma ellimp.

(4) Hini berr : alcool fort, digestif.

(1974) DIGE. (Youenn Gwernig.) maro d'an eil a viz genver / diouzh ur re gorfad hini berr.

IV. Adv.

A. Adv.

(1) Court.

(1633) Nom 7b. Notæ, siglæ : abbreuiatures : abreuiaturiou, abregeou da scriffaff berr.

(2) (en plt de provisions, d'argent, etc.) Bezañ aet berr gant, war udb. : commencer à manquer de qqc.

(1936) IVGA 160. Aet e oan berr gant va deliou pin. ●193. N'eo ket war zigarez or aet berr war ar «griffou» e ranker beza ki.

(3) En em gavout berr : venir à manquer.

(1915) MMED 273. E kreiz ar pred, ar guin en em gavas berr.

(4) Bezañ, mont berr war ub. : être essoufflé.

(1878) EKG II 24. P'ouen azezet var ribl ar ganol, e tenniz va alan ; eat oa berr var-noun.

(1944) LLMM 54/9. Berr oa war ar plac'hed o vont eus ar gegin d'ar sal... ●(1954) LLMM 47/49. Erru on (...) a lavaras ar silienn, berr warni.

(5) Tevel berr : se taire, ne plus dire mot.

(1732) GReg 291a. Ne dites mot, taisez-vous tout court, tr. «tivit berr

(6) Sellout berr : regarder de près, avec attention.

(1903) MBJJ 297. ar re a dle labourat er parroujo war ar maæz, na ve ket sellet berr 'rauk belegi anê : goulet 've digante eun tamm liou skiant, ha netra ken.

(7) Bezañ kemeret berr : être surpris, prit de court.

(1847) FVR xi. mar tigoueze gant-han beza eur wech bennak kemeret berr enn he doull.

(8) Kemer berr : prendre le chemin le plus court, au plus court.

(1884) LZBt Meurzh 50-51. Ma zud o sonjal kemer berroc'h 'n euz kollet ho hent.

(9) Derc'hel berr war ub. : tenir qqn en échec.

(1872) ROU 82a. Tenir en échec, tr. «Delc'her berr.» ●(1890) BSS 3. Sant Serves a zo unan eus ar zent bras digasset gant Doue d'e Ilis, dre ma vize izom, evit delc'her berr var an heretiket, var ar fals doctoret, a miret outo na lacazent an dud da goll ar feiz.

(10) Derc'hel berr gant, war ub. : tenir la bride courte à qqn, tenir qqn de court.

(1732) GReg 226b. Tenir de court la jeunesse, tr. «Derc'hel berr gand an dud yaouancq.»

(1904) SKRS I 179. ar vistri ha mestrezed a zalc'h berr var dud ho zi er pez a zell ouz ar pedennou e kommun. ●(1905) KANngalon Here 510. d'an oad m'o deuz muia izoum da veza kelennet mad ha dalc'het ber varnho.

(11) Chom berr da =

(1910) MAKE 32-33. Lavaret a ree d'an holl ne oa morse chommet berr da zeski e vicher da bôtr yaouank ebet.

B. Adv. (Entravé) serré.

(1907) KANngalon Gouere 437. hualet hag hualet ber. ●(1911) BUAZperrot 105. ma ne daol ket mestr ar c'hastel a evez bemdez da gabestra berr anezo.

C. Loc. adv.

(1) A-dost-berr : très près.

(1907) AVKA 63. Bernio tud a gerze a dost berr ouz e zeulio.

(2) Edan berr : sous peu.

(1904) DBFV 20b. édan bèr, tr. «dans peu.» ●(1913) THJE 23. M zei d'hou kavet édan bèr.

(3) Edan berr goude : peu de temps après.

(1861) BSJ 61. Mæs, idan bèr goudé, er brud ag er péh e hré Jesus e daulas er souéh brassan tro-ha-tro dré er Judé.

(4) Dre verr : en raccourci, en résumé, succinctement.

(1931) VALL 3b. Abréviativement, tr. «dre verr.» ●(1950) KROB 26-27/8. Araok am eus kavet mat displega deoc'h dre verr istor an Emgleo.

V.

(1) Sellout/Sellet berr : chipoter.

(1970) BHAF 138 (T) E. ar Barzhig. Arabad e oa selled re verr.

(2) Bezañ / Mont) berr war ub. : avoir du mal à respirer.

(1878) EKG II 24 (L) L. Inisan. P'ouen azezet var ribl ar ganol, e tenniz va alan ; eat oa berr var-noun.

(1929) EMPA 16 (T) *Paotr Juluen. Ya gwelout a ran ec'h eus redet, Annaïg, rak berr-kaer 'eo warnout. ●(1957) BRUD 2/33 (K) Y. ar Gow. Ken berr eo warnañ. ●(1970) BHAF 143 (T) E. ar Barzhig. Redeg a reen, daoust din da veza dinerzet, ken e oa berr warnon.

(3) Bezañ tapet berr : être pris de court.

(1950) KROB 21/11 (L) H. Greff. Per ha Soaz ne vezint ket tapet berr : dec'h o doa aozet ar pe (lire : pep) vrasa. (1970) BHAF 183 (T) E. ar Barzhig. Ma vefe red din proui ez eo eul lodenn euz korv sant Yann goz, e vefen tapet berr.

(4) Chom berr war : ne pas y arriver, échouer.

(1929) FHAB Eost 294 G. Dewi. Rei a ra da anaout ouspenn e vo trouc'het e zourn deou hag e skouarn gleiz d'an neb a jomo berr war al labour.

(5) Chom berr war e sparl : ne pas y arriver.

(1981) ANTR 80 (L) *Tad Medar. Kaer en deuz ober, e chom berr an den war e sparl.

(6) Bezañ berr an ... gant ub. : manquer de.

(1925) FHAB Mae 162 (L) Y.-V. Perrot. Soudarded Tinteniac ha Kadoudal a oa berr ar binviou brezel ganto.

(7) Tennañ plouz berr : voir plouz.

(8) Bezañ berr ar peuriñ gant ub. : voir peuriñ.

(9) Bezañ berr an dour en e vilin : voir dour.

(10) Bezañ berr war e sparl : voir sparl.

(11) Bezañ berr e lañchenn : voir lañchenn.

(12) Bezañ berr he lostenn : voir lostenn.

(13) Bezañ berr e varv : voir barv.

(14) Derc'hel berr da sugelloù da ub. : voir sugelloù.

(15) Bezañ berr war e gezeg : voir kezeg.

(16) Bezañ berr ar c'hrog gant ub. : voir krog.

(17) Bezañ berr e deod : voir teod.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...