Devri

Breizhad / Breizhiad

Breizhad / Breizhiad

m. -ed Breton.

(1732) GReg 117b. Breyzad. p. breyzis.

(1821) GON 53b-54a. Breizad ou Breiziad (...) Pl. breiziz ou breizaded. Kaled eo hé benn ével da eur Breizad. ●(1834) SIM 67. Breiziad a fêçon. ●(1837) TEL 210. Ha gant hé vléô hîr war hé choug eur Breiziad. ●(1844) TEL 220. Breiziad, - Dén ghinidig eûz a Vreiz, pé Bréton. ●(1847) BDJ XVI. Pa glevhan Breiziaded zo lastez galhaoüed. (...) Bezhomp età kalounec, Breiçziad. (...) Breïçziaded gweçziec ha garo. ●(1847) FVR 72. evel ivez hini ar Vreiziaded all. ●(1861) MILg 237. hoguen klevit, va Breizadet, / Klevit penaoz eo bet lazet. ●246. eur gwir Breizad. ●(1865) FHB 2/13a. Yvonic a ioa Breiziad ha soudart kalounec. ●4/25b. Breizadet, emezan, dreist-oll, evessait mad. ●(1876) TDE.BF 73a. Breizad, Breiziad, s. m. Qui est né en Bretagne; pl. breiziz, breizaded. Breizadez, Breiziadez.(1877) BSA 262. Ar Breizad ep eur feiz crenv a zo eur blanten doc’hor.

(1903) MBJJ 14. Pa ve divroet eur Breizad. ●(1910) MBJL 75. eur Breizad divroet. ●(1904) DDKB 112. Mui eget ar Breizad, den na zo kalonek. ●(1910) EGBT 128. Breizad, pl. ziz, Breton. ●(1923) FHAB Gwengolo 9/356. eur gwir Vreizad. ●(1927) GERI.Ern 67. Breizad m. (f. -ez), pl. -ziz. ●(1930) ANTO 40. Eur Breizad eus ar C'huz-Heol. ●(1931) FHAB C'houevrer 60. met daoust da-ze e oa krenv en e gorf ha seder en e ene, evel eur gwir vreizad. ●(1933) BREI 331/4c. gant tri vartolod yaouank, Breizaded, kaset da Toulon. ●(1934) BRUS 293. ur Breihad, pl. Breihiz. (1936) KANTvourc’hwenn 21. E ti pep Breizad.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...